Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/570

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 21, 22.

30 Muntrerezou ar gouliou eo kastiz an den fall,
Evel an taoliou pere a dap bete dounderiou ar bouzellou.

21 Kaloun ar roue a zo en dorn an Aotrou evel eun dour-red ;
He drei a ra da gement a fell dezhan.
2 Ho11 henchou an den a zo eeün dirag he zaoulagad ;
Mes an Aotrou eo a bouez ar c’halounou.
3 Ober ar pez a zo just hag eeün,
A zo eun dra a gar an Aotrou muoc’h evit sakrifisou.
4 An daoulagad ourgouilluz hag ar galoun c’houezet eo lamp ar re fall ;
N’eo nemert pec’hed.
5 Sonjou ar re a zo labouruz a ro ar founuzder ;
Mes pep den diskiant a gwez er baourentez.
6 Labouret da gaout tenzoriou gant eun teod trompluz,
A zo kaout eur vogeden pehini a dec’h, klask ar maro eo.
7 Dastumerez ar re fall a vezo ho distruj,
Abalamour ma ho devezo refuzet ober ar pez a zo eeün.
8 Hent ar re goupabl a zo troidelluz ;
Mes an didamall a labour gant eeünder.
9 Gwelloc’h eo choum en korn eun doen,
Evit gent eur vreg enebez en eun ti bras.
10 Ine an den fall a c’hoanta an drouk,
Hag he nesa na gav ket a drugarez dirazhan.
11 Pa gastier ar goapeer, an diskiant a zeu fur,
Ha pa gelenner an den fur, hen deve skiant.
12 An den just a evesa euz ti an den fall,
Pa ema ar re fall diskaret en drouk-eur.
13 An hini a zerro he ziouskouarn da griaden an ezomek,
A grio ive he unan, ha na respountfer ket dezhan.
14 An donezon groet en kuz a zioula ar goler,
Hag ar prof roet er brucheda a zousa ar fulor vrasa.
15 Eur joa eo evit an den just ober ar pez a zo eeün ;
Mes spouron an oberourien a fallentez eo.
16 An den a bellaa euz hent ar brudans,
Hen devezo he choumaj en asamble ar re varo.
17 An den a gar ar joa, a vezo paour,
Hag an hini a gar ar gwin hag al lard, n’en em binvikao ket.
18 An den fall a vezo gobr an den just,
Hag an trompler hini ar re eeün.
19 Gwelloc’h eo choum en eun douar distro,
Evit gant eur vreg kozuz hag eskinerez.
20 An tenzoriou prisiuz hag an eol a zo en choumaj ar re fur ;
Mes an den diskiant a lounk anezhei.
21 An hini a glask ar reizder hag an drugarez,
A gavo ar vuez, ar reizder hag ar gloar.
22 An den fur a ia en kear an dud nerzus,
Hag e tiskar an nerz pehini a oa ar fizians.
23 An hini a ziwall he ine hag he deod,
A ziwall he ine euz an dristidigez.
24 Gervel a reer goapeer eun den raog hag ourgouilluz,
Pehini a labour gant koler ha raogentez.
25 C’hoant an didalvez he laz,
Dre ma ne c’houlen ket he zaouarn labouret.
26 Ne ra nemert c’hoantat hed an deiz ;
Mes ar gwirion a ro, ha na espern netra.
27 Sakrifis ar re drouk a zo eun euzusted
Pegement mui ma hen digasont en eur choant fall !
28 An test gaouiat a ieolo da goll ;
Mes an den a zelaou, a hello atao komz.
29 An den fall hen deuz eun aer ourgouilluz ;
Mes an den just a startao he hent.
30 N’en deuz na furnez, na skiant,
Na kuzul, evit herzel euz an Aotrou.
31 Ar marc’h a zo ornet evit deiz ar brezel ;
Mes an delivrans a zeu a beurz an Aotrou.

22 Ar brud mad a zo gwelloc’h evit ar madou bras,
Hag an estim evit an arc’hant hag an aour.
2 Ar pinvidik hag ar paour en em gav ;

562