Muoc'h a zo da esperi er zot evit ennhan.
13 An didalvez a lavar : Al leon bras a zo en hent,
Al leon a zo dre ar ruou.
14 Evel ma tro an nor var he budurennou,
An didalvez a dro var he wele.
15 An didalvez a sik he zorn er plad,
Hag hen deuz poan ho tigas anezhan d’he c’henou.
16 An didalvez en em gred furoc'h
Evit seiz den pere a oar respount gant skiant vad.
17 Ann hini pehini, en eur dremen, en em laka en fulor divarben eun enebiez ha na zell netra anezhan,
A zo evel an hini a grog en eur c’hi dre he ziouskouarn.
18 Evel ma eo ar furiuz pehini a daol glaou,
Mirou hag ar maro,
19 Evel se eo an den pehini a drompl he vinion,
Ha pehini a lavar : Ha ne oa ket evit c'hoari ?
20 An tân a varo dre vank a goad ;
Evel se pa ne vezo diskulier ebet an enebiezou a baouezo.
21 Ar glaou a zo evit ober ludu, hag ar c'hoad evit ober tân.
Hag an den eneber evit bouta d’an enebiezou.
22 Komzou eun diskulier a zo evel lipouziri ;
Mes disken a reont bete diabarz ar bouzellou.
23 Ar muzellou devuz hag ar galoun fall
A zo evel eon arc’hant gant pehini he liver eur pot pri.
24 Ann hini a gasa, a guz en eur gomz ;
Mes en he ziabarz he kranch ar faosoni.
25 Pa gomzo deread, na gred ket anezhan ;
Rag seiz euzusted a zo en he galoun.
26 Drougiez an hini en em guz he gasoni evit ober fall,
En em dizoloo en assamble.
27 An hini a doul eur poull, a gwezo ennhan,
Hag ar mean a zistroo var an hini a rul anezhan.
28 An teod faos a gasa an hini hen deve diskaret,
Hag ar gennou a zrouk-ped a laka da gweza.
27 N’en em veul ket euz an deiz varc'hoaz ;
Rag na ouzout ket petra a hell an deiz se genel.
2 Ra veulo unan all ac’hanout, ha nan da c’henou da unan ;
Ra vezo eun diaveziad, ha nan da vuzellou.
3 Ar mean a zo pouezuz hag an treaz a zo pouner ;
Mes koler an diskiant a zo pouezuzoc’h an eil evit egile.
4 Ar goler a zo kriz ; hag ar fulor a zo evel eun diluj ;
Mes piou hello herzel dirag ar jalouzi ?
5 Eur c’hroz digor a dal gwelloc’h ?
Evit eur garante guzet.
6 Ar gouliou groet gant an hini a gar, a zo gwirion ;
Mes pokou an hini a gasa a zo trompluz.
7 An hini a zo leuniet a vac'h gant he dreid an dirennou mel ;
Mes an hini hen deuz naon a gav dous ar pez zoken a zo c’hwero.
8 Evel ma ema eul lapous pehini a gerz pell euz he nez,
Evel se ema an den pehini a bella euz he choumaj.
9 An eol hag ar parfum a laouena ar galoun ;
Evel se ema douster eur minion a behini ar c'huzul a zeu euz ar galoun.
10 Na gwita ket da vinion, na minion da dad,
Ha na ket en ti da vreur en deiz da dristidigez ;
Rag eun amezeg mad tost, a dal muoc'h evit eur breur pehini a zo pell.
11 Va mab, bez fur, ha laouena va c'haloun,
Hag me hello respount d’an hini a raio rebechou d’in.
12 An den aliet mad a ziaraog an drouk, hag en em laka en abri ;
Mes ar re diskiant a dremen ebiou hag a zoug ar boan a gement se.
13 Pa hen devezo unan benag kredeet eun diaveziad, kemer he vantel ;
Goulen outhan eur gaj, abalamour d’an diavezidi.
14 An hini a vennig he vinion a vouez huel abred euz ar beure
A vezo evel pa villigfe anezhan.
15 Eur c’hân dour kendalc’huz en amzer ar glao bras,
Hag eur vreg krozuz, kement se a zo unan.
16 Nep a fell dezhan he herzel a esa herzel an avel
Ha derc’hel eol en he zorn.
17 Evel ma lem an houarn an houarn,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/575
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
LAVARIOU, 27.
567