13 Ar galoun joauz a gaera ar visach ;
Mes tristidigez ar galoun a ziskar ar spered.
14 Eur galoun fur a glask ar wiziegez ;
Mes genou ar re zot en em vev a follentez.
15 Ho11 deiziou ar glac’haret a zo fall ;
Mes eur galoun joaus a zo eur fest kendalc’huz.
16 Nebeut, gant doujans an Aotrou, a dal muoc’h
Evit eun tenzor bras, gant pehini ez zo trubul.
17 Gwelloc’h eo eur pred ieot, el lec’h ma ez zo karantez,
Evit eur fest a ijen lard, el lec’h ma zo kasouni.
18 An den violant a vout d’an disputou ;
Mes a hini a zo gorrek d’ar goler a zousa an enebiezou.
19 Hent an didalvez a zo evel eur charz drez ;
Mes hent an dud eeün a zo evel eun hent pleneet.
20 Ar bugel fur a laouena he dad ;
Mes an den diskiant a zisprij he yam.
21 Ar follentez eo joa an hini a zo debourveet a skiant ;
Mes an den prudant a heuil an hent eeün.
22 Ar sonjou a gwez el lec’h ma vank ar c’huzuliou ;
Mes en em startaat a reont pa ve kalz a guzulierien.
23 Joa a vo o rei eur respount euz ar genou ;
Hag eur gir lavaret en he lec’h a zo mad !
24 Evit an den prudant, hent ar vuez a gas d’an nec’h,
Hag a ra dezhan tec’hel euz ar bez a zo d’an traoun.
25 An Aotrou a ziskar ti ar re ourgouilluz ;
Mes startaat a ra harzou an intanvez.
26 Sonjou an den fall a zo en euzuzded d’an Aotrou ;
Mes ar c’homzou pur a zo deread dezhan.
27 An hini a zo en em roet d’ar gounid dizhonest, a drubul he di,
Mes an hini a gasa ar roou a vevo.
28 Kaloun an den just a sonj er pez a dle respount ;
Mes genou ar re fall a lavar traou fall.
29 An Aotrou en em bellaa euz an dud fall ;
Mes selaou a ra peden ar re wirion.
30 Sklerijen an daoulagad a laouena ar galoun,
Hag eur c’helou mad a lartaa an eskern.
31 Ar skouarn pehini a zelaou ar gourdrouz pehini a ro ar vuez,
A choumo entouez ar re fur.
32 An hini a daol kwit an diskadurez, a zisprij he ine ;
Mes an hini a zelaou ar gourdrouz, hen deve skiant.
33 Doujans an Aotrou a gelen ar furnez,
Hag an izelded a ia araog ar gloar.
16 Sonjou ar galoun a zo d’an den ;
Mes respount an teod a zo d’an Aotrou.
2 Holl henchou an den a zeblant pur dezhan ;
An Aotrou eo a bouez ar sperejou.
Ro da afferou d’an Aotrou,
Ha da c’hoantou a vezo starteet.
4 An Aotrou Hen deuz groet an holl draou en hevelep doare ma respountont an eil d’egile,
Hag an den fall zoken evit deiz ar glac’har.
5 An Aotrou Hen deuz en euzusted pep den ourgouilluz a galoun ;
Abred pe divezad na choumo ket hep kastiz.
6 An drougiezt a vezo pardounet gant an drugarez hag ar wirionez ;
Ha gant aoun dirag an Aotrou he tistroer euz an drouk.
7 Pa gemer an Aotrou plijadur en henchou eun den,
E zioula en he genver zoken he enebourien.
8 Nebeut, gant reizder, a dal muoc’h
Evit leveou bras hep droet.
9 Kaloun an den a zonj en he ren ;
Mes an Aotrou a ren he gammejou.
10 Lavariou a zo var muzellou ar roue,
Hag he c’heno na bellao ket euz an eeünder.
11 Ar valans hag ar bouez leal a zeu euz an Aotrou,
Hag holl boueziou ar vuzurach eo he labour.
12 Ar rouane a dle kaout eûz oc’h ober an drouk,
Rag ar wirionez eo a startaa an trôn.
13 Ar rouane a dle kemer plijadur er c’homzou gwirion,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/565
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 16.
557