Hag he lavarfont da c’hallout ;
12 Evit rei da anaout da vibien an dud da oberiou bras
Hag ar vanifisans glorius euz da ren.
13 Da ren a zo eur ren euz an holl gantvechou,
Ha da c’hallout a bad en holl oadou.
14 An Aotrou a skoazel ar re holl a zo prest da gweza,
Hag he c’hadreiz a re holl a zo pleget.
15 Daoulagad an holl a esper ennout,
Hag he roez dezhei ho bevans en ho amzer.
16 Digerri a rez da zorn,
Hag he leuniez mad kement a vev.
17 An Aontou a zo gwirion en he holl henchou,
Ha leun a vadelez en he holl oberiou.
18 An Aotrou a zo tost d’ar re holl a bed anezhan,
Euz ar re holl a bed anezhan en gwirione.
19 Peur-ober a ra c’hoant ar re holl a souj anezhan ;
Klevet a ra ho c’hriaden, hag he telivr anezhei.
20 An Aotrou a ziwall ar re holl pere a gar anezhan,
Mes distruja a raio an holl re drouk.
21 Va genou a embanno meulodi an Aotrou,
Ha pep kig a vennigo hano he zantelez, atao ha da viken.
1 MEULET an Aotrou !
Va ine, meul an Aotrou !
2 Me a veulo an Aotrou en keit ha ma vevin ;
Meuli a rin va Doue en keit ha ma padi.
3 N’en em fiziet ket er re vras,
Nag en mab den ebet, pare ne wefont ket delivra.
4 He halen a ia, distrei a ra en poultr,
Hag en deiz se he c’hoantou a ia da goll.
5 Euruz an hini Hen deuz Doue Jakob evit sikourer,
Hag a behini an esperans a zo en Aotrou he Zoue,
6 Pehini Hen deuz groet an envou hag an douar,
Ar mor ha kement a zo ennhei ;
Pehini a ziwall ar wirionez da viken ;
7 A ra eeünder d’ar re a zo gwasket,
A ro bara d’an hini hen deuz naon !
An Aotrou a ziere an esklaved ;
8 An Aotrou a zigor daoulagad ar re dall ;
An Aotrou a eeuna ar re a zo pleget ;
An Aotrou a gar ar re wirion.
9 An Aotrou a ziwall an diavezidi ;
Souten a ra ar minor hag an intanvez ;
Mes diskar a ra hent ar re fall.
10 An Aotrou a reno da viken.
O Sion, da Zoue a zo a oad en oad !
Meulit an Aotrou !
1 MEULET an Aotrou !
Rag mad ea kana d’hon Doue,
Rag dous eo, mad eo he veuli.
An Aotrou eo Hen deuz savet Jerusalem,
Pehini a zastum re sklabezet Israel ;
3 Pehini a wella ar re ho deuz ar galoun bruzunet,
Hag a vanden he gouliou.
4 Niveri a ra an niver euz ar stered ;
Ho gervel a ra holl dre ho hano.
5 Hon Aotrou a zo bras, hag euz eur gallout bras ;
He skiant a zo infinit.
6 An Aotrou a skoazel ar re izel,
Hag Hec’h izelaa ar re drouk bete an douar.
Kanet d’an Aotrou gant meulodi ;
Kanet d’hon Doue gant an delen ;
8 Golo a ra, an env a goumoul,
Kempen a ra ar glao evit an douar ;
Lakaat a ra ar ieot da ziouan var ar meneziou ;
9 Rei a ra ar boued d’ar chatal,
Ha d’ar brini bihan pere a gri.
10 Na laka ket he blijadur en nerz ar marc’h ;
Ha na gemer ket a blijadur en diouar an den ;
11 An Aotrou a gemer plijadur er re a souj anezhan,
Er re a esper en he c’hras.
12 Jerusalem, glorifi an Aotrou ;
Sion, meul da Zoue !
13 Rag startaat a ra barrennou da zoriou ;
Benniget hen deuz da vibien en da greiz ;
14 Lakaat a ra ar peoc’h he c’harzou ;
Leunia a ra ac’hanout euz mel da winiz.
15 Kas a ra he c’hourc’hemennou var an douar,
He c’hir a red gant buander.