Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/550

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 144, 145.

Ro d’in da anaout an hent en pehini e tlean bale,
Rag savet em euz va ine var zu ennout.
9 Aotrou, delivre ac’hanoun euz va enebourien ;
Eet oun entrezeg ennout.
10 Disk d’in ober da volonte, rag va Doue out.
Ra reno da Spered mad ac’hanoun en hent eeün !
11 Aotrou, ro d’in ar vuez dre garantez evit da hano ;
En da reizder, tenn va ine euz an dristidigez !
12 Hag ebarz da vadelez, lam va enebourien kwit,
Ha distruj ar re holl a drubul va ine,
Rag da zervicher oun.


ZALM CXLIV.


1 Zalm David.

BENNIGET ra vezo an Aotrou, va roc’h,
Pehini a zoare va daouarn d’ar brezel
Ha va biziet d’ar gann !
2 Va mad obrrer ha va nerz,
Va boden huel ha va liberatour,
Va diren hag an hini entrezeg pehini en em dennan ;
An hini a renka va fobl dindan oun !
3 Aotrou, petra eo an den, ma Hec’h euz evez outhan ?
Ha mab an den, ma telc’hez sonj anezhan ?
4 An den a zo henvel euz eur c’houezaden ;
He zeiziou a zo evel eur skeuden pehini a dremen.
5 Aotrou, izelaa da envou ha diskenn ;
Stok er meneziou, ha ma vogedfont !
6 Laka al luc’heden da skleria, ha sklabez anezhei ;
Taol da viren, ha laka anezhei en dishent !
7 Asten da zaouarn d’an nec’h,
Delivr ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun euz an doureier bras,
Euz dorn mab an diaveziad ;
8 A behini ar genou a lavar ar gann,
Hag a behini an tu deou a zo eun tu deou trompluz.
9 O Doue, kana a rin d’id eur ganaouenn nevez ;
Da veuli a rin, var al liren a zek korden,
10 Te pehini a ro an delivrans d’ar rouane,
Pehini a saveta David, da zervicher, euz ar c’hleze lazer.
11 Delivr ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun euz dorn mibien an diaveziad,
A behini ar genou a lavar ar gaou,
Hag an tu deou a zo eun tu deou trompluz.
12 Ra vezo hon mibien evel gwez o kreski en ho iaouankiz ;
Hon merc’hed evel peuliou kizellet, o c’horni kerniel ar palezou !
13 Ra vezo hon c’haviou leuniet, o kaout pep sort bevans ;
Ra nivero hon denved dre vilherou, dre dek millierou, en hor farkeier !
14 Ra vezo hon ijenet bec’hiet a lard ;
Ra na vezo na tool, nag harz,
Na klem en hor ruiou !
15 Euruz ar bobl a behini ema evel se !
Euruz ar bobl a behini eo an Aotrou an Doue !


ZALM CXLV.


1 Kanaouenn a veulodi, a Zavid.

VA Doue, va Roue, me az meulo ;
Me a vennigo da hano da viken hag atao.
2 Bemdez he vennigin ac’hanout ;
Da hano a veulin atao ha da virviken.
3 An Aotrou a zo bras ha din meurbed a veulodi,
Ha na wefet ket furchel ar vraster.
4 Eur rumach a lavaro meulodi da oeuvrou da eur rumacha all,
Hag he tisklerifont da oberiou
5 Me a gomzo euz ar splander gloriuz euz da vajeste,
Hag euz da oeuvrou burzuduz.
6 Lavaret he vezo gallout da vurzudou euzuz,
Ha me a zisklerio da vraster.
7 Embannet he vezo ar sonj euz a vadelez vras,
Ha kanet he vezo da reizder.
8 An Aotrou a zo trugarez ha truezuz,
Gorrek d’ar goler ha bras en madelez.
9 An Aotrou a zo mad en kenver an holl,
Hag he drugarezou a zo var he holl oeuvrou.
10 O Aotrou, da holl oeuvrou az meulo,
Ha da re garet-mad az bennigo !
11 Diskleria a refont gloar da ren,

542