Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/558

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 8.

Skriv anezhei var daolen da galoun.
4 Lavar d’ar furnez : Te eo va c’hoar ;
Ha galv ar brudans da vinion ;
5 Evit ma tiwalfont ac’hanout euz ar vreg diaveziad,
Euz greg an nesa, pehini a zrouk meul.
6 Evel ma sellen dre va frenest,
A dreuz ma drilou,
7 He remerkiz entouez ar re diskiant,
Hag ec’h evesaiz entouez ar re iaouank,
Eun den iaouank dibourveet a skiant,
8 Pehini a dremene dre ar ru, er c’horn ma en em dalc’he unan euz ar merc’hed ze,
Ha pehini a heulie hent he zi,
9 D’an abardaez, da achu an deiz,
Pa zeue an noz du ha tefal.
10 Ha setu, eur vreg a zeuaz araog dezhan,
Gwisket en skanvarden, ha leun a dromplerez.
11 Trouzuz hag hep dalc’h e oa,
Hag he zreid na choument ket en he zi ;
12 Brema er ruou, goude er plasou,
Spia a rea en pep korn.
13 Kemer a reaz anezhan, hag e pokaz dezhan,
Ha gant eur visach raog a lavaraz dezhan :
14 Me a dlee eur zakrifis a brosperite ;
Hirie em euz kitezet va gwestlou.
15 Dre ze oun deuet araog d’id,
Evit da glask gant pres, hag em euz kavet ac’hanout.
16 Pentet em euz va gwele gant tapisou,
Mezer a liouiou dizhenvel, en neud an Ejipt.
17 Parfumet em euz va gwele
A virr, a aloes hag a sinamom.
18 Deuz, en em vezvomp a blijaduriou beteg ar beure,
En em laouenaomp er blijaduriou.
19 Rag va ozac’h n’ema ket er gear ;
Eat eo pell en beach ;
20 Kemeret hen deuz ganthan eur sac’hed arc’hant ;
Na zistroio ket d’ar gear araog al loar nevez.
21 He zreina a reaz dre he c’homzou,
Hag e lakeaz anezhan da gweza dre gomzou brao he muzellou.
22 Mont a reaz ragtal var he lerc’h,
Evel ma ez a eun ijen d’ar gigerez,
Hag evel eur zot pehini a ia ive ereet evit beza kastiet,
23 Bete ma ten eur mir da doulla he avu ;
Evel eun evn pehini en em daol entrezeg al las,
Hep anaout eo stiniet a enep he vuez.
24 Brema eta, va bugale, selaouet ac’hanoun,
Ha bezet eveziek da gomzou va genou.
25 Ra na zistroo ket da, galoun entrezeg henchou ar vreg ma,
Ha ra na lakao ket ac’hanout d’en em goll en he henchou.
26 Rag kalz he deuz lakeat da gweza, gouliet d’ar maro,
Ha bras eo an niver euz ar re he deuz lazet.
27 He zi eo hent ar bez ;
Disken a ra en choumajou ar re varo.

8 AR furnez ha na gri-hi ket,
Ar skiant ha na ro-hi ket he mouez da glevet ?
2 En em lakaat a ra var lein ar 2 c’herc’hiennou, var an hent,
Er c’hroaz henchou.
3 Tost d’an doriou, dirag kear,
En penn ar ruiou, he kri :
4 O tud ! ho kervel a ran,
Ha va mouez a zo evit mibien an dud.
5 C’hwi, re zot, disket dizhenveli ;
C’hwi, re diskiant, deuet skiantek a galoun.
6 Selaouet, rag lavaret a rin traou talvoudek,
Hag e tigorin va muzellou evit kelen ar pez a zo eeün.
7 Rag va genou a lavar ar wirione,
Ha va muzellou ho deuz eüz euz ar gaou.
8 Holl gomzou va genou a zo hervez ar wirionez ;
Ha n’euz ennhei netra a faos nag a drompluz.
9 Holl int skler d’an den skiantek,
Hag eeün evit ar re ho deuz kavet ar skiant.
10 Adklasket va c’helennadurez, muoc’h evit an arc’hant ;
Hag ar wiziegez, muoc’h evit an aour dibabet.
11 Rag ar furnez a zo gwelloc’h evit ar perlez,
Ha kement a helfet c’hoantaat na dal ket anezhi.
12 Me, ar furnez, a choum gant an anaoudegez,

550