12 Gwelloc’h eo en em gaout gant eun ours pehini he deuz kollet he re vihan,
Evit gant eur zot en he zotis.
13 An drouk na gwitao ket ti an hini
A rent an droug evit ar mad.
14 Kommans eun heskinerez a zo digerri eun tremen d’an dour ;
Araog ma en em gevfer en stourmadek, en em denn.
15 An hini a ziskleri just an den fall, hag an hini a ziskleri fall ar just,
A zo ho daou en euzuzted dirag an Aotrou.
16 Petra a zervich ar pris en dorn an diskiant
Evit prena ar furnez, pa vank a sans ?
17 Ar gwir vinion a gar en pep amzer,
Hag he c’hano evel eur breur en dristidigez.
18 Hennez a zo dibourveet a skiant, pehini a stog en dorn,
Hag en em laka kreder en kenver he nesa.
19 An hini a gar an heskinerezou, a gar an drouk ;
Hag an hini a sav re he borched a fell dezhan, he c’hafe d’an traoun.
20 Kaloun an hini fall na gavo ket an eur-vad,
Hag an teod doubl a gwezo en drouk-eur.
21 An hini hen deuz roet ar genet da eun diskiant, hen devezo hirnez ;
Ha tad eur zot n’en em laouenao ket.
22 Ar galoun joauz a dal eur remed ;
Mes ar spered izeleet a zizec’h an eskern.
23 An den fall a gemer ar prof,
Evit diskar henchou ar reizder.
24 Ar furnez a zo dirag an den prudant ;
Mes daoulagad an diskiant a ia da benn an douar.
25 Ar bugel diskiant a ra glac’har he dad,
Ha c’hwervder an hini he deuz he c’hanet.
26 N’eo ket mad barna ar just d’an amand,
Na skei an dud honest evit kaout ar pez a zo eeün.
27 An den dalc’het en he gomzou a anavez ar brudans,
Hag an hini a zo euz ar spered ien, a zo eun den fur.
28 An diskiant zoken a dremen evit fur pa dav,
Hag an hini a zerr he vuzellou a zo eun den skiantek.
18 An hini a bella a heul he banchant ;
En em galedi a ra a enep pep rezon.
2 N’eo ket er brudans eo he kemer an diskiant plijadur ;
Mes o tiskleria ar pez a zo en he galoun.
3 Pa zeu an diskiant, an disprij a zeu ive,
Ha gant an dismegans e teu ar vez.
4 Komzou genou eun den a zo doureier doun ;
Ha mammen ar furnez a zo eun dour-red pehini a lam.
5 N’eo ket mad lakaat evez euz an den fall,
Evit ober noaz d’ar just er varnidigez.
6 Muzellou an diskiant a zigas an heskin,
Hag he c’henou a c’halv an taoliou.
7 Genou an diskiant a zo eun distruj evithan,
Hag he vuzellou a zo eur pech d’he ine.
8 Komzou an diskiant a zo evel plijaduriou ;
Mont a reont bete diabarz ar c’hov.
9 An hini en em leusk en he labour,
A zo breur d’an hini a zispin ar pez hen deuz.
10 Hano an Aotrou a zo eun tour nerzus ;
Ar just a red di, hag ema en eur voden huel.
11 Madou ar pinvidik a zo he gear grenv,
Hag evel eur voger huel, en he sonj.
12 Kaloun an den en em zav, araog ma eru an distruj ;
Mes an izelded a ziaraog ar gloar.
13 An nep a respount d’ar c’homzou, araog beza ho c’hlevet,
A ra eur zotis hag en em denn d’ar vez.
14 Spered an den hen souteno er c’hlenved ;
Mes mar d’eo ar spered dinerzet, piou hen krevao ?
15 Kaloun an den skiantek a zastum gwiziegez ;
Ha skouarn ar re fur a glask anaoudegez.
16 Ro an den a ra ober plas dezhan,
Hag a ro kemeridigez dezhan entouez ar re vras.
17 An hini a bled da genta, a zeblant just ;
Mes he du a zeu hag a evesaa anezhan.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/567
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 18.
559