Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/577

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 29.

22 An den aviuz a hast en em binvidikaat,
Ha ne oar ket en em gavo an dienez ganthan.
23 An hini a groz da unan benag, a achuo dre veza karet
Dreist an hini a zrouk-ped gant he deod.
24 An hini a laer he dad pe he vam, ha pehini a lavar n’eo ket eun torfad,
Eo kensort an droug oberer.
25 An hini hen deuz ar galoun c’houezet a vout d’ar c’hrosmol ;
Mes an hini en em zuraa en Aotrou a vezo leuniet.
26 An hini en em fiz en he galoun he unan, a zo eun diskiant ;
Mes an hini a vale er furnez, a vezo delivret.
27 An hini a ro d’ar paour, n’hen devezo ken a gernes ;
Mes an hini a zistro he zaoulagad a ze, a founuso en malloziou.
28 Pa zav ar re fall, pep hini en em guz ;
Mes pa varvont, ar re wirion gresk.

29 An den pehini, o veza reprenet, a reud he c’houzouk,
A vezo buhan bruzunet, hep ma vefe iec’hed.
2 Pa ve ar re wirion an niverusa, ar bobl en em laouen ;
Mes pa ren an den fall, ar bobl a huanad.
3 An den pehini a gar ar furnez, a laouena he dad ;
Mes an hini en em blij gant ar re dizurz, a goll ar binvidigez.
4 Ar roue a starta ar vro dre ar reizder ;
Mes an hini a gar ar profou hen distruj.
5 An den pehini a zrouk-ped gant he nesa,
A stin eur pech dindan he gamejou.
6 Eur pech a zo en fallentez ar re drouk ;
Mes an den just a gan hag en em laouena.
7 An den just a gemer anaoudegez en kaoz ar beorien ;
Mes an den fall na ra van ebet a ze.
8 An dud goaperien a c’houez an tân en kear ;
Mes ar re fur a zioula ar goler.
9 Eun den fur a stourm gant eun den diskiant,
Pe en em facho pe he c’hoarzo, n’hen devezo ket a ehan.
10 An dud a oad a gasa an den eeün :
Mes an dud eeün a ziwall he vuez.
11 An diskiant a laka er meaz kement hen deuz en he spered ;
Mes ar fur he moug hag he dalc’h.
12 Pa brest ar prins he skouarn d’ar gaou,
He holl zervicherien a zo drouk.
13 Ar paour hag ar gwasker en em 13 diaraog ;
An Aotrou eo a sklera daoulagad an eil hag egile.
14 Trôn ar roue pehini a rent ar reizder d’ar beorien hervez ar wirionez,
A vezo starteet da virviken.
15 Ar walen hag ar c’hrog a ro ar furnez ;
Mes ar bugel lezet ennhan he unan a ra mez d’he vam.
16 Pa ve ar re drouk an niverusa, an torfedou a gresk ;
Mes ar re just a welo ho distruj.
17 Kastiz da vugel, hag he roio d’id diskwiz,
Hag e raio joa da ine.
18 Pa ne ve gwelidigez ebet, ar bobl a zo hep brid ;
Mes euruz eo an hini a vir al lezen !
19 N’eo ket dre gomzou eo he kastier eun esklav ;
Rag klevet mad a ra, mes na respount ket.
20 Gwelet ec’h euz-te eun den diboell en he gomzou ?
Muoc’h a zo da esperout en eur zot evit ennhan.
21 Ar zervicher a vezo er fin mab an hini
A vev anezhan dilikat adaleg he iaouankiz.
22 An den koleruz a vout d’an enebiezou,
Hag an den erez a ra kalz a wallou.
23 Ourgouil an den hen izelaa ;
Mes an hini a zo izel a spered, hen deve gloar.
24 An hini a loden gant eul laer, a gasa he ine ;
Klevet a ra al le a gazidigez, ha na ziskler netra.
25 An doujans a zo euz an den, a ra kweza er pech ;
Mee an hini en em zura en Aotrou hen devezo eur voden huel.
26 Kalz a adklask faver an hini a ren ;
Mes an Aotrou eo a ra eeünder da bep hini.
27 An den fall a zo en euzuzded d’ar re just,
Hag an hini a ia eeün a zo en euzusted d’an den fall.