Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/566

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 17.

Ha karout an hini a gomz gant eeüder.
14 Fulor ar roue a zo eur c’hannad a varo ;
Mes an den fur a zousa anezhan.
15 Bisach seder ar roue a ro ar vuez ;
Hag he faver a zo evel ar goabren pehini a zoug ar glao euz an diskar mazer.
16 Pegement he tal muoc’h akizita furnez evit aour fin !
Ha pegement eo gwelloc’h kaout prudans evit arc’hant !
17 Hent an dud eeün, eo en em distrei euz an drouk ;
Hennez a vir he ine pehini a laka evez euz he gundu.
18 An ourgouil a ia dirag ar vruzunerez,
Hag ar rogentez a spered dirag an distruj.
19 Gwelloc’h eo beza izel gant ar re dous,
Evit n’hen deo lodenni an diwisk gant ar re ourgouilluz.
20 An hini a laka evez euz ar gomz, a gavo ar mad ;
Hag an hini en em fiz en Aotrou a vezo euruz.
21 Galvet he vezo skianteke an hini pehini hen deuz eur galoun fur ;
Ha douster ar c’homzou a gresk ar wiziegez.
22 Ar brudans a zo d’ar re a berc’hen anezhi eur vammen a vue ;
Mes kasti ar re diskiant eo ho zotis.
23 Ar galoun fur a ren gant furnez he c’henou,
Hag a laka ar skiant en he vuzellou.
24 Ar c’homzou deread a zo dirennou mel,
Eun dousder d’an ine, hag ar iec’hed d’an eskern.
25 Beza he zo eun hevelep hent a zeblant eeün d’an den,
Mes a behini an achu eo ar maro.
26 Naoun an hini pehini a labour, a labour evithan,
Abalamour ma oblij he c’henou anezhan.
27 An den fall a doull an drouk,
Ha beza he zo evel eun tân devuz var he vuzellou.
28 An den fall a had enebiezou
Hag an drouk-komzer a zizunvan ar gwella minioned.
29 An den violant a stlej he gensort,
Hag he laka da vale en eun hent ha n’eo ket mad.
30 An hini a zer he zaoulagad evit sonjal an drouk,
An hini a zerr he vuzellou, hen deuz dija groet ar c’hrim.
31 Ar bleo gwen a zo eur gurunen a enor ;
En hent ar wirionez eo en em gav.
32 An hini a zo gorrek d’ar goler a dal muoc’h evit an den nerzus ;
Hag an hini a zo mestr d’he galoun, evit an hini a gemer keariou.
33 Taolet he ve ar zort en pleg ar zae ;
Mes kement a deu ac’hane a zeu a beurz an Aotrou.

17 Eun tam bara sec’h, gant ar peoc’h, a dal muoc’h
Evit eun ti leun a gig, gant enebiezou.
2 Ar zervicher prudant a reno var ar mab pehini a ra mez,
Hag hen devezo lod en heritach gant ar vreudeur.
3 Ar forn a zo groet evit esae an arc’hant, hag ar fornigel evit an aour ;
Mes an Aotrou eo a esae ar c’halounou.
4 An den fall a zo eveziek d’ar vuzel direiz,
Hag ar gaouiat a zelaou an teod pehini a drouk ped.
5 An hini a ra goab euz ar paour, a zizenor an hini hen deuz groet anezhan ;
Hag an hini en em laouena euz an drouk-eur, na choumo ket digastiz.
6 Bugale ar vugale a zo kurunen ar re goz ;
Hag an tadou a zo gloar ho bugale.
7 Ar gir poelluz na zere ket d’an diskiant ;
Pegement nebeutoc’h ar gomz faoz da brinsed ar bobl.
8 Ar prof a zo evel eur mean prisiuz dirag daoulagad an hini hen kemer ;
Euz pep kostez benag ma ve troet, he plij.
9 An hini guz ar gwallou, a glask ar garante ;
Mes an hini a ra eun diskul fall a ze, a zisunvan ar gwella minioned.
10 Eur c’hroz a ra muoc’h a vad var an den prudant,
Evit kant taol var an diskiant.
11 An den fall ne glask nemert enebiezou ;
Mes eur c’hannad kriz a vezo kaset en he enep.

558