Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/504

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 58, 59.

8 Va c’haloun a zo dispozet, o Doue ! va c’haloun a zo dispozet ;
Me a gano, me a veulo.
9 Dihun-te, va gloar ; dihunet-c’hwi, va luth ha va zelen !
Me a ziaraogo ar goulou deiz.
10 Aotrou, da veuli a rin entouez ar boblou ;
Da veuli a rin entouez ar broadou.
11 Rag da vadelez a dap bete an envou,
Ha da eeünder bete ar goabrennou.
12 O Doue, en em sav-Te var an envou !
Ra vezo da c’hloar var an douar holl !


ZALM LVIII.


1 D’ar mestr-kaner. Miktam David ; Al-Thascheth.
2 HA diskleria a ret en gwirione hervez ar reizder ?
Mibien an dud, barna a rit gant eeünder ?
3 Pell ac’hane ; en ho kalounou he ret fallentezou,
Urza a ret var an douar violans ho taouarn.
4 Ar re fall a zo en em distroet adaleg ho ginivelez ;
Ar c’haouiaded a zo en em gollet adaleg ma int ganet.
5 Beza ho deuz eur vulum henvel euz bulum an aer ;
Evel ar c’hruk bouzard int, pehini a zerr he skouarn ;
6 Pehini na zelaou ket mouez ar strobillerien,
Mouez ar strobiller touet er strobillerez.
7 O Doue, bruzun ho dent en ho genou !
Aotrou, torr janvedou al leoned iaouank !
8 Ra redfont evel an dour ha ma en em gollfont !
Pa stinfont ho gwarek, ma torro ho mirou !
9 Ma ez efont kwit evel ar velveden, pehini a deûz ;
Hep gwelet, an heol, evel koll eur vreg !
10 Araog ma hen devezo ho choudourennou zantet an tân drein,
Glaz pa danet, an avel ho c’haso kwit.
11 Ar gwirion en em laouenao pa hen devezo gwelet ar vanjans ;
Gwalc’hi a rai he dreid en goad an hini drouk.
12 Hag he vezo lavaret : Ia, beza ez zo eun Doue evit ar gwirion ;
Ia, eun Doue a zo pehini a ra reizder var an douar.


ZALM LIX.


1 D’ar mestr-kaner. Mikitam David ; A1-Thascheth ; pa gasaz Saul da ziwall an ti evit he laza.
2 VA Doue, delivr ac’hanoun euz va enebourien ;
Diwall ac’hanoun euz ar re en em sav a enep d’in !
3 Delivr ac’hanoun euz an oberourien a fallentez,
Ha saveta ac’hanoun euz an dud a oad !
4 Rag setu, emaint en get evit lemel va buez diganen ;
Tud gallouduz en em sav em enep ;
Hep ma vefe offans ennoun, na drougiez, o Aotrou.
5 Hep ma vefe fallentez ennoun, he redont, en em gempennont ;
Dihun-Te da zont d’am zikour, ha zell !
6 Te eta, Aotrou, Doue an armeou, Doue Israel,
Dihun-Te, gwel an holl bobladou ;
Na ra ket a drugarez da hini an dud fall ha drouk. Selah,
7 Distrei a reont d’an abardaez ; arzel a reont evel chas,
Redek a reont kear.
8 Setu, he c’houedont an drouk-peden euz ho genou ;
Klezeier a zo var ho muzellou ;
Rag, lavaret a reont, piou hon c’hlev ?
9 Mes Te, Aotrou, Te a c’hoarzo outhei ;
Te a raio goab eus an holl boblou.
10 Abalamour d’ho nerz, ouzit Te eo he zellan ;
Rag Doue eo va boden huel.
11 Va Doue, en he vadelez, am freveno ;
Doue a raio d’in evesaat gant joa euz va enebourien.
12 Na laz ket anezhei, gant aoun na ankouefe va fobl kement se :
Kemesk anezhei dre da c’hallout, ho sklap d’an traoun,
Aotrou, hon direr !
13 Pep komz euz ho muzellou a zo eur pec’hed euz ho genou ;
Ra vefont eta kemeret en ho ourgouil,
Abalamour d’an drouk-pedennou ha d’ar gevier a leveront !
14 Kuzum anezhei gant fulor, kuzum anezhei ha ra na vefont ken ;
Ha ma wefer he ren Doue en Jakob
Ha bete pennou ar bed. Selah.

496