Mes an Aotrou hen deuz groet an envou.
6 Ar splander hag ar vajeste a zo dirazhan :
An nerz hag ar gaerder a zo en he santuar.
7 Rentet d’an Aotrou, famillou ar boblou,
Rentet d’an Aotrou ar gloar hag an nerz !
8 Rentet d’an Aotrou ar gloar dleet d’he hano ;
Digasit ar profou, hag it en he diez.
9 En em stouit dirag an Aotrou gant ornamanchou zagr ;
Krenet dirazhan, c’hwi an douar holl !
10 Livirit entouez ar bobladou : An Aotrou a ren ;
Dre ze eo stard ar bed ha na vransell ket ;
Barna a raio ar bobl gant eeünder.
11 Ra en em laouenao an env, ha ra drido an douar a joa ;
Ra skeltro ar mor, gant kement zo ennhan !
12 Ra ieo ar meziou, gant kement a zo ennhei ;
Ra gano holl gwez ar c’hoad a joa,
13 Dirag an Aotrou ! Rag dont a ra ;
Dont a ra da varna an douar ;
Barna a raio ar bed gant reizder,
Hag ar boblou hervez he wirionez.
1 AN Aotrou a ren ; ra drido an douar a joa,
Ra en em laouenao an enezennou niveruz !
2 Ar goabren hag an devalijen a zo endro dezhan ;
Ar reizder hag an eeünder eo ar zol euz he drôn.
3 An tân a vale dirazhan,
Hag a zevor a bep tu he enebourien.
4 He luc’hed a vrill var ar bed ;
An douar a gren euz he welet.
5 Ar meneziou a deu evel koar, dirag an Aotrou,
Dirag Aotrou an douar holl.
6 An envou a ziskleri he reizder,
Hag an holl boblou a wel he c’hloar.
7 Ra vezo mezek ar re holl a zervich an imachou,
Hag ar re en em c’hlorifi en idolou !
C’hwi, holl doueou, en em stouet dirazhan !
8 Sion he deuz he glevet hag a zo en em laouenaet ;
Merc’hed Juda ho deuz tridet a joa,
Abalamour d’az barnedigezou, Aotrou !
9 Rag Te, o Aotrou, Te eo Souveren an douar holl,
Te a zo savet huel bras dreist an boll doueou.
10 C’hwi pere a gar an Aotrou, kasait an drouk.
Diwall a ra ineou he re wirion,
Hag he telivr anezhei euz daouarn an dud fall.
11 Ar sklerijen a zo hadet evit ar gwirion,
Hag ar joa evit ar re a zo eeün a galoun.
12 Tud just, en em laouenait en Aotrou,
Ha meulet he hano santel.
KANET d’an Aotrou eur c’hantik nevez !
Rag groet Hen deuz traou burzuduz ;
He du deou ha brec’h he zantelez ho deuz hen delivret.
2 An Aotrou Hen deuz roet da anaout he zilvidigez ;
Diskleriet Hen deuz he reizder dirag daoulagad ar bobladou.
3 Deuet eo da sonj dezhan en he vadelez hag en he fealded en kenver ti Israel ;
Holl bennou an douar ho deuz gwelet silvidigez hon Doue.
4 C’hwi, an douar holl, taolet
Kriadennou a levenez d’an Aotrou ;
Losket kriadennou a joa, ha kanet !
5 Kanet d’an Aotrou gant an delen,
Gant an delen ha mouez ar c’hanaouennou !
6 Gant ar c’herniel ha son an trompillo,
Losket kriadennou a joa, dirag ar Roue, an Aotrou !
7 Ra skeltro ar mor, gant kement a zo ennhan ;
Ar bed, gant ar re a choum ennhan !
8 Ra strako ar rivierou ho daouarn,
Ra gano ar meneziou gant joa,
9 Dirag an Aotrou ! Rag dont a ra da varna an douar ;
Barna a raio ar bed gant reizder,
Hag ar boblou gant eeünder.
1 AN Aotrou a ren ; ra greno ar boblou !