Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/555

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 4.

Hag an den pehini a gerz er skiant !
14 Rag gwelloc’h eo he brena, evit gounit arc’hant,
Hag al leve a heller tenna a gement se a dal muoc’h evit an aour fin.
15 Prisiusoc’h eo evit ar perlez,
Hag an holl draou dezirabl na dalveont ket anezhi.
16 Deiziou hir a zo en he du deou,
Pinvidigezon ha gloar en he du kleiz.
17 He henchou a zo henchou plijuz,
Hag he holl wenojennou a ren d’ar peoc’h.
18 Gwezen ar vuez eo evit ar re a vriata anezhi,
Hag euruz eo rentet ar re holl a vir anezhi.
19 An Aotrou Hen deuz diazezet an douar dre ar furnez,
Ha stardet an envou dre ar skiant.
20 Dre he wiziegez eo he tigor an dounderiou,
Ha ma leusk am goabrennou ar c’hlizen.

21 VA mab, ra na bellafont ket euz da zaoulagad ;
Mir ar furnez hac ar brudans,
22 Hag e vefont buez d’ar ine,
Hag eur gwiskarnant d’az kouzoug.
23 Neuze he valei en assurans dre da hent,
Ha da droad na stoko ket.
24 Mar kouskez, n’az pezo ket a spount ;
Ha pa vezi kousket, da gousk a vezo dous.
25 N’az pez ket a aoun rag ar spount vuhan,
Na rag harz ar re fall, pa en em gavo.
26 Rag an Aotrou a vezo da esperans,
Hag a ziwallo da droad euz ar pech.
27 Na vir ket eur mad ober d’an hini hen deuz ezom,
Pa ema en da c’halloud he rei dezhan.
28 Na lavar ket d’az nesa : Kea ha distro,
Ha me a roio d’id varc’hoaz ;
Pa ec’h euz peadra da rei.
29 Na ijin ket drouk a enep da nesa
Pehini a choum en assurans ganez.
30 N’az pez ket a brosez hep abek gant den,
Pa ne ve groet droug ebet d’id.
31 N’az pez ket a avi euz an den violant,
Ha na choaz hini euz he henchou.
32 Rag an hini a ia a dreuz a zo en euzusded d’an Aotrou ;
Mes minion eo d’ar re a zo eeün.
33 Malloz an Aotrou a zo en ti an den fall ;
Mes benniga a ra ti ar re wirion.
34 Ober a ra goab euz ar waperien ;
Mes trugarez a ra d’ar re habask.
35 Ar re fur a herito ar gloar ;
Mes an dismegans a gwezo var ar re diskiant.

4 BUGALE, selaouet kelennadurez ho tad,
Ha bezet eveziek da anaout ar brudans.
2 Rag rei a ran aliou mad deoc’h ;
Na zilezet ket va c’helennadurez.
3 Pa oan c’hoaz bugel tost d’am zad,
Tener ha karet en kichen va mam,
4 He kelenne ac’hanoun hag he lavare d’in :
Ra zalc’ho da galoun va c’homzou ;
Mir va gourc’hemennou, hag e vevi.
5 Pren ar furnez, pren ar brudans ;
N’he ankouez ket anezhi, ha na zistro ket euz komzou va genou.
6 N’he dilez ket, da viret a raio ;
Kar anezhi, hag e tiwallo ac’hanout.
7 Pen-kenta ar furnez, eo prena ar furnez ;
Pren ar furnez evit kement ec’h euz.
8 Estim anezhi, hag he savo ac’hanout ;
Ober a raio da c’hloar pa ez pezo he c’hemeret.
9 Lakaat a raio var da benn eur gurunen a drugarez ;
Hag e roio d’id eur c’helc’h a c’hloar.

10 SELAOU, va mab, ha digemer va c’homzou ;
Ha bloaziou da vuez a vezo kresket.
11 Kelennet em euz d’id hent ar furnez,
Hag em euz lakeat ac’hanout da vale en hent an eeünder.
12 Pa valei, da gammechou na vefont ket diezet,
Ha pa redi na gwezi ket.
13 Kemer ar gelennadurez, na leusk ket anezhi ;
Mir anezhi, rag da vuez eo.
14 N’az a ket en hent an dud fall,
Ha na laka ket da droad en hent ar re drouk.
15 En em distro, na dremen ket dre eno ;

547