Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/576

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 28.

Evel se eun den a lem eun den all,
18 An hini a ziwall ar wezen fiez, a zebro euz he frouez ;
Evel se an hini a ziwall he vestr a vezo enoret.
19 Evel ma respount ar visach en dour da eur visach all,
Evel se kaloun an den a respount da galoun eun den all.
20 Ar bez hag ar poull ne vent biken leuniet ;
Er memeuz doare, daoulagad an den na vent kamet gwalc’het.
21 An arc’hant a ve esaet dre ar forn, an aour dre ar fornigel ;
Hag an den a zo barnet hervez he vrud.
22 Pa bil fez eun den diskiant en eul louar, entouez ar greun, gant eur pilouer,
He follentez n’en em distag fe ket outhan.

23 LAKA da galoun da anaout stad da zenved,
Ha laka evez euz da dropellou.
24 Rag ar pinvidigezou na badont ket atao,
Hag ar gurumen na choum ket a oad en oad.
25 Ar foen a ve dastumet hag ar ieot en em diskwez,
Ha ieot ar meneziou a zo dastumet.
26 An oaned a vezo evit da wiska,
Hag ar bouc’hed evit pea ar park.
27 Ha founusder al leaz girvi a vezo evit da voued, evit bevans da di,
Hag evit buez da vitizien.

28 AN den fall a dec’h hep ma ez eer var he lerc’h ;
Mes an den just hen deuz assurans evel al leon iaouank.
2 Pa ve eur vro en diroll, he ve meur a vestr ;
Mes ar gouarnamant a zo starteet gant eun den fur ha skiantek.
3 Eun den paour, pehini a vac’h ar re vihan,
A zo eur glao pehini a zistruj hag a ra d’ar bara mankout.
4 Ar re a zilez al lezen, a veula ar re fall ;
Mes ar re a vir al lezen, a ra brezel dezhei.
5 An dud en em roet d’ar fall na gomprenont ket ar pez a zo just ;
Mes ar re a glask an Aotrou a glev holl.
6 Ar paour a vale en he eeünder, a dal muoc’h
Evit an hini a behini eo distroet an henchou hag a zo pinvidik.
7 An hini a vir al lezen a zo eur bugel gwiziek ;
Mes an hini en em blij gant ar re dizurz a ra mez d’he dad.
8 An hini a gresk he vadou dre vad ha dre bisouni,
Hen dastum evit an hini pehini hen devezo truez euz ar beorien.
9 Mar distro unan benag ar skouarn evit na zelaouo ket al lezen,
He beden zoken a zo eun euzuzted.
10 An hini a laka an dud eeün d’en em goll en eun hent fall
A gwezo er poull hen devezo groet ;
Mes an dud eeün a herito an eur-vad.
11 An den pinvidik a sonj beza fur ;
Mes ar paour a zo skiantek en furcho.
12 Pa en em laouena ar re just, ar gloar a zo bras ;
Mes pa en em sav ar re fall, pep hini en em guz.
13 An hini a guz he bec’hejou na brospero ket ;
Mes an hini a ansav anezhei hag ho dilez, hen devezo trugarez.
14 Euruz eo an den pehini a zo dalc’hmad en doujans ;
Mes an hini a galeta he galoun a gwezo er glac’har.
15 An den fall pehini a ren var eur bobl paour
A zo eul lein iuduz hag eun ourz naounek.
16 Ar prins a vank a skiant a ra kals a draou fall ;
Mes an hini a gasa ar gounid dishonest a hiraio he zeiziou.
17 An den karget a oad an den
A dec’ho bete ar poul : ra na zalc’ho den anezhan !
18 An hini a vale en eeünder a gav ar zilvidigez ;
Mes an hini en em distro evit heuil daou hent, a gwezo en unan anezhei.
19 An hini a labour he zouar a vezo leuniet a vara ;
Mes kensort an didalvez a vezo leuniet a vizer.
20 An den leal a vezo leuniet a vennoziou ;
Mes an hini a hast en em binvidikaat, na choumo ket digasti.
N’eo ket mad lakaat evez euz diaveaz an dud ;
Rag evit eun tam bara eun den a rafe an drouk.

568