Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/535

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 110, 111, 112.

23 Mont a ran evel eur skeuden pa gwez ;
Kaset oun kwit evel ar gilein-raden.
24 Va daoulin a vransel gant ar iun ;
Va c’hig hen deuz kollet he lard.
25 Me a zo evithei eun abek a zismegans ;
O welet ac’hanoun, he c’hijont ho fenn.
26 Bez va zikour, Aotrou va Doue !
Saveta ac’hanoun hervez da vadelez,
27 Abalamour ma wefont eo da zorn eo,
Penaoz eo Te, Aotrou, pehini Hen deuz hen groet.
28 Milliga a rafont, Te, Te a venigo ;
Sevel a reont, mes int a ruio, ha da zervicher en em laouenao.
29 Ra vezo va eskinerien goloet a vez,
Ha goloet gant ho mez evel gant eur vantel !
30 Va genou a veulo huel an Aotrou ;
Me hen meulo en kreiz ar vanden.
31 Rag en em derc’hel a ra en tu deou d’ar paour,
Evit he zavetaat euz ar re pere a varn he ine.


ZALM CX.


1 Zalm David.

AN Aotrou Hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a zeou d’in,
Bete m’am bezo lakeat da enebourien da skabel d’az treid.
2 An Aotrou a astenno euz Sion da walen gallouduz :
Ren, a lavaro, en kreiz da enebourien !
3 Da bobl a vezo eur bobl a volonte libr,
En deiz ma ez ai da arme er meaz gant eur pomp santel ;
Da zoudarded iaouank a vezo dirazout evel glizen ginidik kreiz goulou deiz.
4 An Aotrou hen deuz touet, ha n’hen devo ket a geûz a gement se :
Sakrifier out da virviken, hervez urz Melkisedek.
5 An Aotrou a zo he tu deou ;
Bruzuni a raio ar rouane en deiz he goler.
6 Ober a raio ar reizder entouez ar bobladou ;
Leunia a raio holl ar re varo ;
Bruzuni a raio ar prins a ren var eur vro vras.
7 Eva a raio euz dour-red an hent ;
Dre ze he savo he benn.


ZALM CXI.


1 MEULIT an Aotrou !
Me a veulo an Aotrou euz va holl galoun,
En kuzul ar re wirion hag en asamble.
2 Oberiou an Aotrou a zo bras,
Adklasket gant ar re holl a gemer plijadur ennhei.
3 He labour n’eo nemert splander ha manifisanz,
Hag he wirionez a bad da viken.
4 Lezet Hen deuz an envor euz he vurzudou.
An Aotrou a zo trugarezuz ha truezuz.
5 Rei a ra da veva d’ar re holl a zouj anezhan ;
Sonj Hen deve atao euz he gonvenans.
6 Roet en deuz da anaout d’he bobl nerz he oeuvrou,
En eur rei dezhan heritach ar broadou.
7 OEuvrou he zaouarn n’int nemert reizder ha gwirione,
Hag he holl c’hourc’hemennou a zo gwirion.
8 Paduz int atao ha da viken,
O vezo groet gant gwirione hag eeünder.
9 Kaset Hen deuz an dasprenadurez d’he bobl.
Lakeat Hen deuz he gonvenans evit biken.
He hano a zo zantel ha spountuz.
10 Pen-kenta ar furnez, eo doujans an Aotrou.
Ar re heul he c’hourc’hemennou a zo en gwirionez fur.
He veulodi a bad da viken.


ZALM CXII.


1 MEULIT an Aotrou !
Euruz eo an den pehini a souj an Aotrou,
Pehini a gemer he blijadur en he c’hourc’hemennou !
2 He lignez a vezo gallouduz var an douar ;
Ras an dud eeün a vezo benniget.
3 Ar founuzder hag an binvidigez a vezo en he di,
Hag he reizder a bad da viken.
4 Ar sklerijen a sav en devalijen evit an den eeün ;
Truezuz eo, trugarezuz ha gwirion,

527