Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/55

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Euz ar c’hef choazet hini bihan he azenez ;

Gwalc’hi a raio e wiskamant er gwin,

Hag he vantell en goad ar rêzin.


12 Ruz e vo e zaoulagad gant ar gwin, ha gwen e zent gant al laez.

13 Zabulon a vezo o chom var vord ar moriou, bez’ e vo en aod al listri hag e harzou etrezek Sidon.

14 Isakar a zo eun azen krenv, gourvezet etre barrinier-krevier.

15 Gwelet en deus e oa plijus an diskuiz ha dudius ar vro. Izelaat a ra e skoaz evit dougen, en em laka da baean gwiriou.

16 Dan a varno e bobl, evel unan euz meuriadou Israel.

17 Dan a vezo eun naer var an hent, eun naer-wiber var ar wenoden, o kregin e treid ar marc’h evit ma kouezo en traon an hini a zo warnan.

18 Gortozet em euz da silvidigez, o Aotrou !

19 Gad, bandennou a zeuio warnan mes en a yelo warno en diwez.

20 Gant Aser e vo c’hwek ar bara, en a bourvezo meuziou flour ar rouaned.

21 Neftali a zo eun heizez laosket, komz a ra geriou plijus.

22 Jozef eo brank eur wezen frouezus, brank eur wezen frouezus tost d’ur vammen, e skourrou o deus goloet ar voger.

23 Gwaregerien o deus gloazet-fall anezhan, strinket lansou dezhan, heskinet anezhan,

24 mes e wareg a zo chomet start, e zivrec’h hag e zaouarn a zo bet nerzet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc’h Israel.

25 Oberen Doue da dad eo, an hini a sikouro ac’hanout, hag oberen an Holl-C’halloudeg, an hini a vennigo ac’hanout gant bennoziou an envou euz an nec’h, bennoziou an donder euz an traon, bennoziou euz ar bronnou hag euz ar mamog.

26 Bennoziou da dad a zo uheloc’h eget bennoziou va zadou, betek barr ar c’hrec’hiennou peurbadus. Ra vint var ben Jozef, var dal prins e vreudeur.

27 Benjamin a zo eur bleiz a rog, diouz ar mintin e tebro ar preiz ha diouz an noz e lodenno an diwisk.

28 Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pez a lavaraz o zad dezo en eur vennigan anezhei. Bennigan a reaz pep hini anezhei, hervez ar vennoz a zeree outhan.

29 Hag urziou a roaz dezo, o lavarout : Emaon o vont da vezan dastumet etrezek va fobl, ra vin beziet e-kichen va zadou, er c’hev a zo e park Efron an Hitit,

30 er c’hev a zo e park Makpela a-dal da v-Mamre, e bro Ganaan. Ar park eo a brenaz Abraham digant Efron an Hitit evel eul lec’h-bez.

31 Eno eo beziet Abraham ha Sara e wreg, eno eo beziet Izaak ha Rebeka e wreg, eno em euz beziet Lea.

32 Ar park hag ar c’hev a zo ennhan a zo bet prenet digant bugale Hed.

33 P’en doe achuet Jakob da rein e urziou d’e vibien, e tistroaz e dreid er gwele, e varvaz, hag e oe dastumet etrezek e boblou.

50 Neuze Josef en em daolaz var zremm e dad, a ouelaz warnan hag a bokaz dezhan.

2 Josef a c’hourc’hemennaz d’e servijerien, ar vedisined, balzama e dad hag ar vedisined a valzamaz Israel.

3 Daou-ugent devez a voe lakaet d’an dra-se, rag kement-se eo an niver euz an deiziou a lakaer da valzaman. Hag an Ejipsianed a ouelaz dezhan dek devez ha tri-ugent.

4 PA oe deiziou he gaon tremenet, Josef a gomzaz d’ar re euz ti Faraon o lavarout : Mar em euz kavet trugarez dirak ho taoulagad, roit, me ho ped, da glevout da Faraon ar c’homzou-man :

5 Va zad en deus lakaet ac’hanon da douin, o lavarout : Setu, ez an da vervel. Va bezia a ri er bez am euz prenet e bro Ganaan. brema eta, lez ac’hanon, me az ped, da bignat evit bezia va zad hag e tistroin goude.

6 Faraon a respontaz : Pign da vezia da dad, evel m’en deus lakaet ac’hanout da douin.

7 Neuze Josef a biniaz evit bezia he dad ; gantan e piniaz holl zervijerien Faraon, re goz he di, hag