Evit eruet en eur gear choumuz.
8 Ra veulfont an Aotrou evit he vadelez,
Evit he vurzudou en kenver mibien an dud !
9 Rag leuniet Hen deuz an ine hen doa sec’hed,
Ha leuniet a vadou an ine hen doa naon.
10 Ar re a choume en devalijen hag en skeud ar maro,
Dalc’hed er glac’har hag en houarn,
11 Evit beza bet dizent euz komzou Doue,
Ha beza disprijet kuzul an Huela-Meurbet ;
12 Izeleet hen doa ho c’haloun dre ar boan ;
Koueza a reent pell euz pep sikour.
13 Neuze ho deuz kriet d’an Aotrou en ho zristidigez ;
Hag Hen deuz ho delivret euz ho ankroez.
14 Tennet Hen deuz anezhei euz skeud ar maro ;
Torret Hen deuz ho ereou.
15 Ra veulfont an Aotrou evit he vadelez,
Evit he vurzudou en kenver mibien an dud !
16 Rag bruzunet Hen deuz doriou arem,
Ha torret ar barennou houarn.
17 Ar re diskiant a oa glac’haret
Abalamour da vouez ho fec’hejou hag ho fallentezou ;
18 Ho ine ho doa eûz euz pep boued ;
Stoka a reent euz doriou ar maro.
19 Neuze ho deuz kriet d’an Aotrou en ho zristidigez ;
Hag Hen deuz ho delivret euz ho ankrouez.
20 Kaset Hen deuz he c’hir,
Hag Hen deuz ho iac’heet,
Hag Hen deuz ho zennet euz ar beziou.
21 Ra veulfont an Aotrou evit he vadelez,
Evit he vurzudou en kenver mibien an dud !
22 Ra ginnigfont sakrifisou a drugarez,
Ha ma tisklerifont he oberiou o kana gant joa !
23 Ar re a zisken var ar mor el listri,
Hag a wers var an doureier bras,
24 Ar re ze ho deuz gwelet oeuvrou an Aotrou,
Hag he vurzudou el lec’hiou doun.
25 Komz a reaz, hag he lakeaz eun avel a dempest da sevel,
Pehini a savaz koumou ar mor.
26 Piniat a reont en env ; disken a reont en dounderiou ;
Ho ine a deûz a ankroez.
27 Mevijennet e vransellont evel eun den mezo ;
Ho holl furnez a vank dezhei.
28 Neuze ho deuz kriet d’an Aotrou en ho zristidigez,
Hag Hen deuz ho zennet euz ho ankroez.
29 Herzel a ra an tempest, he chanj a ra en sioulded,
Hag an doureier a dav.
30 En em laoueni a reont euz ma int siouleet ;
Hag e ren anezhei d’ar port ma c’hoantaent.
31 Ra veulfont madelez an Aotrou,
Hag he vurzudou en kenver mibien an dud !
32 Ra savfont anezhan en asamble an holl ;
Ra veulfont anezhan en kuzul ar re ansien !
33 Trei a ra ar rivierou en distro,
Hag ar mammennou dour en eur douar sec’h ;
34 An douar roüz en lanek sallet,
Abalamour da fallente he dud.
35 Trei a ra an distro en stang,
Hag an douar sec’h en mammennou dour.
36 Lakaat a ra da choum ar re a oa naonek ;
Hag he savont eur gear evit choum ennhi.
37 Hada a reont parkeier ha planta gwiniennou,
Pere a ro frouez bep bloaz.
38 Benniga a ra anezhei, hag he kreskont kalz ;
Na lez ket ho loened da ziminui.
39 Neuze, int nebeuteet hag izeleet
Dre ar waskadurez, an drouk-eur hag ar souffrans.
40 Skul a ra an disprij var ar re vras,
Hag he laka anezhei da gerset en eun distro hep hent.
41 Mes sevel a ra ar paour euz ar glac’har,
Hag He rent ar famillou niveruz evel tropelou.
42 An dud wirion a wel se
Hag en em laouena ;
Mes genou ar re direiz a choum zerret.
43 Ra lakao evez da gement ma an hini a zo fur,
Ha ra evesao madelezou an Aotrou.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/533
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
ZALMOU, 107.
525