Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/505

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 60, 61, 62.

15 Ra zistrofont euz an noz, o iudal evel ar chas,
Hag o redek kear ;
16 Ra ez efont aze hag ama, o klask dibri,
Ha ma tremenfont an noz hep beza leuniet !
17 Mes me, me a gano da nerz ;
Me a veulo adaleg ar beure da vadelez ;
Rag bet out va boden
Ha va zec’h en deiz an distridigez.
18 Te, va, nerz, me az meulo.
Rag Doue eo va boden huel, an Doue pehini am laka da welet he vadelez.


ZALM LX.


1 D’ar mestr-kaner. Var Shushan-Eduth. Miktam David, evit kelen ;
2 pa reaz ar brezel gant Siried ar Mesopotami ; ha gant Siried Tsoba, ha ma teuaz Joab ha ma tisreaz daouzek mil Edomit en traounien an Haolen.
3 O DOUE, hon zaolet ec’h euz kwit, hon sklabezez ec’h euz,
Drouk a zo eet ennout ; adsav ac’hanomp !
4 Lakeat Hec’h euz an douar da grena, hag Hec’h euz he diframet ;
Fich an toullou, rag ijet eo bet.
5 Diskouezet Hec’h euz d’az pobl traou kalet ;
Roet ec’h euz deomp da eva euz a eur gwin mevuz.
6 Mes roet ec’h euz d’ar re a zouje ac’hanout eur banier
Evit tec’hel euz ar gwarek. Selah.
7 Abalamour d’az re garet-mad da veza delivret ;
Saveta ac’hanomp gant da du deou, hag hon zelaou !
8 Doue Hen deuz komzet en he santuar ; me en em laouenaio ;
Lodenna a rin Sichem, ha muzuri a rin traounien Sukkoth :
9 Galaad a zo d’in ; d’in eo Manasse ;
Efraim eo nerz va fenn ;
Juda eo ma lezenner ;
10 Moab eo ar basin el lec’h ma en em walc’han ;
Teurel a ran va botez var Edom ;
Douar ar Filistined, losk kriadennou em envor !
11 Piou am reno entrezeg ar gear nerzuz ?
Piou am c’haso bete Edom ?
12 N’eo ket te, o Doue, pehini ec’h euz hon zaolet kwit,
Pehini n’ez ea ken er meaz, o Doue, gant hon armeou ?
13 Ro deomp zikour evit tec’hel euz an dristidigez ;
Rag zikour an den n’eo nemert vanite.
14 En Doue ni a vrezellio gant nerz,
Hag Hen eo a gaso kwit hon enebourien.


ZALM LXI.


1 D’ar mestr-kaner. Var ar benviou kerden. Zalm David.
2 O DOUE, selaou va c’hriaden,
Bez selaouuz d’am feden !
3 Euz penn an douar, he krian d’id, pa vank ma c’haloun d’in ;
Ren ac’hanoun var ar roc’h ze, pehini a zo re huel evidoun.
4 Rag bet out va refuch,
Va zour krenv dirag an enebour.
5 Choum a rin en da danten da viken ;
En em denn a rin dindan abri da eskel. Selah.
6 Rag Te ec’h euz, o Doue, selaouet va gwestlou ;
Roet ec’h euz d’in an heritach euz ar re a zouje da hano.
7 Laka deiziou en deiziou ar roue,
Ha ma vezo he vloavezou a oad en oad !
8 Ra en em azezo atao dirag Doue !
Ro dezhan evit mirer da vadelez ha da lealded.
9 Neuze me a gano d’az hano da viken,
Hag he peur-rin ma gwestlou bemdez.


ZALM LXII.


1 D’ar mestr-kaner. Hervez Jeduthun. Zalm David.
2 VA ine en em harp var Doue hepken ;
Anezhan eo He teu va zilvidigez.
3 Hen hepken eo va roc’h, va delivrans,
Va boden huel ; ne vezin ket kalz bransellet.
4 Bete pegeit en em daolfet-hu var eun den,
Evit he zistruja, holl asamblez,
Evel eur voger pehini a goste, evel eur c’hloseur bransellet ?
5 Na reont nemert kuzulti evit he lakaat da gweza euz he zavidigez ;
En em blijout a reont er gaou ;
Gant ho genou he vennigont, mes gant ho c’haloun he villigont. Selah.
6 Va ine diskwiz var Doue hepken,
Rag va gortoz a zo ennhan,

497