Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/475

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ZALMOU, 1, 2.

4 Selaou, me az ped, hag he komzin, me ;
Me a raio goulennou ouzit ha te am c’helenno ! ...
5 Va skouarn hen doa klevet mad komz ac’hanout ;
Mes brema, va lagad he deuz da welet ;
6 Dre ze en em daolan kwit va unan, hag em euz keûz
Er boultren ha var al ludu.

7 HA, goude ma Hen doe an Aotrou lavaret ar c’homzou ze da Job, hec’h eruaz ma lavaraz an Aotrou da Elifaz, euz Theman : Va c’holer a zo on em zavet a enep d’id hag a enep da zaou vinion, rag n’hoc’h euz ket komzet deread ac’hanoun, evel hen deuz groet va zervicher Job. 8 Ha brema, kemeret ganeoc’h seiz kolle ha seiz maout, hag eet da gaout va zervicher Job, ha kinniget sakrifisou-losk evidoc’h oc’h unan, ha ra bedo va zervicher Job evidoc’h. Rag ne rin van nemert outhan evit tremen hep ober deoc’h hervez ho follentez ; rag n’hoc’h euz ket komzet ouzin en eun doare deread, evel hen deuz groet va zervicher Job.

9 Hag Elifaz, euz Theman, Bildad euz Shuak, ha Tsofar, euz Naama, a ieaz hag a reaz hervez ma Hen doa an Aotrou komzet ; hag an Aotrou a reaz van euz Job.

10 Hag an Aotrou a adsavaz stad koz Job, pa hen doe Job pedet evit he vinioned ; hag an Aotrou a greskaz en doubl kement hen doa Job bet. 11 Hag he holl vreudeur, hag he holl c’hoarezed, hag ar re holl a anaveze anezhan gwech all a zeuaz hag a zebraz ar bara ganthan en he di ; hag he klemjont anezhan, hag hen dic’hlac’harjont divarben an holl drouk Hen doa an Aotrou lakeat da zont varnezhan ; hag he rojont pep hini anezhei dezhan eur pez arc’hant, ha pep hini anezhei eur walen aour. 12 Hag an Aotrou a vennigaz amzer diveza Job muoc’h evit he amzer genta. Hag hen doe pevarzek mil loen munud, ha c’hwec’h mil chamo, mil goublad ijened, ha mil azenez. 13 Hag hen doe seiz mab ha teir merc’h ; 14 hag e c’hanvaz an hini genta Jemima, hag an eilved Ketsia, hag an deirved Keren-Happouk. 15 Ha ne oa ket war an douar holl gragez kaeroc’h evit merc’hed Job ; hag ho zad a roaz eun heritach dezhei entouez ho breudeur.

16 Ha Job a vevaz, goude an traou ze, seiz-ugent vloaz, hag e welaz he vibien ha mibien he vibien beteg ar bederved rumach. 17 Ha Job a varvaz koz ha leuniet a zeiziou.


————


LEVR AR ZALMOU.


LEVR KENTA.


ZALM I

1 EURUZ an den pehini ne valet ket hervez all ar re drouk,
Ha n'en em dalc'h ket en hent ar bec’herien,
Ha ne azez ket var skaon ar waperien ;
2 Mes a gemer he blijadur en lezen an Aotrou,
Hag a brederi he lezen deiz ha noz.
3 Beza he vezo evel eur wezen plantet tosta d'an doureier red,
Pehini a ro he frouez en he amzer
Hag a behini an deliou na wenvont ket ;
Ha kement a rai, a zeui da vad.
4 Na vezo ket evel se gant ar re drouk ;
Mes beza he vefont evel ar plouz pehini a ve kaset pell gant an avel.
5 Dre ze ar re drouk na choumfont ket er varnidigez,
Nag ar bec’herien en unvaniez ar re wirion.
6 Rag an Aotrou a anavez hent ar re wirion,
Mes hent ar re drouk a gwezo.


ZALM II

1 PERAG ar c’hrosmol ze entouez ar boblou ?
Ha perag ho deuz ar boblou sonjet traou ven ?

467