Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/563

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 14.

Mes ine ar re labouruz a zo leuniet.
5 Ar gwirion a gasaa ar gir gaou ;
Mes an den fall en em rent euzuz, hag a gwez er vez.
6 Ar reizder a vir an hini a vale en eeünder ;
Mes an drougiez a ziskaro an hini en em goll.
7 Unan en em c’hra pinvidik ha n’hen deuz netra ;
Hag unan all en em ra paour pehini hen deuz madou bras.
8 Ar pinvidigezou a ra ma hell eun den adprena he vuez ;
Mes ar paour na c’houzanv ket a c’hourdrouz.
9 Sklerijen ar re just en em laouenae ;
Mes lamp ar re fall a vougo,
10 An ourgouil na brodu nemert stourmadegou ;
Mes ar furnez a zo gant ar re a gemer kuzul.
11 Ar pinvidigezou dastumet fall, a vezo bihaneet ;
Mes an hini a zastum gant he labour, ho c’hresko.
12 An esperans hireet a ra d’ar galoun langisa ;
Mes ar c’hoant groet a zo evel gwezen ar vuez.
13 An hini a zisprij ar gir, en em goll ;
Mes an hini a respet ar gourc’hemen, hen devezo ar gobr.
14 Kelennadurez an den fur a zo eur vammen a vue,
Evit distrei pechou euz ar maro.
15 Eur rezon iac’h a ro gras ;
Mes hent ar re a labour gant fallentez a zo kalet.
16 Pep den aliet mad a labour gant skiant ;
Mes an den diskiant a ziskouez he zotis.
17 Ar c’hannad fall a gwezo en drouk ;
Mes ar c’hannad leal a zigas ar iec’hed.
18 Ar baourentez hag an dismegans a zeuo var an hini a daol kwit ar gelennadurez ;
Mes an hini a brofit euz ar gourdrouz a vezo enoret.
19 Ar c’hoant peur-c’hroet a zo eun dra dous d’an ine ;
Mes en em distrei euz an drouk a ra heüz d’ar re diskiant.
20 An hini a ia gant ar re fur, a zeuo fur ;
Mes kensort ar re Zot en em gollo.
21 An drouk a genred ar bec’herien ;
Mes an eur-vad eo gobr ar re just.
22 An den mad a genkaso he heritach da vugale he vugale ;
Mes pinvidigezou ar pec’her a zo miret d’ar re just.
23 Kalz a zo da zibri er park labouret gant ar paour ;
Mes beza ez zo tud hag a ia da goll dre vank a varnidigez.
24 An hini a espern ar walen, a gasa he vab ;
Mes an hini a gar anezhan a hast he gastia.
25 An den just a zebro hag a vezo leuniet he walc’h ;
Mes kof ar re fall hen devezo dienez.

14 Pep greg fur a sav he zi ;
Mes an hini diskiant he daol d’an traoun gant he daouarn :
2 An hini a vale en eeünder, a enor an Aotrou ;
Mes an hini a behini eo fall an henchou, a zispriz anezhan.
3 Genou an den diskiant a zo eur walen evit he ourgouil ;
Mes muzellou ar re fur ho mir.
4 El lec’h ma n’hen deuz ijen ebet, eo gollo ar c’hraou ;
Mes nerz an ijen a ra founusaat ar mad.
5 An test leal ne lavar nepred gaou ;
Mes an test faoz a lavar faosentez.
6 Ar goapeer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi ;
Mes ar skiant a zo eazet da gaout da eun den fur.
7 Pellaa euz an den diskiant,
Pa eo gwir ne anavezez ket ennhan komzou fur.
8 Furnez eun den ijinuz eo lakaat evez euz he hent ;
Mes zotiz ar re diskiant eo an dromplerez.
9 Ar re diskiant a ra goab euz ar pec’hed ;
Mee ar vadelez a zo entouez an dud eeün.
10 Kaloun pep hini a zant ar c’hwervder euz he ine ;
Hag unan all n’hen devezo ket a lod en he joa.
11 Ti an dud fall a vezo distrujet ;
Mes tanten an dud eeün a fleurio.
12 Beza ez zo eun hevelep hent pehini a zeblant eeü0n d’an den.
Mes a behini an achu eo hent ar maro.
13 En eur c’hoarzin zoken, ar galoun a vezo trist ;
Hag ar joa a echuo dre an hirdez.
14 An hini hen deuz ar galoun fall, a vezo leuniet euz he henchou ;

555