Goude ma hen devezo da amezeg da lakeat nec’het.
9 Pled da gaoz a enep da nesa ;
Mes na ziskleri ket ar sekret da unan all ;
10 Gant aoun euz hen anaout, n’az golofe a vez ha n’az pefe eur blam,
Pehini na vefe ket lamet.
11 Eur gomz lavaret en he amzer
A zo evel avalou aour en panerou arc’hant.
12 Pa grozer d’an den fur pehini he deuz ar skouarn zentuz,
Eo evel eur walen aour, pe evel eur c'hreunen aour fin.
13 Ar c’hannad leal a zo d’ar re a gas anezhan
Evel freskadurez an nerc’h en amzer ar vederez,
Hag e ra vad da ine he vestr.
14 An hini en em veul gant faosente euz he vadelezou
A zo evel ar goabrennou hag ar avel hep glao.
15 Ar prins a zo pleget dre ar basianted,
Hag an teod dous a vruzun an eskern.
16 Pa ez pezo kavet mel, debr outhan, mes nan muoc'h evit a zo red ;
Gant aoun o kemer re, na dolfez anezhan.
17 Er memeuz doare, laka nebeuta ma helli da droad en ti da nesa
Gant aoun na vefe leuniet ac’hanout ha n’hen defe kaz ouzit.
18 An den a zoug eun desteni faos a enep he nesa,
A zo evel eur morzol, eur c'hleze hag eur mir lem.
19 Ar fizians en eun den fall en deiz an dristidigez,
A zo eun dant pehini a dor, hag eun troad pehini a ruz.
20 An hini a gân zoniou da eur galoun glac'haret,
A zo evel an hini a lam he vantel en eun amzer ien, hag evel gwin egr war an nitr.
21 Mar hen deuz da enebour naoun, ro dezhan bara da zibri ;
Ha mar hen deuz sec’hed, ro dezhan dour da eva.
22 Rag glaou tân eo a zastumi var he benn,
Hag an Aotrou hen rento d’id.
23 Avel an hanter-noz a ro ar glao,
Hag an teod a zroug sonj en kuz a brodu ar visach fuloret.
24 Gwelloc’h eo choum en korn eun doen,
Evit gant eur vreg krozuz en eun ti bras.
25 Keloiou mad digaset euz eur vro bell,
A zo evel dour fresk da eun den hen deuz sec’hed ha skwiz.
26 An den just a gwez dirag an den fall,
A zo evel eur feunteun bouillennek hag eur vammen gollet.
27 N’eo ket mad dibri re a vel,
Ha furchal an traou doun a zo eur zam.
28 An den n’eo ket mestr dezhan he unan,
A zo evel eur gear el lec’h ma ez euz freuzaden ha pehini a zo hep moger.
26 Evel an nerc’h en hanv, hag ar glao enpad ar vederez,
Evel se ar gloar na zere ket da eur zot.
2 Evel ma tec’h eun evn, hag evel ma nij ar gwennili,
Evel se ar valloz na veriter ket, na zeuo ket.
3 Ar fouet a zo evit ar marc'h, ar brid evit an azen,
Hag ar vaz evit kein ar re diskiant.
4 Na respount ket d’ar zot hervez he zotis,
Gant aoun na zeufez henvel outhan.
5 Respount d’ar zot hervez he zotis,
Gant aoun na sonjfe he vefe fur.
6 An hini a gas kannaded dre euz zot, en em droc'h he dreid,
Hag a ev ar boan euz an noaz hen deve groet dezhan.
7 Evel ma ema diouc’har am ampufur hep nerz,
Evel se ema eur zetans en genou an diskiant.
8 Ober enor d’an diskiant, a zo lakaat
Eur mean prisiuz en eur bern mein.
9 Komzou zetansuz en genou eun diskiant,
A zo evel eun drein en dorn eun den mezo.
10 An hini a gemer en he zervich ar re diskiant hag ar re genta deued,
A zo evel eun archer pehini a vless an holl.
11 Evel ma tistro ar c’hi d’ar pez hen deve c'hwedet,
Evel se he tistro ar zot d’he follentez.
12 Gwelet hec’h euz-te eun den pehini a gred beza fur ?
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/574
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 26.
566