Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/48

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

c’haout, hag e komzaz outhei ; hag e kemeraz euz ho zouez Simeon, hag e reaz he eren dirag ho daoulagad. 25 Ha Josef a c’hourc’hemennaz leunia o zeier a ed, ha ma vije lakeet arc’hant pep hini en e zac’h ha ma vije roet dezhei bevans evit an hent. Ar pez a voe groet. 26 Neuze e lakejont ho e var ho ezen hag ez ejont kxit.

27 Unan anezhei a zigoraz e sac’h evit rein boued d’e azen en ostaleri, hag e welaz e arc’hant. Setu, e oa e genou ar sac’h.

28 Lavarout a reaz d’e vreudeur : Va arc’hant a zo bet roet din en-dro hag eman aman em sac’h. O c’halonou a vankaz dezo hag e lavarjont en eur grenan an eil d’egile : Petra en deus groet Doue deomp ?

29 Dont a rejont da gavout Jakob o zad e bro Ganaan, hag e tisplegjont dezhan an holl draou a oa erruet ganto, o lavarout :

30 An den hag a zo mestr ar vro en deus komzet deomp gant ruster hag en deus hor c’hemeret evit spierien.

31 Lavaret hon euz dezhan : Ni a zo tud vat, n’omp ket spierien,

32 daouzek breur emaomp, mibien hon tad, unan ac’hanomp n’eman ken hag an hini yaouankan a zo hiziv gant hon tad e bro Ganaan.

33 Hag an den, an hini a zo mestr ar vro, en deus lavaret : Evel-hen ec’h anavezin hag oc’h tud vat : Lezit ganin unan euz ho preudeur, kemerit ar pez a zo ret evit pourvezan d’ho tiegez, it kuit

34 ha degasit din ho preur yaouank. Neuze ec’h anavezin n’oc’h ket spierien mes tud vat. Me a roio deoc’h ho preur hag e c’hellot mont-dont er vro.

35 Evel ma c’houllonderjont o seier, setu, pakad arc’hant pep hini anezhei a oa en e sac’h. gwelet a rejont, int hag o zad, o fakadou arc’hant hag o doe aon.

36 Jakob o zad a lavaraz : Forc’het on diouz va bugale ganeoc’h : Jozef n’eman ken ha Simeon n’eman ken, hag e tapfec’h Benjamin ! Warnon-me eo kouezet an holl draou-man !

37 Ruben a gomzaz d’e dad hag a lavaraz : Te a lakaio va daou vab d’ar marv ma ne zegasan ket anezhan dit. Fizi-en ennon hag en rentin dit.

38 Respont a reaz : Va mab ne ziskenno ket ganeoc’h rag e vreur a zo marv, hag heman a chom e-unan. Ma c’hoarvezfe gwalleur gantan en hent emaoc’h o vont, e lakafec’h va blev gwen da zisken gant glac’har e leac’h ar marv.

43 An naonegez a oa gwall vraz er vro.

2 P’o doe achuet da zibri ar gwiniz o doa degaset euz an Ejipt, o zad a lavaraz : Distroit da brenan eun tamm boued deomp.

3 Juda a respontaz : An den-se en deus lavaret krenv deomp : Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc’h.

4 Mar kasez hor breur ganeomp, mont a raimp hag e prenimp boued dit.

5 mes ma ne gasez ket anezhan, ned aimp ket di rag an den-se en deus lavaret : Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc’h.

6 Hag Israel a lavaraz : Perak hoc’h euz groet ar boan-se din o tiskleria d’an den-se ho poa c’hoaz eur breur ?

7 Respont a rejont : An den-se en deus goulennet diganeomp titourou diwar-ben ac’hanomp ha diwar-ben hon tiegez, o lavarout : Hag eo c’hoaz ho tad beo ? Bez’ hoc’h euz eur breur ? Respontet hon euz dezhan d’e c’houlennou. Ha gallout a raemp anavezout e lavarje : Degasit ho preur ?

8 Juda a lavaraz da Israel e dad : Kaz ar bugel ganin, ha ni a savo hag a yelo. Evel-se e vevimp ha ne varvimp ket, ni, te hag hor bugale.

9 Me a zo kret evitan, digant va dorn en adc’houlenni. Ma ne zegasan ket anezhan dit ha ma ne ginnigan ket anezhan dirak da zremm, e vin kablus ez kenver da viken.

10 rag ma n’hor bije ket daleet, e vijemp bet brema diou wech distro.

11 Israel o zad a lavaraz : Mard eo evel-se, grit eta kement-man : Kemerit en ho seier euz gwellan frouez ar vro ha kasit eur prof d’an den-se : eun nebeudad balzam, eun nebeudad mel, louzou-frondus, mir, pistachez hag alamandez.

12 Kemerit arc’hant all etre ho taouarn hag adkasit en ho taouarn an arc’hant a zo bet lakaet deoc’h e genou ho seier, marteze e oa eun errol.

13 Kemerit ivez ho preur, savit ha distroit etrezek an den-se.

14 Ra roio an Doue hollc’halloudek deoc’h trugarez dirak an den-se, ra laosko deoc’h ho preur all ha Benjamin ! Ha mard eo ret din beza forc’het diouz va bugale, ra vin forc’het !

15 KEMER a rejont eta ar prof hag an doubl a arc’hant en ho daouarn,