1 D’ar mestr-kaner. Zalm bugale Kore.
2 AOTROU, trugarezuz out bet en kenver da zouar ;
Distroet Hec’h euz Jakob euz an esklavach.
3 Pardounet Hec’h euz fallenteza da bobl ;
Goloet Hec’h euz ho holl bec’hejou. Selah.
4 Lamet Hec’h euz kwit da holl fulor ;
Distroet out euz tân da goler.
5 Adsav ac’hanomp, o Doue hon zilvidigez,
Ha laka da erez da baouez a enep deomp !
6 Fuloret He vezi-te da viken a enep deomp ?
Lakaat a rit-Te da goler da bad euz a oad en oad ?
7 Na zistroi-te ket da rei deomp ar vuez,
Abalamour ma en em laouenao da bobl ennout ?
8 Laka ac’hanomp da welet da vadelez, o Aotrou,
Ha ro deomp da zelivrans !
9 Me a zelaouo ar pez a lavar Doue, an Aotrou,
Rag komz a raio euz a beoc’h d’he bobl ha d’he re garet-mad,
Evit ma na zistrofont ken d’ar fallentez.
10 Ia, he zilvidigez a zo tost d’ar re a souj anezhan,
Evit ma choumo ar gloar en hon douar.
11 Ar vadelez hag ar wirionez a zo en em zavet ;
Ar reizder hag ar peoc’h ho deuz en em boket.
12 Ar wirione a ziouano euz an douar,
Hag ar reizder a zello euz an envou.
13 An Aotrou ive a roio he vadou,
Hag hon douar a roio he frouez.
14 Ar reizder a valeo dirazhan,
Hag he lakao anezhi dre holl el lec’h ma tremeno.
AOTROU, prest da skouarn, selaou ac’hanoun,
Rag glac’haret ha truezuz oun.
2 Diwall va ine, rag beza oun euz ar re a gar ac’hanout ;
O Te, va Doue, saveta da zervicher pehini en em fiz ennout !
3 Az pez truez ac’hanoun, Aotrou ;
Rag krial a ran d’id enpad an deiz.
4 Laouena ine da zervicher ;
Rag sevel a ran va ine d’id, Aotrou.
5 Rag Te a zo mad hag hegarad, Aotrou,
Ha leun a vadelez evit ar re holl a bed ac’hanout.
6 Selaou, o Aotrou, va feden,
Ha bez selaouuz da vouez va goulennou !
7 Da bedi a ran en deiz ma zristidigez ;
Rag va zelaou a rez.
8 Aotrou, nikun entouez an doueou n’euz eveldout,
Ha n’euz ket a oeuvrou evel da re.
9 An holl bobladou Hec’h euz groet, a zeuo d’en em stoui dirazout, Aotrou,
Hag a c’hlorifio da hano.
10 Rag Te a zo bras, hag a ra traou burzuduz ;
Te a zo Doue, Te hepken.
11 Aotrou, kelen d’in da hent, bale a rin ez gwirionez ;
Renk va c’haloun en doujans da hano.
12 Me a veulo ac’hanout euz a greiz va c’haloun, Aotrou va Doue,
Ha me a c’hlorifio da hano da viken.
13 Rag da vadelez a zo bras em c’henver,
Hag Hec’h euz tennet va buez euz ar bez doun.
14 O Doue, re ourgouiliuz en em sav a enep d’in,
Hag eur vanden dud violant,
Pere n’ho deuz ket ac’hanout dirag ho daoulagad, a glask va buez.
15 Mes Te, Aotrou, Te a zo eun Doue truezuz ha trugarezuz,
Gorrek d’ar goler, founuz en madelez hag en fealded.
16 Distro ouzin ha bez truez ouzin ;
Ro nerz d’az zervicher ;
Delivr mab da zervicherez.
17 Ro d’in eur zin euz da faver,
Ha ra vezo gwelet gant ar re a gasaa ac’hanoun ha ma vefont mezek,
Abalamour Te, Aotrou, Te ez pezo va zikouret ha va dic’hlac’haret.
DIAZEZET eo var ar meneziou santel.
An Aotrou a gar doriou Sion,