Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/543

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 120, 121, 122, 123, 124.


ZALM CXX.


1 Kanaouen Maaloth.

KRIET em euz d’an Aotrou em zristidigez,
Hag Hen deuz va selaouet.
2 Aotrou, delivr va ine euz ar muzellou gaouiat,
Euz an teod pehini a drompl !
3 Petra a roio d’id, petra c’houneo d’id,
An teod a drompl ?
4 Mirou lem evel reou eur brezellier,
Gant ar glaou devuz a valen.
5 Drouk-euruz ma ez oun da choum en Meshek,
Da veza en touez tantennou Kedar !
6 Re bell eo choumet va ine
Gant an hini a gasa ar peoc’h.
7 Me a gar ar peoc’h ;
Mes adaleg ma komzan, emaint evit ar brezel.


ZALM CXXI.


1 Kanaouen Maaloth.

SEVEL a ran va daoulagad entrezek ar menez
A belec’h he teuo zikour d’in.
2 Va zikour a zeu digant an Aotrou,
Pehini Hen deuz greet an envou hag an douar.
3 Na lezo ket da droad da vranselli :
An hini a ziwall ac’hanout na gousko ket.
4 Setu, an hini a ziwall Israel
Na gousko ket ha na voredo ket.
5 An Aotrou eo an hini a ziwall ac’hanout ;
An Aotrou eo da skeud ; he tu deou ema.
6 An heol na skoio ket ac’hanout enpad an deiz,
Nag al loar enpad an noz.
7 An Aotrou a ziwallo ac’hanout a bep drouk ;
Diwall a raio da ine.
8 An Aotrou a ziwallo da zont ha da vont,
Adaleg brema ha da viken.


ZALM CXXII.


1 Kanaouen Maaloth, a Zavid.

SEDERAAT a ran pa leverer d’in :
Deomp da di an Aotrou !
2 Hon zreid a choum
En da zoriou, o Jerusalem !
3 Jerusalem, pehini a zo savet
Evel eur gear a diez stardet.
4 Di eo e pin ar bobladou, pobladou an Aotrou,
Ar pez a zo eun desteni en Israel,
Evit meuli hano an Aotrou.
5 Eno eo savet an trôniou evit ar wirionez,
An trôniou evit ti David.
6 Pedet evit peoc’h Jerusalem !
Ra ho devezo ar peoc’h ar re a gar ac’hanout !
7 Ra vezo ar peoc’h ez mogeriou,
Hag an diskwiz ez paleziou !
8 Abalamour d’am breudeur ha d’am minioned,
He pedin evit da beoc’h.
9 Abalamour da di an Aotrou hon Doue,
He c’houlennin evidout an eurvad.


ZALM CXXIII.


1 Kanaouen Maaloth.

SEVEL a ran va daoulagad entrezek ennout,
Te pehini a choum en envou.
2 Setu, evel ma sell daoulagad ar zervicherien euz dorn ho mestrou,
Ha daoulagad ar vatez euz dorn he mestrez,
Evel se he sell hon daoulagad var zu an Aotrou hon Doue,
Bete ma Hen devezo truez ouzomp.
3 Az pez truez ouzomp, Aotrou, az pez truez ouzomp,
Rag ni a zo leuniet a zisprij !
4 Hon ine a zo leuniet
Gant leunder euz goaperez ar re a zo er founusder,
Euz disprij ar re ourgouilluz.


ZALM CXXIV.


1 Kanaouen Maaloth, a Zavid.

MA na vije ket an Aotrou a du ganeomp,
A hell Israel lavaret mad,
2 Hep an Aotrou pehini a oe evidomp,
Pa oa an dud a enep deomp,
3 Neuze ho dije hon lonket en beo,
Pa en em dane ho fulor en hon enep.
4 Neuze an doureier ho dije hon lonket,
Eun dour-red hen dije tremenet var hon ine.
5 Neuze an doureier tempestus
Ho dije tremenet var hon ine.
6 Benniget ra vezo an Aotrou,
Pehini n’Hen deuz ket hon livret evel prei d’ho dent !
7 Hon ine a zo tec’het kwit evel eul lapous euz lasou al lapouseter ;
Al las a zo torret, ha ni a zo tec’het kwit.
8 Hon zikour a zo en hano an Aotrou,
Pehini Hen deuz groet an envou hag an douar.

535