Abalamour ma eo da desteniou ma c’homz.
100 Muoc’h disket oun evit ar re goz,
Abalamour ma em euz miret da c’hourc’hemennou.
101 Distroet em euz va faziou euz pep hent fall,
Abalamour da viret da c’hir.
102 N’em euz ket troet euz da urzou ;
Rag Te eo Hec’h euz va disket.
103 Pegen dous eo da c’hir d’am staon !
Dousoc’h evit ar mel d’am genou.
104 Da urzou a ro skiant d’in,
Dre ze he kasaan pep hent gaouiat.
105 Da c’hir a zo eul lamp d’am zroad,
Hag eur sklerijen var va hent.
106 Touet em euz, hag hen dalc’hin,
Da viret urzou da wirionez.
107 Gwal c’hlac’haret oun ;
Aotrou, gra d’in adbeva hervez da c’hir !
108 Aotrou, kav mad ar gwestlou a ginnig va genou d’id,
Ha disk d’in da urzou !
109 Va buez a zo dalc’hmad en riskl ;
Koulskoude, n’em euz ket ankouezet da lezen.
110 Ar re fall ho deuz stiniet pechou d’in ;
Mes n’oun ket en em belleet euz da urzou.
111 Kemeret em euz da desteniou evit heritach peur-baduz ;
Rag joa va c’haloun int.
112 lzelaet em euz va c’haloun da bratika da lezennou,
Dalc’hmad bete ar fin.
113 Kasaet a ran ar sonjou vên ;
Mes karet a ran da lezen.
114 Beza out va boden ha va diren ;
Me en em c’hortoz d’az gir.
115 Re fall, it kwit ouzin,
Ha me a viro gourc’hemennou va Doue.
116 Souten ac’hanoun hervez da c’hir, ha me a vevo,
Ha n’am rent ket mezek em esperans !
117 Souten ac’hanoun, hag he vezin salvet,
Hag em bezo atao va daoulagad var da lezennou !
118 Teurel a rez kwit ar re a bella euz da lezennou,
Rag ho zromplerez a zo eur gaou vên.
119 Kas a rez da netra evel eon holl re fall an douar ;
Dre ze he karan da desteniou.
120 Va c’hig a lam gant ar spount em euz ouzit ;
Hag e toujan da c’hourc’hemennou.
121 Groet em euz an eeünder hag ar reizder ;
N’am dilez ket d’am gwaskerien.
122 Bez diwaller da zervicher evit he vad ;
Ra na wasko ket ar re ourgouilluz ac’hanoun.
123 Va daoulagad en em guzum varlerc’h da zilvidigez,
Varlerc’h gir da reizted.
124 Gra en kenver da zervicher hervez da vadelez,
Ha disk d’in da lezennou.
125 Me eo da zervicher ; rent ac’hanoun skiantek,
Hag hec’h anavezin da desteniou.
126 Poent eo d’an Aotrou ober ;
Dilezet ho deuz da lezen.
127 Dre ze he karan da lezen
Muoc’h evit an aour, muoc’h zoken evit an aour pur.
128 Dre ze he kavan mad da holl c’hourc’hemennou,
Hag he kasaan pep hent gaouiat.
129 Da desteniou a zo zouezuz ;
Dre ze va ine hen deuz ho miret.
130 Diskleriadurez da gomzou a skleri ;
Rei a ra skiant d’ar re diners.
131 Digoret em euz va genou, hag em euz huanadet ;
Rag c’hoanteet em euz da c’hourc’hemennou.
132 Sell ouzin ha komer truez ouzin,
Evel ma Hec’h euz ar c’hiz da ober en kenver ar re a gar da hano.
133 Nerza va faziou en da c’hir,
Ha na lez fallentez ebet da ren varnoun !
134 Delivr ac’hanoun euz gwaskadurez an dud,
Evit ma virin da c’hourc’hemennou !
135 Laka da fas da lugerni var da zervicher,
Ha disk d’in da lezennou !
136 Rivierou dour a red euz va daoulagad,
Abalamour ma na virer ket da lezen.
137 Te a zo just, o Aotrou,
Hag eeün en da varnedigezou.
138 Te Hec’h euz gourc’hemennet da urziou gant gwirione,
Ha gant eun eeünder vras.
139 Va zel hen deuz minet ac’hanoun,