Ha ma reprenez eun den den skiantek, e klevo ar pez a dleer anaout.
26 Ar bugel a ra mez hag a behini he ruier,
A revin he dad hag a laka he vam da dec’hel.
27 Diwall, va mab, da zelaou ar c’huzuliou
A helfe da zistrei eûz komzou ar furnez.
28 Eun test fall a ra goab euz ar reizder,
Ha genou ar re fall en em leun a fallentez.
29 Ar barnedigezou a zo kempennet evit ar waperien,
Hag an taoliou evit kein ar re diskiant.
20 Ar gwin a zo goapeer, hag ar bier a zo diboell,
Ha piou benag a gemer re anezhei n’eo ket fur.
2 Gourdrouz ar roue a zo a zo evel iudaden al leon iaouank ;
An hini a fulor anezhan a bec’h a enep dezhan he unan.
3 Eur gloar eo evit an den en em viret a zisputou ;
Mes pep diskiantek en em ro dezhei.
4 An didalvez na labouro ket abalamour d’an amzer fall ;
Enpad an eost he klasko ; mes n’hen devezo netra.
5 Ar c’huzul en kaloun an den a zo eun dour doun ;
Hag an den skiantek a denno outhan.
6 An darnvuan euz an dud a veul ho madelez ;
Mes piou a gavo eun den gwirion ?
7 An den just a vale en he eeünder ;
Euruz eo he vugale var he lerc’h !
8 Ar roue, azezet var drôn ar reizder,
A gas pep drouk kwit gant he zell.
9 Piou a hell lavaret : purifiet em euz va c’haloun ;
Net oun euz va fec’hed ?
10 Ar poez doubl hag ar muzur doubl
A zo ho daou en euzusded dirag an Aotrou.
11 Ar bugel a ro da anaout dija dre he oberiou,
Hag hen a vezo he vuez pur hag eeün ;
12 Ar skouarn a glev hag al lagad a wel,
A zo daou dra groet gant an Aotrou.
13 Na gar ket ar c’housket, gant aoun na zeufez da veza paour ;
Digor da zaoulagad, hag e vezi leuniet a vara.
14 An hini a bren, a lavar : Kement se ne dal netra, kement se ne dal netra ;
Goude ez a, hag en em c’houez.
15 Beza ez zo aour, ha kalz a berlez ;
Mes ar muzellou fur a zo eur besel prisiuz.
16 Pa hen devezo unan benag kredeet eun diaveziad,
Kemer he wiskamant ha goulen diganthan eur gaj, abalamour d’an diavezidi.
17 Ar bara prenet dre an dromplerez a zo plijuz d’an den ;
Mes goude he c’henou a vezo leuniet a c’hrean.
18 Ar venoziou a starta dre ar c’huzul ;
Gra eta ar brezel gant prudans.
19 An drouk-peder a ziskleri ar sekrejou ;
Pellaa eta euz an hini a gar digerri he vuzellou.
20 Lamp an hini a villig he dad pe he vam,
A vezo mouget en douna tevalijen.
21 An heritach tapet re vuhan da genta,
Na vezo ket benniget da ziveza.
22 Na lavar ket : Me a rento an droug ;
Mes en em fiz en Aotrou, hag he telivro ac’hanout.
23 Ar bouez doubl a zo en euzusted dirag an Aotrou,
Hag ar valans faos n’eo ket eun dra vad.
24 An Aotrou eo a ren kammejou an den ;
Penaoz eta he komprenfe an den he hent ?
25 Eur pech eo evit an den diskleria eur bromese zagr gant skanvadurez,
Ha, goude he westlou, evesaat c’hoaz.
26 Ar roue fur a bella ar re fall,
Hag a laka ar rod da drei varnezhei.
27 Spered an den a zo eul lamp a beurz an Aotrou ;
Furchal a ra dounderiou an ine.
28 Ar vadelez hag ar wirionez a ziwallo ar roue ;
Souten a ra he drôn dre he vadelez.
29 Nerz ar re iaouank eo ho gloar,
Hag ar bleo gwen eo enor ar re goz.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/569
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 20.
561