21 Renet ec’h euz da bobl evel eun tropel,
Dre zorn Moizez hag Aaron.
SELAOU va lezen, o va fobl !
Prest skouarn da gomzou va genou.
2 Digerri a rin va genou evit diskleria parabolennou ;
Embann a rin traou kuzet an amzeriou koz,
3 Pere hon euz klevet hag anavezet,
Ha pere ho deuz hon zadou lavaret deomp.
4 Na guzfomp ket anezhei euz hon bugale ;
Diskleria a rafomp d’ar rum da zont meulodiou an Aotrou ,
Hag he nerz, hag ar burzudou hen deuz groet.
5 Lakeat hen deuz eun desteni en Jakob ;
Eul lezen a lakeaz en Israel,
Pehini a c’hourc’hemennaz d’hon zadou
Rei da anaout d’ho bugale ;
6 Abalamour d’al lignez varlerc’h, ar vugale da zont, d’hen anaout,
Hag en eur greski ma hen disklerjent d’ho bugale ;
7 Ma lakajent ho fizianz en Doue,
Ma na ankouejent ket oeuvrou Doue,
Ha ma virjent he c’hourc’hemennou ;
8 Ha ma na vijent ket, evel ho zadou,
Eul lignez diroll ha dizent,
Rumach pehini na roje ket he galoun,
Hag a behini ar spered na vije ket fidel da Zoue.
9 Mibien Efraim, armet hag o tenna gant ar gwarek,
Ho deuz troet ho c’hein en deiz an emgann.
10 N’ho deuz ket miret konvenans Doue,
Ha n’eo ket bet fellet dezhei bale en he lezen.
11 Lakeat ho deuz en ankouez he vurzudou,
Hag al labouriou Hen doa diskouezet dezhei.
12 Ober a reaz burzudou dirag ho zadou,
En bro an Ejipt, en parkeier Tsoan.
13 Faouta a reaz ar mor hag ho lekeaz da dremen ;
Kempenn a reaz an doureier evel en eur bern ;
14 Ren a reaz anezhei, en deiz dre ar goabren,
Hag enpad an noz dre sklerijen an tân.
15 Faota a reaz ar reier en distro,
Hag He roaz dezhei da eva dour a leiz.
16 Euz ar mean he lekeaz ar gwaziou da zont ;
Lakaat a reaz an doureier da zisken evel rivierou.
17 Mes kendalc’hi a rejont da bec’hi enep dezhan,
Dre en em dirolla a enep an Huel-Meurbed en distro.
18 Tenti a rejont Doue en ho c’haloun,
O c’houlen meuziou hervez ho c’hoant.
19 Komz a rejont a enep Doue,
Hag leverjont : Doue hag Hen a helfe sevel eun daol en distro ?
20 Setu, Hen deuz skoet ar roc’h, ha doureier ho deuz redet,
Ha doureier-red a zo en em skuliet :
Gallout a rafe rei bara,
Kempenn kig d’he bobl ?
21 Dre ze an Aotrou he glevaz hag a oe koleret ;
Eun tân en em zavaz a enep Jakob,
Hag he goler a zavaz a enep Israel ;
22 Abalamour ma n’hen doa ket kredet en Doue,
Ha ma na oa ket en em fiziet er zilvidigez.
23 Neuze He c’hourc’hemennaz da woabrennou an nec’h,
Hag he tigorraz doriou an envou.
24 Lakaat a reaz ar mann da gweza varnezhei evit boued,
Hag he roaz dezhei gwiniz an envou.
25 Pep hini a zebraz bara ar re c’halloudek ;
Rei a reaz dezhei ar pez a felle dezhei a vevans.
26 Lakaat a reaz avel ar savheol en envou,
Hag He tigasaz dre he nerz avel ar c’hreisteiz.
27 Lakaat a reaz da c’hlaoia varnezhei kig evel poultren,
Hag evned eskelek, evel treaz ar moriou.
28 Lakaat a reaz anezhei da gweza en kreiz ar c’hân,
Ha trozro d’ho zantennou.
29 Dibri a rejont hag ho doe ho gwalc’h ;
Rei a reaz dezhei ar pez a c’hoantaent.