Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/571

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 23.

An hini hen deuz groet anezhei ho daou eo an Aotrou.
3 An den aliet mad a ziaraog an drouk, hag en em laka en abri ;
Mes ar re diskiant a dremen abiou, hag a zoug ar boan a gement se.
4 Frouez an izelded hag euz doujans an Aotrou,
Eo ar binvidigez, ar gloar hag ar vuez.
5 Drein ha pechou a zo en hent an den fall ;
An hini a ziwall he ine, a bellao outhei.
6 Kelen an den iaouank hervez an hent a dle heuil ;
Pa zeuo zoken da vezo koz, na bellao ket outhan.
7 Ar pinvidik a reno var ar beoien,
Hag an hini a amprest a vezo servicher an den a brest.
8 An hini a had ar fallentez a vedo ar moged,
Ha gwalen he fulor he devezo fin.
9 Al lagad mad oberuz a vezo benniget,
Abalamour ma hen devezo roet euz he vara d’ar paour.
10 Kas kwit ar goaper, hag ar stourmadek a ielo da netra,
An enebiez hag an tamall a baouezo.
11 Ar roue eo minion an hini a gar ar burete a galoun,
Ha pehini hen deuz dere en he gomzou.
12 Daoulagad an Aotrou a ziwall ar furnez ;
Mes mezekaat a ra komzou an den fall.
13 An didalvez a lavar : Al leon a zo aze er meaz ;
Lazet he vezin dre ar ruou.
14 Genou an diaveziadezed a zo eur poull doun ;
An hini a enep pehini ema an Aotrou koleret, a gwezo ennhan.
15 Ar follentez a zo stag euz kaloun ar bugel ;
Mes ar walen a gasti hen pellao anezhan.
16 An hini a ra gaou euz ar paour evit en em binvidikaat,
A ro d’ar pinvidik, evit kweza en dienez.

17 PREST da skouarn, ha zelaou komzou ar re fur ;
Laka da galoun em gwiziegez.
18 Rag mad eo d’id ho miret ennout,
Ha ma choumfont dirag da vuzellou.
19 He rei a ran da glevet d’id hirie d’id da unan,
Evit ma vezo da fizians en Aotrou.
20 N’em euz ket dija skrivet evidout
Var ar c’huzul ha var ar wiziegez,
Evit kelen d’id traou zur, komzou a wirionez ;
21 Abalamour ma respounti dre gomzou a wirionez d’ar re a c’houlen euz da aliou ?

22 NA ziwisk ket ar paour, abalamour ma eo paour,
Ha na wask ket an ezomek en da zor.
23 Rag an Aotrou a zifenno anezhei,
Hag a ziwisko ine ar re ho devezo diwisket.
24 Na vez ket kensort an den koleruz,
Ha ne’z a ket gant an den fuloret ;
25 Gant aoun na ziskfez he henchou,
Ha na vefent eur pech d’az ine.
26 Na vez ket euz ar re a sko en dorn,
Nag a gred evit ar dlez.
27 Ma n’az pije ket peadra da bea,
Fellout a raje d’id, e vije kemeret da wele a zindan out ?
28 Na ziblas ket an harz koz
Ho deuz da dadou lakeat.
29 Gwelet hec’h euz-te eun den ijinuz en he labour ?
Beza e vezo en zervich ar rouane,
He nan en hini an dud a vicher izel.

23 Pa vezi azezet da zibri gant eur prins,
Laka even euz ar pez a vezo dirazout
2 Anes he lakai ar gontel en da c’houzouk,
Mar mestroni da naoun ac’hanout.
3 Na c’hoanta ket he lipouziri ;
Rag eur boued trompluz eo.
4 N’en em skwiz ket d’en em binvidikaat ;
Na laka ket da spered en kement se.
5 Perag teurel da zaoulagad var madou pere prest na vefont ken ?
A-dra-zur en em rafont diouaskel,
Evel an egl pehini a nij var zu an envou.
6 Na zebr ket bara an hini a zo aviuz,
Ha na, c’hoanta ket he lipouziri.
7 Rag kuzet a ra he sonj en kreiz he ine.
Lavaret a raio mad d’id : Debr hag ev ;

563