Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/54

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

oun me, pa zistrois euz Paddan, Rachel a varvaz em c’hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c’hoaz eur pennad d’ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezi eno var hent Efrata, a zo Betlehem.

8 Israel a welaz mibien Jozef hag a lavaraz : piou eo ar re-man ?

9 Jozef a respontaz d’e dad : Va mibien int, en deus roet Doue din aman. Neuze e lavaraz : Degaz anezhei din, me az ped, evit ma vennigin anezhei.

10 Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozni ha ne c’helle ken gwelet. O lakaat a reaz da dostaat outhan, hag e pokaz dezo hag o briataz.

11 Israel a lavaraz da Jozef : Ne sonjen ken gwelet da zremm ha setu, Doue en deus roet din zoken gwelet da lignez.

12 Jozef o zennaz diwar e zaoulin hag a stouaz e zremm d’an douar.

13 Neuze Jozef o c’hemeraz o-daou, Efraim ouz e zorn dehou en tu kleiz d’Israel, ha Manase ouz e zorn kleiz en tu dehou d’Israel, hag o zostaaz outhan.

14 Israel a astennaz e zorn dehou hag e lakeaz var ben Efraim an hini yaouankan, hag e zorn kleiz var ben Manase. Lakaat a reaz evel-se e zaouarn gant anaoudegez vat rag Manase a oa ar c’hentan-ganet.

15 Hag e vennigaz Jozef, o lavarout : Ra zeuio an Doue ma kerzaz va zadou Abraham hag Izaak dirazan, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv,

16 ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigan ar vugale-man, ra zougint va hano hag hano va zadou Abraham hag Izaak ha ra kreskint founus braz var an douar !

17 Jozef a welaz penaos e lakae e dad e zorn dehou var ben Efraim hag en doe displijadur. Kregin a reaz e dorn e dad evit e zistrein diwar-ben Efraim var ben Manase.

18 Jozef a lavaraz d’e dad : Nann evel-se, va zad, rag heman eo ar c’hentan-ganet, laka da zorn dehou var e ben.

19 mes e dad ne reaz ket, o lavarout : Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, en ivez a zeuio da vezan eur bobl, en ivez a vezo braz. Koulskoude e vreur yaouankan a vezo brasoc’h egetan hag e lignez a vezo eun engroez a vroadou.

20 En deiz-se, e vennigaz anezhei hag e lavaraz : Israel a vennigo drezout, o lavarout : Doue da’z rentan evel Efraim hag evel Manase ! Lakaat a reaz eta Efraim a-raok Manase.

21 Israel a lavaraz da Jozef : Setu, ez an da vervel mes Doue a vezo ganeoc’h, hag e tistroio ac’hanoc’h da vro ho tadou.

22 Roet em euz dit eul loden muioc’h eget da’z preudeur, an hini am euz kemeret euz dorn an Amoreaned gant va c’hleze ha va gwareg.

49 HA Jakob a c’halvaz e vibien hag a lavaraz : En em zastumit hag e tisklerin deoc’h ar pez a c’hoarvezo ganeoc’h en deiziou da zont.

2 En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob ! Selaouit Israel, ho tad !

3 Ruben, te eo va c’henta-ganet, va nerz ha kenta frouez va c’hrenvded, uhela e bri hag uhela e galloud.

4 Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit ! rag pignet out var wele da dad, huduraet ec’h euz va gwele en eur bignat ennhan.

5 Simeon ha Levi a zo breudeur, o c’hlezeier a zo binviou a daerded.

6 Ra n’aio ket va ine en o c’huzuliou kuzet, ra n’en em unano ket va gloar d’o emvod, rag en o fulor o deus lazet tud hag en o fallentez o deus troc’het garou an tirvi.

7 Milliget ra vo o c’hounnar rag taer e oe, hag o fulor rag kriz e oe ! O rannan a rin e Jakob hag o stlabezan a rin en Israel.

8 Juda, meulet e vi gant da vreudeur, da zorn a vezo var c’houzoug da enebourien. Mibien da dad a stouo dirazout.

9 Juda a zo eul leon yaouank. Deuet out euz an drailhadeg, va mab ! En em bleget eo, gourvezet eo evel eul leon, evel eul leonez, piou en lakaio da sevel ?

10 Ar walen ne vo ket pellaet diouz Juda na baz al lezenner euz etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo (= an hini a zo ar surentez gantan) ;

Dezhan sentidigez ar boblou !

11 Staga a ra he azen euz kef ar winien,