Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/544

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 125, 126, 127, 128, 129.


ZALM CXXV.


1 Kanaouen Maaloth.

AR re en em fiz en Aotrou
A zo evel menez Sion, pehini na hell ket beza bransellet, ha pehini a bad da viken.
2 Jerusalem a zo troiet a veneziou ;
Hag an Aotrou a zo endro d’he bobl,
Adaleg brema ha da viken.
3 Rag gwalen ar fallentez na ehano ket var loden ar re just ;
Gant aoun na lakafe ar re just ho daouarn en drougiez.
4 Aotrou, gra vad d’ar re vad,
D’ar re ho deuz ar galoun eeün !
5 Mes evit ar re en em distro en henchou troek,
An Aotrou a raio dezhei bale gant oberourien an drougiez.
Ra vezo ar peoc’h var Israel !


ZALM CXXVI.


1 Kanaouen Maaloth.

PA lakeaz an Aotrou esklaved Sion da zistrei,
He oamp evel ar re a ra eun huvre.
2 Neuze hon genou a oe leun a griadennou a joa,
Hag hon zeod a ganaouennou a driomf.
Neuze he lavaret entouez ar broadou :
An Aotrou Hen deuz groet traou bras d’ar re man.
3 An Aotrou Hen deuz groet traou bras deomp ;
Joauz omp bet a gement se.
4 Aotrou, distro hon esklaved,
Evel ar gwaziou en bro ar c’hreisteiz !
5 Ar re a had gant daerou,
A vedo gant kanaouennou a joa.
6 An hini a zoug an had evit he skulia, a vale en eur wela ;
Mes distrei a raio o kana gant joa, pa zougo he feskennou.


ZALM CXXVII.


1 Kanaouen Maaloth, a Salomon.

MA na sav ket an Aotrou an ti,
Ar re hen sav a labour en vên.
Ma na diwall ket an Aotrou kear,
An hini he diwall a veill en vên.
2 En vên he savet mintin, en vên he kousket divezat,
Hag he tebret ar bara a c’hlaelar ;
Rei a ra kement d’he garet-mad enpad he gousk.
3 Setu, ar vugale a zo eun heritach a beurz an Aotrou ;
Freuz an dimezi a zo eur gobr.
4 Evel ma ema ar mirou en dorn eur brezellier,
Evel se eo mibien ar iaouankiz.
5 Euruz an den hen deuz leuniet he drons anezhei !
Na vefont ket mezek,
Pa gomzfont en tal an nor gant enebourien.


ZALM CXXVIII.


1 Kanaouen Maaloth.

EURUZ eo an den pehini a souj an Aotrou,
Hag a vale en he henchou !
2 Rag dibri a ri euz a labour da zaouarn,
Euruz he vezi ha te a brospero.
3 Da vreg a vezo ebarz da di evel eur winien founuz en frouez,
Ha da vugale evel gwez olivez en dro d’az taol.
4 Ia, evel se he vezo benniget
An den pehini a souj an Aotrou.
5 An Aotrou a vennigo ac’hanout euz a Sion,
Hag he weli mad Jerusalem enpad holl deiziou da vuez.
6 Hag he weli bugale d’az pugale.
Ra vezo ar peoc’h var Israel !


ZALM CXXIX.


1 Kanaouen Maaloth.

TRUBULIET kalz ho deuz ac’hanoun adaleg va iaouankiz,
A hell mad Israel lavaret.
2 Trubuliet ho deuz ac’hanoun adaleg va iaouankiz,
Mes n’ho deuz ket gounezet varnoun.
3 Labourerien ho deuz labouret va c’hein ;
Merket ho deuz penn da benn ho irvi.
4 An Aotrou a zo just ;
Troc’het Hen deuz kerden ar re fall.
5 Ar re holl a gasa Sion
A vezo rentet mezuz ha boutet adre.
6 Beza he vefont evel ieot an toennou,
Pere a sec’h araog ma ez eont en korz ;
7 A bere ar meder na leun ket he zorn,
Nag an endrammer he ziouvrec’h ;
8 Hag a bere an dremenerien na leveront ket :
Bennoz an Aotrou ra vezo varnoc’h !
Ni ho pinig en hano an Aotrou !

536