holl re ansien a vro an Ejipt, 8 hag holl di Josef, e vreudeur ha ti e dad. Ne lezjont e bro C’hoshen nemet o bugale vihan, o denved hag o ejened.
9 Pignat a reaz ivez gantan kirri ha marc’hegerien, ar strollad a oa gwall vraz.
10 Dont a rejont betek leur Atad (= spern), en tu all d’ar Jordan, hag e rejont hirvoudou braz ha dreistmuzul. Jozef a reaz evit e dad eur c’hHano a seiz devez.
11 Annezerien ar vro, ar Gananeiz, o welout ar c’hanv-se e leur Atad, a lavaraz : Setu aze eur c’hHano braz e-touez an Ejipsianed ! Setu perak eo bet galvet al leac’h Abel-Mizraim (= kHano an Ejipsianed). Bez’ eman en tu all d’ar Jordan.
12 Mibien Jakob a reaz eta evel-se en e genver, evel m’en doa gourc’hemennet dezo.
13 E gaz a rejont da vro Ganaan hag e sebeilhjont anezhan e kev park Makpela, a brenaz Abraham digant Efron an Hitit evel eul lec’h-bez, hag a zo a-dal da v-Mamre.
14 HA goude m’en doa sebeliet Jozef e dad, e tistroaz en Ejipt gant e vreudeur ha gant ar re holl a oa pignet gantan evit bezia e dad.
15 Breudeur Jozef, o welout e oa marv o zad, a lavaraz etrezo : Marteze Jozef en devo kasoni ouzimp ha ne vanko ket da rein deomp an holl zroug hon euz groet dezhan.
16 Hag e kasjont da lavarout da Jozef : Da dad en deus groet deomp ar gourc’hemenn-man a-raok mervel :
17 Komz a reot evel-hen da Jozef : Da bedin a ran, pardon brema da’z preudeur o zorfed hag o fec’hed rag groet o deus droug dit. Da bedin a ran, pardon brema o zorfed da servijerien Doue da dad. Jozef a ouelaz pa voe lavaret ar c’homzou-se.
18 E vreudeur, o vezan deuet d’e gavout, a stouaz dirazan, hag e lavarjont : Setu, da servijerien emaomp.
19 Josef a lavaraz : N’ho pez ket aon, ha bez’ on-me e leac’h Doue ?
20 C’hoant ho poa d’ober din droug ha Doue en deus chenchet kement-se e mad, evit ober ar pez a welit brema ha mirout drezon ar vuez d’ur bobl vraz.
21 N’ho pez ket eta aon brema. Me a vago ac’hanoc’h, c’hwi hag ho tiegeziou. Hag e tic’hlac’haraz anezhei en eur gomz dezo hervez o c’halon.
22 Josef a chomaz en Ejipt, en ha ti e dad, hag e vevaz kant dek vloaz.
23 Josef a welaz bugale Efraim betek an deirvet lignez. Bugale Makir mab Manase a voe ivez ganet var daoulin Jozef.
24 Jozef a lavaraz d’he vreudeur : Emaon o vont da vervel. mes a-dra-sur, Doue a weladenno ac’hanoc’h hag a lakaio ac’hanoc’h da bignat euz ar vro-man d’ar vro en deus touet rein da Abraham, da Izaak ha da Jakob.
25 Josef a reaz touin mibien Israel hag a lavaraz dezo : A-dra-sur, Doue a weladenno ac’hanoc’h ha neuze e kasot va eskern ac’hann.
26 Goude Josef a varvaz, oajet a gant dek vloaz ; hag e voe balzamet, hag e oe lakeet en eun arched en Ejipt.
1 HA, setu hanoiou mibien Israel, pere a zeuaz en Ejipt gant Jakob. Dont a rejont pep hini gant he dud.
2 Ruben, Simeon, Levi ha Juda,
3 Issakar, Zabulon ha Benjamin,
4 Dan ha Neftali, Gad hag Asser.
5 An holl dud ganet euz a Jakob a oa dek ha tri-ugent ; ha Josef a oa en Ejipt.
6 Ha Josef a varvaz, kenkouls hag he holl vreudeur, hag an holl lignes ze. 7 Ha bugale Israel a oe frouezuz hag a greskaz, hag en em niverjont hag e teujont da veza gwal c'halloudek ; hag ar vro a oe leuniet aneshei.
8 Mes sevel a reaz var an Ejipt eur roue nevez, pehini n’hen doa ket anavezet Josef. 9 Hag e lavaraz d’he