Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/473

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 40.

He ra goab euz ar marc’h hag euz he gavalier.
19 Ha roet ec’h euz d’ar marc’h he nerz ?
Goloet ec’h euz-te he c’houzouk euz eur ar moue krenuz ?
20 He lakaat a rez-te da lampat evel ar c’hileien-raden ?
He c’hourignaden faeuz a spount.
21 Gant he droad e toul an douar ; en em laouenaat a ra euz he nerz ;
Mont a ra araog an den armet ;
22 C’hoarzin a ra euz an doujans, n’hen deuz aoun rag netra ;
N’ez a ket a dren dirag ar c’hleze.
23 Varnezhan e trouz ar saez,
Ar waf lugernuz hag ar javelot.
24 O lampat hag o krena, e treuz ar frankiz ;
Ne hell ket en em derc’hel adaleg ma soun an drompil ;
25 Adaleg ma klev an drompil, gourinial a ra ;
A bell he sant an emgan,
Mouez kren an mestrou, ha klemmou ar vrezellerien.
21 Dre da furnez eo he kemer ar sparfel he nij,
Hag he tispleg he ziouaskel entrezeg ar c’hreizteiz ?
27 Dre da urz eo he sav an egl d’an nec’h
Hag e laka he nez var an huelderiou ?
28 Choun a ra var ar reier, en em derc’hel
A ra var dant ar reier, var al lec’hiou digemerabl.
29 Ac’hane, e tizolo he breiz ;
He zaoulagad he wel a bell.
30 He re vihan a zun ar goad,
Hag en pep lec’h ma ve korfou maro, en em gav eno.


40 AN Aotrou a gomzaz da Job, hag a lavaraz :

2 An disputer ha stourm a raio euz an Holl-C’halloudeg ?
Tamaller Doue ha respount a raio da gement se ?

3 NEUZE Job a respountaz d’an Aotrou, hag a lavaraz :

4 Re nebeut a dra oun ; petra a respountin d’id ?
Lakaat a ran va dorn var va genou.
5 Komzet em euz eur wech, ha na respountin ken.
Komzet em euz diou wech, ha ne zistroin ken.

6 HAG an Aotrou a respountaz da Job euz kreiz an tempest, hag a lavaraz :

7 Gouriz da groazellou, evel eun den nerzuz ;
Me a raio goulennou ouzit, ha te am c’helenno.
8 Fellout a rafe d’id kas da netra va reizder ?
Va barna evit en em reiza ?
9 Eur vrec’h ec’h euz-te evel hini Doue ;
Kuruni a rez-te gant da vouez, evelthan ?
10 En em wisk eta a vanifisans hag a vraster ;
Hag en em wisk a vajeste hag a c’hloar.
11 Skul fuloriou da goler :
Gant eur zell izella an holl re ourgouilluz.
12 Gant eur zell taol d’an traoun an holl re ourgouilluz ;
Ha bruzun ar re fall var ar blasen.
13 Koach anezhei holl asamblez er boultren,
Ha dastum ho bisachou en devalijen.
14 Neuze, me ive, me a veulo ac’hanout,
Rag da zorn hen devezo da zikouret.
15 Sell eta euz ar Behemot, pehini em euz greet koulz ha te ;
Dibri a ra ar ieot evel an ijen ;
16 Sell eta : he nerz a zo en he flankou,
Hag he grefder en helvou he gov.
17 Sevel a ra he lost evel ar sedr ;
Helvou he leziou a zo kenluiet.
18 He eskern a zo korsennou arem,
He izili a zo evel barennou houarn.
19 Labour gaer Doue eo,
He grouer hen deuz roet he gleze dezhan.
20 Ar meneziou a zoug evithan ho ieot ;
Eno en em c’hoari holl loened ar parkeier.
21 Gourvez a reont dindan al lotuzou,
En skeud ar c’horz hag en lec’hid.
22 Al lotuzou ho golo gant ho skeud,
Hag alek an dour red a ra an dro dezhei.
23 Sell, penaoz he tevord ar rivier gant violans, n’hen deuz ket aoun ;
Zioul he vefe ha pa binfe ar Jourdan beteg he c’henou.
24 Ra vezo kemeret dre nerz digor !
Pe ma ve toulet he fri dezhan gant lasou !

465