Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/573

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 25.

10 Mar kollez kourach en deiz an dristidigez,
Da nerz a vezo bihan.
11 Delivr ar re a zo stlejet d’ar maro,
Ha pere a zo var vâr da veza lazet.
12 Mar leverez : Setu, n’hon deuz anavezet netra ;
An hini a bouez ar c'halounou ha na glevo hen ket ?
Hag an hini a ziwall da ine ha na wezo hen ket ?
Ha na rento hen ket da bep hini hervez he œuvr ?
13 Va mab, debr mel, rag mad eo,
Hag an diren vel, pehini a zo dous d’az staon.
14 Evel ma vezo anaoudegez ar furnez d’az ine ;
Pa ez pezo he gavet, ma vezo eun achu mad,
Ha da c’hortoz na vezo ket tromplet.
15 Den fall, na stin ken a bechou a enep choumaj an den just,
Ha na ziskar ket he choumaj.
16 Rag an den just a gwezo seiz gwech, hag e vezo adsavet ;
Mes ar re drouk a vezo taolet er gwal-eur.
17 Pa vezo kwezet da enebour, n’en em laouena ket ;
Ha pa vezo diskaret, ra na drido ket da galoun ;
18 Gant aoun na welfe an Aotrou, ha na zisplijfe kement se dezhan,
Ha na zistrofe outhan ar goler.
19 N’en em fulor ket abalamour d’ar re a ra an drouk ;
Na zouk ket avi d’ar re fall ;
20 Rag n’euz tec'h ebet evit an hini a ra an drouk,
Ha lamp ar re drouk a vezo mouget.
21 Va mab, bez doujans an Aotrou hag ar roue,
Ha n'en em vesk ket gant an dud finvuz.
22 Rag ho diskar a zeuo en eun taol,
Ha piou a anavez an drouk-eur en em gavo d’an eil rum ha d’egile ?

23 SETU ama c’hoaz ar pez a zeu euz ar re fur :
N’eo ket mad lakaat evez euz diaveaz an dud er varnidigez.
24 An hini a lavar d’an drouk : Te a zo just,
Ar boblou a villigo anezhan, hag ar broadou hen kasao.
25 Mes ar re a groz anezhan en em gavo mad ;
Varnezhei he teuo ar vennoz hag an eur-vad.
26 An hini a respount gant eeünder da unan benag,
A ro dezhan eur pok var he vuzellou.
27 Kempen da labour en diaveaz,
Ha laka urz ez park ; ha goude he savi da di.
28 Na vez ket test a enep da nesa hep red ;
Fellout a rafe d’id trompla gant da vuzellou ?
Bez aoun rag trompla dre da gomzou.
29 Na lavar ket : Me a raio dezhan evel ma hen deuz groet d’in ;
Rei a rin d’an den ze hervez he oberiou.
30 Tremenet em euz tost da bark an didalvez,
Ha tost da winien an den diskiant ;
31 Ha setu, an askol a greske dre holl ;
An drez a c’holoe anezhei,
Hag e voger vein a oa kwezet.
32 Pa weliz kement se, e sonjiz en ze ;
Evesaat a riz, hag he tenniz kelennadurez.
33 Eun nebeut kousket, eun nebeut morgousk,
Kroaza eun tam an daouarn evit diskwiza,
34 Ha da baourentez a zeuo evel eun tremener,
Ha da gernes evel eun den armet.

25 SETU c’hoaz lavarou Salomon, skrivet gant tud Ezekiaz, roue Juda.
2 Gloar Doue eo kuzet an traou ;
Mes gloar ar rouane eo furchal an afferou.
3 Na heller ket furchal an envou, abalamour d’ho huelder, nag an douar, abalamour d’he dounder,
Na kaloun ar rouane.
4 Lam ar merkl euz an arc'hant,
Hag he teuo anezhan eur vesel gaer evit an teuer.
5 Lam an den fall a zirag ar roue,
Hag he drôn a vezo starteet dre ar reizder.
6 Na ra ket ar manifik dirag ar roue,
Ha n'en em laka ket en renk ar re vras.
7 Rag gwelloc’h eo he vefe lavaret d’id : Pin ama,
Evit ma vefez izeleet dirag ar prins hen deuz da zaoulagad gwelet.
8 Na hast ket mont kwit evit pledi,
Gant aoun na wefez ket abarz ar fin petra da ober,

565