Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/572

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 24.

Mes he galoun n’ema ket ganez.
8 C’hweda a ri an tam az pezo debret,
Hag ez pezo kollet da gomzou kaer.
9 Na gomz ket pa zelaou eun diskiant ac’hanout ;
Rag disprija a raio ar brudans euz da gomzou.
10 Na ziblas ket an harz koz,
Ha n’ez a ket en parkeier ar vinored ;
11 Rag ho vanjer a zo galloudek ;
Pledi a raio ho c’haoz a enep d’id.
12 Laka da galoun d’ar gellenadurez,
Ha da ziouskouarn da gomzou ar wiziegez.
13 Na espern ket ar gastiz d’ar bugel iaouank ;
Pa ez pezo skoet ganthan gant ar walen, na varvo ket.
14 En eur skei anezhan gant ar walen,
He telivri he ine euz ar bez.
15 Va mab, mar d’eo da galoun fur,
Va c’haloun en em laouenao ;
Ia, me va unan en em laouenao ;
16 Ha va c’hroazellou a drido a joa,
Pa gomzo da vuzellou gant reizder.
17 Ra na gaso ket da galoun a avi d’ar bec’herien ;
Mes en em ro da zoujans an Aotrou dalc’hmad.
18 Rag a-dra-zur eun achu mad a vezo a gement se,
Ha da c’hortoz na vezo ket troumplet.
19 Te, va mab, selaou, ha deuz fur,
Ha laka da galoun en hent mad.
20 Na vez ket gant an everien win,
Na gant ar re a gar ar cher vad.
21 Rag an ever hag al lonker a zeuo paour,
Hag ar c’housker a zougo druliou.
22 Zelaou da dad ; hen eo hen deuz roet ar vuez d’id ;
Ha na zisprij ket da vam pa vezo deuet da veza koz.
23 Pren ar wirionez, ha na werz ket anezhi ;
Pren ar furnez, an diskamant hag ar brudans.
24 Tad an den just hen deuz eur joa vras ;
Hag an hini hen devezo lakeat eur bugel fur er bed, a vezo euruz.
25 Ra en em laouenao da dad ha da vam,
Ha ma vezo leuniet a joa an hini hen deuz da c’hanet.
26 Va mab, ro d’in da galoun,
Ha ra lakao da zaoulagad evez euz va henchou.
27 Rag ar vreg fall a zo eur poull doun,
Hag an diaveziadez eur punz henk.
28 Dre ze en em dalc’h en get evel eul laer,
Hag he lakao meur a zen disleal.
29 Da biou ar c’hlem ma : Drouk-eur varnoun ? Da biou : Alas ? Da biou an disputou ?
Da biou an drouz. Da biou ar blesseur hep abek ?
Da biou ar ruzder euz an daou-lagad ?
30 D’ar re a choum tost d’ar gwin,
Ha pere a ia da glask ar gwin mesket.
31 Na zell ket euz ar gwin pa ve ruz,
Pa lugern er c’halei, ha pa red eazet.
32 Abarz ar fin he krog evel an aer,
Hag he pik evel ar bazilik.
33 Goude da zaoulagad a zello euz ar gragez diaveziad,
Ha da galoun a gomzo en eun doare direiz ;
34 Ha beza e vezi evel an hini a gousk en kreiz ar mor.
Hag evel an hini a gousk var beg eur wernien.
35 Pilet oun bet, a lavari, ha n’em euz drouk ebet ;
Skoet oun bet, ha n’em euz ket santet.
Pa zifunin ez in adare da glask.

24 Na zouk ket a avi d’ar re fall,
Ha na c’hoanta ket beza ganthei.
2 Rag ho c’haloun a sonj en distruj
Hag ho muzellou a gomz euz noazout.
3 Dre furnez eo e vezo savet an ti,
Ha dre ar skiant eo he vezo starteet.
4 Ha dre ar wiziegez eo he vezo ar c’hamprou leuniet.
Euz an holl vadou prisiuz ha deread.
5 An den fur a zo leun a nerz,
Hag an den skiantek a zeu galloudek.
6 Rag gant ar brudans eo he ve groet ar brezel,
Hag ar viktoar a zepant euz an niver euz ar guzulierien.
7 Ar skiant a zo savet re huel evit eun diskiant ;
Na zigorro ket ar genou en doriou.
8 An hini a sonj ober drouk,
A vezo galvet mestr en drougiez.
9 Eur c’hoant fall a zo eur follentez,
Hag ar goapeer a zo en euzusted dirag an dud.

564