Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/568

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 19.

18 Ar zort a echu an disputou,
Hag a ra al lodennou entre ar re c’halloudek.
19 Breudeur dizunvanet a zo diesoc’h da c’hounit evit eur gear gre ;
Hag ho dizhenvelded a zo evel moraliou eur c’hastel.
20 Euz a frouez he c’henou eo he leuin eun den he gorf ;
Euz leve he c’henou eo ho vezo bevet.
21 Ar maro hag ar vuez a zo en gallon& an teod,
Hag an hini a gar an uzach, a zebra ar frouez anezhei.
22 An hini hen deuz kavet eur vreg, hen deuz kavet an eurvad ;
Eur faver eo hen deuz digant an Aotrou.
23 Ar paour a gomz en eur bedi ;
Mes ar pinvidik a respount gant kaleder.
24 An hini hen deuz kals a gensorted hen deuz anezhei evit he zrouk-heur ;
Mes beza he zo minioned gwelloc’h evit breudeur,

19 Ar paour a vale en he eeünder, a dal muoc’h
Evit an hini a gomz gant fallentez hag a zo diskiant.
2 Eun ine hep prudans n’eo ket eur vad,
Hag an hini a gerz re vuan en he afferou, a gwezo.
3 Fallentez an den eo a ziskar he henchou ;
Hag a enep an Aotrou eo he krozmol he galoun.
4 Ar binvidigez a zigas kalz a vinioned ;
Mes ar paour a zo dilezet, zoken gant he vinion.
5 An test faos na choumo ket hep barnidigez,
Hag an hini a lavar gevier na dec’ho ket.
6 Kalz a zrouk-meul an hini a zo roüz,
Ha pep hini a zo minion d’an den a ro.
7 Holl vreudeur ar paour a gasa anezhan ;
Pegement mui en em denno he vinioned diganthan !
Ho gwaska a ra gant he gomzou : n’emaint ken eno !
8 An hini hen deuz skiant, a gar he ine,
Hag an hini a vir ar brudans, a gavo ar mad.
9 An test faos na choumo ket hep kastiz,
Hag an hini a lavar gevier, a ielo da goll.
10 Na zere ket euz eun den a skiant beva er plijaduriou ;
Pegement nebeutoc’h d’an esklav ren var ar re vras !
11 An den prudant a zalc’h he goler ;
Hag he enor, eo ankouez an offansou.
12 Erez ar roue a zo evel indanen eul leon iaouank ;
Mes he faver a zo evel eur c’hlizen var ar ieot.
13 Eun bugel diskiant a zo eur gwaleur bras evit he dad ;
Ha disputou eur vreg a zo eur c’hân kendalc’huz.
14 Eun ti ha pinvidigezou eo an heritach a beurz an tadou ;
Mes eur vreg prudant a zo eun donezon a beurz an Aotrou.
15 An didalvoudegez a zigas ar vorgousk,
Hag an ine didalvez hen devezo naoun.
16 An hini a vir ar gourc’hemen, a vir he ine ;
Mes an hini na veil ket var he henchou, a varvo.
17 An hini hen deuz truez euz ar paour, a brest d’an Aotrou,
Hag hen a rento dezhan he vad ober.
18 Kastiz da vugel enpad ma zo esperans,
Mes n’ez a ket beteg he lakaat da vervel.
19 An hini en em lez da vont d’ar goler, a zougo ar boan a ze ;
Ha ma hen divec’hier, e vezo red distrei.
20 Selaou ar c’huzul ha kemer ar gelennadurez,
Evit ma vezi fur bete achu da zeiziou.
21 Sonjou a zo en niver bras en kaloun an den ;
Mes kuzul an Aotrou a zo peurbaduz.
22 Ar pez a ra talvoudegez an den, eo he drugarez ;
Rag ar paour a dal muoc’h evit ar gaouiat.
23 Doujans an Aotrou a ren d’ar vuez ;
Hag an hini hen deuz anezhi a vezo leuniet.
Hag a dremeno an noz hep beza gwelet gant drouk ebed.
24 An didalvez a sik he zorn er plad ;
Ha na zigas ket anezhan d’he c’henou.
25 Mar pilez ar gwaper, an dinerz a vezo aliet a gement se ;

560