Mes an den mad en em leunio euz ar pez a zo ennhan he unan.
15 Eun den habask a gred kement a leverer ;
Mes an den aliet mad a evesa he gamechou.
16 An den fur a zouj, hag a dec’h euz an drouk ;
Mes an den diskiant a zo rog ha leun a zurder.
17 An den buanek a ra zotizou ;
Hag an den ruzet a zo kaseet.
18 Ar re dibrudant a berc’hen ar zotis ;
Mes ar re aliet mad a zo kurunet a wiziegez.
19 Ar re fall a vezo izeleet dirag ar re vad,
Hag ar re drouk a vezo ental dor ar re just.
20 Ar paour a zo kaseet, zoken gant he vinion ;
Mes minioned ar pinvidik a zo en niver bras.
21 An hini a zisprij he nesa, en em goll ;
Mes an hini hen deuz truez euz ar re c’hlac’haret, a zo euruz.
22 Ar re a ijin an drouk, na spountfont int ket ?
Mes an drugarez hag ar wirionez a zo d’ar re a brokur ar mad.
23 En pep labour he zo eur gounid benag ;
Mes ar c’homzou vên na droont nemert d’an dienez.
24 Ar binvidigez a zo eur gurunen evit an den fur ;
Mes follentez ar re diskiant a zo atao zotiz.
25 An test leal a zelivr an ineou ;
Mes an hini a lavar gevier, n’eo nemert tromplerez.
26 Eur gwir assurans a zo en doujans an Aotrou ;
Hag eun digemer zur evit ar vugale.
27 Doujans an Aotrou a zo eur vammen a vuez,
Evit distrei pechou ar maro.
28 En niver bras ar bobl ema gloar eur roue ;
Mes pa vank ar bobl, ema revin ar prins.
29 An hini a zo gorrek d’ar goler a zo euz eur skiant vras ;
Mes an hini a zo buan d’en em fulori, a asten he follentez.
30 Eur galoun zioul eo buez ar c’horf ;
Mes an avi eo breinadurez an eskern.
31 An hini a ra noaz d’ar paour, a zizenor an hini hen deuz hen groet ;
Mes an hini hen deuz truez euz an ezomek a enor anezhan.
32 En gwal-eur, eo diskaret an den fall ;
Mes an den reiz a choum en assurans, zoken er maro.
33 Ar furnez a ziskwiz en kaloun an den fur ;
Anavezet eo zoken en kreiz ar re diskiant.
34 Ar reizder a sav eur vroad ;
Mes ar pec’hed eo mez ar boblou.
35 Faver ar roue a zo evit ar zervicher prudant ;
Mes drouk a vezo a enep an hini a raio mez dezhan.
15 Eur respount dous a izelaa ar goler ;
Mes eur gomz kalet a vout d’ar fulor.
2 Teod ar re fur a gaera ar wiriegez ;
Mes genou ar re diskiant na ziskleri nemert follentez.
3 Daoulagad an Aotrou a zo en holl lec’hiou ;
Evesaat a ra euz ar re fall hag ar re vad.
4 Eun teod pehini a gasti a zo evel ar wezen a vuez,
Mes eun teod fall a so evel eun avel pehini a vruzun holl.
5 An den diskiant a zisprij kelennadurez he dad ;
Mes an hini a laka evez euz ar gourdrouz a zeuo prudant.
6 Eur founusder vras a zo en ti an den just ;
Mes trubul a zo en heritach an den fall.
7 Muzellou ar re fur a had ar wiziegez ;
Mes n’ema ket evel se euz kaloun ar re diskiant.
8 Sakrifis ar re fall a zo eun euzuzded d’an Aotrou ;
Mes peden an dud eeün a zo deread dezhan.
9 Hent an den fall a zo en euzuzded dirag an Aotrou ;
Mes karout a ra an hini pehini en em ro d’ar wirionez.
10 Eur gastiz rustl a c’hortoz an hini a ia kwit euz an hent eeün ;
Hag an hini a ra kaz ganthan beza reprenet, a varvo.
11 Lec’h ar re varo hag an dounder a zo dirag an Aotrou ;
Pegement mui kalounou bugale an dud ?
12 Ar goapeer na gar ket beza gourdrouzet,
Ha n’ez aio biken entrezeg ar re fur.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/564
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 15.
556