Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/524

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 92, 93, 94.

10 Poan ebet na dapo ac’hanout,
Gouli ebet na dostao euz da danten.
11 Rag gourc’hement a raio d’he êled
Diwall ac’hanout en da holl henchou.
12 Dougen a rafont ac’hanout en ho daouarn,
Gant aoun na stokfe da droad euz eur mean.
13 Bale a ri var al leon ha var an aspik ;
Mac’ha a ri al leon iaouank hag an aerouaut.
14 Pa gar ac’hanoun gant karantez, a lavar an Aotrou, me a zelivro anezhan ;
Me he lakaio er zurded, rag anaout a ra va hano.
15 Pedi a raio ac’hanoun hag He selaouin anezhan ;
Me a vezo ganthan en dristidigez ;
Me hen tenno ac’hane hag hen glorifio.
16 He leunia a rin a zeiziou hir,
Hag he tiskouezin dezhan va delivrans.


ZALM XCII.


1 Zalm. Kanaouen evit deiz ar Sabbat.
2 KAER eo menli an Aotrou,
Ha kana d’az hano, o Huel-Meurbed !
3 Diskleria er beure da vadelez
Ha da fealded enpad an noz ;
4 Var ar liren a zek korden ha var al luth,
En son akord an delen !
5 Rag, o Aotrou, va laouenaet Hec’h euz gant da oeuvrou ;
En em laouenai a rin euz labouriou da zaouarn.
6 Pegen bras eo da oberiou, o Aotrou !
Da sonjezonou a zo doun meurbed !
7 An den dibourveet a skiant ne anavez netra ennhei,
Hag an diskiant na gompren ket kement ma :
8 He kresk ar re drouk evel ar ieot,
Ha ma vleui an holl oberourien a fall,
Evit beza distrujet da viken.
9 Mes Te, Aotrou,
Te a zo savet da viken.
10 Rag setu, da enebourien, o Aotrou,
Rag setu, da enebourien a is da goll ;
Ar re holl a ra an drouk a vezo sklabezet.
11 Mes Te am laka da sevel va fenn evel an unikorn ;
Eoliet oun gant eun eol fresk.
12 Ha va lagad en em blij o sellet,
Va diouskouarn o klevet an dud fall ze pere en em sav em enep.
13 An den just a gresko evel ar palmez ;
Sevel a raio evel sedr al Liban.
14 Plantet en ti an Aotrou,
He vleuifont en tiez hon Doue.
15 Dougen a rafont c’hoaz frouezou er gozni wenn ;
Beza he vefont nerzuz ha glaz,
16 Evit diskleria eo an Aotrou gwirion.
Va roc’h eo, ha n’euz ket a zireizder ennhan.


ZALM XCIII.


1 AN Aotrou a ren, gwisket eo a vajeste ;
An Aotrou a zo gwisket a nerz, gourizet eo ;
Evel se ema stard ar bed ha na vransel ket.
2 Da drôn a zo stardet abaoe an amzeriou koz ;
Te a zo a bep amzer.
3 Ar rivierou ho deuz savet, o Aotrou,
Ar rivierou ho deuz savet ho mouez ;
Savet ho deuz ar rivierou ho c’houmou trouzuz.
4 An Aotrou a zo galloudek el lec’hiou huel,
Muoc’h evit mouez an doureier bras,
Koumou gallouduz ar mor.
5 Da desteniou a zo ar zurded zoken ;
Ar santelez a orn da di,
O Aotrou, evit pell amzer.


ZALM XCIV.


1 DOUE ar vanjansou, Aotrou,
Doue ar vanjansou, laka da splander da vrilla !
2 Sav-Te, barner an douar,
Ro ar gobr d’ar re ourgouiliuz !
3 Bete pegeit ar re drouk, o Aotrou,
Bete pegeit he triomfo ar re drouk ?
4 Betel pegeit he sklabezo
Holl oberourien an drouk komzou fall ha ma en em veulfont ?
5 Aotrou, bruzuni a reont da bobl,
Hag he waskont da heritach.
6 Laza a reont an intanvez hag an diaveziad,
Hag he lekeont ar vinored d’ar maro.

516