Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/562

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 12, 13.

Hag ar sot a vezo servicher an hini hen deuz ar galoun fur.
30 Frouez ar just a zo eur wezen a vuez,
Hag an den fur a c’hounez ar c’halounou.
31 Setu, an den just hen deuz he c’hobr var an douar ;
Pegement mui an den drouk hag ar pec’her ?

12 An hini a gar ar gasti, a gar ar wiziegez ;
Mes an hini a gasa beza reprenet, a zo eun diskiant.
2 An den mad a denn varnezhan faver an Aotrou ;
Mes Doue a varno an den a zo leun a valis.
3 An den na vezo ket nerzet dre he fallente ;
Mes grizien ar re just na vefont ket bransellet.
4 Eur vreg vertuuz eo kurunen he ozac’h ;
Mes an hini a ra mez a zo evel breinadurez en eskern.
5 Sonjou ar re just n’int nemert reizder ;
Mes kuzuliou ar re fall n’int nemert faosoni.
6 Komzou ar re fall a zo pechou, evit skul ar goad ;
Mes genou an dud eeün ho delivro.
7 Ragtal ma ema ar re fall kwezet, n’emaint ken ;
Mes ti ar re just en em dalc’ho.
8 An den a vezo meulet hervez he brudans ;
Mes ar galoun faoz a vezo en disprij.
9 An den pehini a zo habask, petra benag m’hen deuz eur zervicher,
A dal muoc’h evit an hini en em c’hlorifi ha da behini he vank bara.
10 An den just hen deuz soan euz buez he loan ;
Mes kalounou ar re fall a zo kriz.
11 An hini a labour he zouar, a vezo leuniet a vara ;
Mes an hini a heuil ar re didalvez, a zo dibourveet a skiant.
12 An den fall a c’hoanta ar pez ho deve ar re fall kemeret ;
Mes grizien ar re just a ro frouez.
13 Eur pech euzuz a zo en pec’hed ar muzellou ;
Mes an den just a ielo er meaz euz an dristidigez.
14 An den a vezo leuniet a vadou gant ar frouez euz he c’henou,
Ha rei a refer da bep hini hervez labour he zaouarn.
15 Hent an den diskiant a zo eeün dirag he zaoulagad ;
Mes an hini a zelaou an ali, a zo fur.
16 Despet an diskiant a ve anavezet an deiz zezoken ;
Mes an hini a zo avizet mad, ne ra van ebet euz an dismegans.
17 An hini a lavar ar wirione, a ro eun desteni eeün ;
Mes an test faoz a zouten ar gaou.
18 Beza ez zo eun hevelep den a behini ar c’homzou a ra poan evel begou ar c’hlezeier ;
Mes teod ar re fur a zo iec’hed.
19 Ar vuzel wirion a zo starteet evit biken ;
Mes an teod faos n’ema nemert eur pennad.
20 An droumplerez a zo en kaloun ar re a ijin an drouk ;
Mes ar joa a zo evit ar re a guzul ar peoc’h.
21 Drouk-eur ebet n’en em gavo gant an den just ;
Mes ar re fall a vezo bec’hiet a boaniou :
22 Ar muzellou faoz a zo eun euzuzted dirag an Aotrou ;
Mes ar re a labour gant gwirionez, a zo deread dezhan.
23 An den prudant a guz ar pez a oar ;
Mes kaloun ar re diskiant a embann ho zotis.
24 Dorn ar re labouruz a reno ;
Mes an dorn didalvez a vezo dindan.
25 Ar glac’har a zo en kaloun an den, a vec’h anezhan ;
Mes eur gomz vad a laouena.
26 An den just a c’honeo var he amezek ;
Mes hent ar re fall ho c’holl.
27 An didalvez na rosto ket he chase ;
Mes ar prisiusa madou a zo d’an den labouruz.
28 Ar vue a zo en bent ar wirionez,
Hag hent he wenojen n’en em denn ket d’ar maro.

13 Ar bugel fur a zelaou kelennadurez he dad ;
Mes ar goapeer na zelaou ket ar gourdronz.
2 An den a vezo leuniet a vad dre freuz he c’henou ;
Mes ine ar re fall a vev a zireizded.
3 An hini a vir he c’henou, a vir he ine ;
Mes an hini a zigor re he vuzellou, a gavo eno he goll.
4 Ine an didalvez ne ra nemert c’hoantaat, ha n’hen deuz netra ;

554