Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/474

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 41, 42.

41 Tenna a ri-te al Leviatan gant eun higen ?
Ha zerri a ri-te he deod gant eur gorden ?
2 Lakaat a ri-te eur vroenen en he zioufrân,
Treuja a ri-te he chod gant eur c’hrog ?
3 Kas a raio hen kalz a bedennou d’id,
Ha lavaret a raio d’id komzou dous ?
4 Ober a raio eur marc’had ganez,
Hag he gemer a ri-te evit esklav da viken ?
5 C’hoari a ri-te ganthan evel gant eun evn,
Ha staga a ri-te anezhan evit amuzi da verc’hed ?
6 Ar re unanet hag int a raio trokerez a ze,
Hag he lodenna a refont int en-touez marc’hadourien ?
7 Toulla a ri-te he groc’hen gant eur mir,
Hag he benn gant eun harpon ?
8 Laka da zorn varnezhan :
Sonj az pezo euz an emgan, ha na zistroi ket.
9 Setu, pep esperans d’he gemer a zo troumplet ;
Pa he weler he oar taolet d’an douar !
10 N’euz den hardi a walc’h ebet pehini a gredfe hen dihuni,
Ha pehini en em dalc’hfe en he za dirazoun ?
11 Piou hen deuz groet avansou d’in, ha me a rento dezhan ?
Kement a zo dindan an envou a zo d’in me.
12 Me na davin ket var he izili,
Var he nerzou, ha var gaerder he vent.
13 Piou hen deuz savet an divar-c’houre euz he zillad.
Piou a zo eet en he janvad doubl ?
14 Piou hen deuz digoret doriou he c’henou ?
Ar spount a zo en dro d’he zent.
15 He zirennoua gallouduz a zo mad meurbed ;
Serret int, ha ziellet mad.
16 Stoka a reont an ell en egile,
An avel na dremen ket dreisthei.
17 Stag int an ell euz egile ;
En em derc’hel ar reont, n’en em bellaont ket.
18 He zistrefiadennou a daol eur skeud a sklerijen,
Hag he zaoulagad a zo evel malvennou goulou deiz.
19 Euz he c’henou he teu sklerijen,
Ha fulennou a dec’h outhan.
20 Euz he zioufrân he teu eur vogeden,
Evel euz ar besel pehini a verv pe euz a eur gaoter.
21 He halan a elumfe glaou douar,
Hag eur flam a zeu er meaz euz he c’henou.
22 En he c’houzoug ema an nerz,
Hag ar spount a vale araog dezhan.
23 Izili he gorf a zo stag an eil euz egile ;
Teo int, divranselluz.
24 He galoun a zo kalet evel eur mean,
Kalet evel ar mean dindan.
25 Pa sav en krenv ar re nerzusa,
Dinerza a reont a spouron.
26 Pa dostaer outhan, ar c’hleze na zervich da netra,
Nag ar waf, nag ar viren, nag ar guirasen.
27 Sellet a ra euz an houarn evel euz ar plouz,
Hag euz an arem evel euz koad brein.
28 Ar viren na laka ken anezhan da dec’hel,
Mein an dalm a zo evel zoul evithan ;
29 Evel zoul an horz ;
C’hoarzin a ra euz trouz ar c’hlezeier.
30 He gov hen deuz bronou lem ;
Asten a ra eur frez var al lec’hid.
31 Lakaat a ra ar poull da virvi evel eur gaoter,
Renta a ra ar mor evel besel eur parfumer.
32 Lezel a ra var he lerc’h eur merk skeuduz,
Kemeret e vefe var an dounder evel eur bleo gwen.
33 N’euz ket he bar var an douar ;
Groet eo evit na zoujfe netra.
34 Gwelet a ra hep aoun kement en em zav ;
Roue eo var an holl loened gouez.


42 HA Job a respountaz d’an Aotrou, hag a lavaraz :

2 Anaout a ran hellez ober an holl draou,
Ha penaoz ne hell den da herzel da ober da c’hoant.
3 Piou eo an hini, pehini, hep anaoudegez, a devela ma c’huzul ? ...
Evel se em euz c’hoanteet en diskleria, ha ne gomprenen ket anezhan ;
Beza int traou re vurzuduz evidoun, ha pere ne anavezhan ket.

466