Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/536

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 113, 114, 115.

5 Euruz eo an den a zo truezuz hag a brest ;
A regl he oberiou hervez ar reizder !
6 Rag na vezo biken bransellet ;
Memor an den reiz a vezo peurbaduz.
7 N’hen deuz ket aoun euz ar c’heloiou fall ;
He galoun a zo stard, euz en em zuraat en Aotrou.
8 He galoun harpet mad na zoujo ket,
Bete ma hen devezo diskwizet he zell var he enebourien.
9 Skuliet hen deuz, roet hen deuz d’ar beorien ;
He reizder a bad da virviken ;
He benn a sav gant gloar.
10 An den fall a wel anezhan, hag hen deuz despet a gement se ;
Skrinial a ra he zent hag en em guzum ;
C’hoant ar re drouk a ielo da goll.


ZALM CXIII.


1 MEULIT an Aotrou !
Meulit, c’hwi servicherien an Aotrou,
Meulit hano an Aotrou !
2 Ra vezo benniget hano an Aotrou,
Adaleg brema ha da viken !
3 Euz ar savheol d’ar c’husheol,
Meulet ra vezo hano an Aotrou !
4 An Aotrou a zo zavet dreist an holl vroadou ;
He c’hloar a zo dreist an envou.
5 Piou a zo henvel euz an Aotrou hon Doue,
Pehini a choum el lec’hiou huel-meurbed ?
6 Pehini a izelaa he zellou
Var ar env ha var an douar ;
Pehini a denn ar bihan euz ar boultren,
Hag a sav ar paour divar an teil,
7 Evit he lakaat da azeza gant ar re vras,
Gant ar re vras euz he bobl ;
8 Pehini a ro eun ti d’ar vreg sec’hen,
O renta anezhi mam da veur a vugel ha joauz.
Meulit an Aotrou !


ZALM CXIV.


1 PA ez eaz Israel er meaz euz an Ejipt,
Ha ti Jakob euz a douez eur bobl kriz,
2 Juda oe santuar Doue,
Hag Israel a zeuaz he c’hallout.
Ar mor hen gwelaz hag a dec’haz ;
Ar Jourdan a zistroaz adren.
4 Ar meneziou a lampaz evel maouted,
Hag ar c’hrec’hiennou evel oaned.
5 Petra ez poa, o mor, evit tec’hel ?
Ha te, Jourdan, evit distrei adre ?
6 C’hwi, meneziou, da lampat evel maouted,
Ha c’hwi, krec’hiennou, evel oaned ?
7 Douar, kren dirag fas an Aotrou,
Dirag fas Doue Jakob,
8 Pehini a droaz ar mean en stang,
Ar mean kalet en mammennou doureier.


ZALM CXV.


1 NAN deomp-ni, Aotrou, nan deomp-ni,
Mes d’az hano ro gloar,
Abalamour d’az madelez, abalamour d’az gwirione.
2 Perag he lavarfe ar boblou : Pelec’h eta ema ho Doue ?
3 Hon Doue, en envou ema ;
Ober a ra kement a blij ganthan.
4 Ho idolou a zo arc’hant hag aour,
Eul labour daouarn den.
5 Eur genou ho deuz ha ne gomzont ket ;
Daoulagad ho deuz ha na welont ket.
6 Diouskouarn ho deuz ha ne glevont ket ;
Eur fri ho deuz ha ne zantont ket ;
7 Daouarn, ha na stokont ket ;
Treid, ha ne valeont ket ;
Na reont trouz ebet gant ho gouzouk.
8 Ra zeuio henvel outhei ar re ho gra,
Hag ar re a laka ho fizians ennhei.
9 Israel, en em fiz en Aotrou !
Hen eo ho zikourer ha ho diren.
10 Ti Aaron, en em fiziet en Aotrou !
Hen eo ho zikourer hag ho diren.
11 C’hwi pere a souj an Aotrou, en em fiziet en Aotrou !
Hen eo ho zikourer hag ho diren.
12 An Aotrou Hen deuz bet sonj ac’hanomp ;
Benniga a raio, benniga a raio ti Israel ;
Benniga a raio ti Aaron.
13 Benniga a raio ar re pere a souj an Aotrou,
Kenkoulz ar re vihan evel ar re vras.
14 An Aotrou a roio deoc’h madou,
Deoc’h ha d’ho pugale.
15 C’hwi a zo benniget gant an Aotrou,

528