Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/559

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 9.

Hag he perc’hennan gwiziegez ar sonjou fur.
13 Doujans an Aotrou, eo kasouni an drouk ;
Kasaat a ran an ourgouil hag ar rogentez, hent an drouk
Hag ar genou fall.
14 D’in me eo an ali hag an ijin ;
Me eo ar brudans ; an nerz a zo ennoun.
15 Dreizoun me eo he rên ar roue,
Hag he c’hourc’hemen ar brinsed ar pez a zo just.
16 Dreizoun me eo he rên ar re galloudek
Hag ar re vras,
Hag holl varnerien an douar.
17 Me a gar ar re am c’har ;
Hag ar re am c’hlask am c’hav.
18 Ganen me ema ar binvidigez hag ar gloar,
Ar madou paduz hag ar reizder.
19 Va frouez a zo gwelloc’h evit an aour fin, evit an aour purifiet zoken,
Hag ar pez a zigasan a zo gwelloc’h evit an arc’hant ar pura.
20 Me a laka bale dre hent ar reizder,
Ha dre greiz hent an eeünder,
21 Evit rei en heritach madou d’ar re am c’har,
Hag evit leunia ho zenzoriou.
22 An Aotrou Hen deuz va c’hrouet adaleg pen-kenta he henchou,
Araog ma reaz nikun euz he oeuvrou.
23 Lakeat oun bet abaoe an eternite,
Adaleg ar pen-kenta, ginivelez an douar.
24 Groet oun bet pa ne oa c’hoaz dounder ebet,
Na mammen binvidik ebet en doureier.
25 Bet oun groet araog ma oa diazezet ar meneziou,
Hag araog ar c’hrec’hiennou ;
26 Araog ma hen doe groet an douar, hag ar meaziou,
Ha pen-kenta poultren ar bed.
27 Pa stardaz an env, he oan,
Pa verke ar c’helc’h dreist an dounder,
28 Pa lakea ar goabrennou d’an nec’h,
Pa lakae ar mammennou da lampat euz an dounder,
29 Pa roe he lezennou d’ar mor,
Evit ma na dremenje ket he zoureier ho harzou,
Pa lakae zoliou an douar,
30 Neuze oan en he gichen, he oberourez,
He blijaduriou he oan en holl deiziou,
Hag en em laouenaen hep paouez dirazhan.
31 Kaout a reen va joa er bed ha var an douar,
Ha va eur-vad entouez bugale an dud.
32 Brema eta, va bugale, selaouet ac’hanoun.
Euruz eo ar re a viro va henchou !
33 Selaouet ar gelennadurez, evit dont da veza fur,
Ha n’he zaolet ket kwit.
34 Euruz eo an den a zelaou ac’hanoun,
Pehini a veil euz va doriou noz deiz,
Hag a vir peuliou dor va zi !
35 Rag an hini am c’hav, a gav ar vue,
Hag hen deve faver an Aotrou ;
36 Mes an hini a offans ac’hanoun a ra noaz d’he ine.
Ar re holl a gasaa ac’hanoun a gar ar maro.

9 AR furnez he deuz savet he zi ;
Kizellet he deuz seiz peul.
2 Prestet hen deuz he c’hig, preparet he gwin ;
Dija eo fichet an daol.
3 Kaset he deuz he mitizien ;
Euz lein an huela lec’hiou a zo en kear, he kri :
4 Ra zeuo an nep a zo hep anaoudegez ama !
Hag e lavar d’ar re da bere e vank skiant :
5 Deuet, debret euz va bara,
Hag evit euz ar gwin em euz preparet.
6 Lezit aze an diwiziegez, hag e vevfet ;
Hag e valefet en hent ar brudans.

7 AN hini a repren eur goaper, n’hen deve nemert mez ;
Hag an hini a gasti eun den fall, a chas varnezhan eur gasouni.
8 Na repren ket eur goapeer, gant aoun na gasafe ac’hanout ;
Repren eun den fur, hag e karo ac’hanout.
9 Kelen eun den fur, hag e teuo c’hoaz furoc’h ;
Kelen eun den mad, hag e kresko en gwiziegez.
10 Pen-kenta ar furnez eo doujans an Aotrou ;
Ha gwiziegez ar zent eo ar brudans.
11 Rag dreizoun me eo he vezo da zeiziou kresket,
Ha bloaziou a vo roet d’id da veva.

551