30 KOMZOU Agur, mab Jake.
Giriou a ziskleriaz an den ze evit Ithiel, evit Ithiel hag Ukal.
2 A-dra-zur me eo an diveza euz an holl dud ;
N’em euz ket skiant eun den.
3 N’em euz ket disker ar furnez ;
Ha ne anavezan ket gwiziegez ar zent.
4 Piou a zo piniet en envou, pe piou a zo diskennet ac’hane ?
Piou hen deuz dastumet an avel en he zaouarn ?
Piou hen deuz dastumet an doureier en he wiskamant ?
Piou hen deuz reizet holl harzou an douar ?
Pez hano hen deuz, ha pehini eo hano he vab ? Hen anaout a rez ?
5 Holl c’hir Doue a zo pureet ;
Eun diren eo evit ar re ho deuz digemer ennhan.
6 Ne lake netra er giriou ma,
Gant aoun na grosmolfent ac’hanout, ha na vez kavet gaouiat.
7 Goulennet em euz ouzit daou dra ; N’ho refus ket d’in araog ma varvin.
8 Pella ouzin an ourgouil hag ar gomz gaouiat.
Na ro d’in na paourentez, na pinvidigez ;
Bev ac’hanoun euz bara ma ordinal ;
9 Gant aoun ma nac’hfen ac’hanout er founusder, ha ma lavarfen : Piou eo an Aotrou ?
Gant aoun ive er baourentez na laerfen,
Ha na gemerfen en vên hano va Doue.
10 Na damal ket ar zervicher dirag he vestr,
Gant aoun na villigfe ac’hanout ha na erufe drouk ganez.
11 Beza ez zo eun hevelep den hag a villig he dad,
Ha na vennig ket ha vam.
12 Beza ez zo eur ras tad hag en em gred pur,
Ha pere koulskoude n’eo ket gwalc’het euz he lousouni.
13 Beza ez zo eur ras tud a bere an daoulagad a zo ourgouilluz,
Hag ar malvennou savet.
14 Beza ez zo eur ras tud a bere an dent a zo evel klezeier,
Hag a bere ar janvedou a zo kontellu,
Evit devori re c’hlac’haret an douar hag ar beorien a douez an dud.
15 Ar waderez he deuz diou verc’h, pere a lavar : Digas, digas !
Beza ez zo tri zra pere n’en em walc’hont ket,
Pevar zoken pere na leveront ket : Awalc’h eo !
16 Ar bez, ar vreg dibrodu,
An douar n’eo ket gwalc’het a zour,
Hag an tân, pehini na laver ket ; Awalc’h eo !
17 Brini an dour-red a greuvo lagad
An hini a ra goab euz he dad
Hag a zisprij kelennadurez he vam,
Ha re vihan an egl a zebro anezhan.
18 Tri zra a zo ha na gomprenan ket,
Pevar zoken ha na anavezan ket :
19 Merk an egl en êr,
Merk an aer var eur roc’h,
Hent eul lestr en kreiz ar mor,
20 Ha roud an den er plac’h iaouank.
Evel se eo buez ar vreg avoultr ;
Dibri a ra, hag he torch he genou ;
Goude he lavar N’em ens ket groet a zroug.
21 An douar a gren abalamour da dri zra,
Pevar zoken, ha ne hell ket ho dougen :
22 Evit eur zervicher a ren,
Evit eun diskiant pehini a zo leuniet a voued,
23 Evit eur vreg kaseet pa eo dimezet,
Hag ar vatez pa ziberc’hen he mestrez.
24 Ar pevar dra, vihan ze euz an douar, a zo fur,
Leun a furnez :
25 Ar merien a zo eur bobl hep nerz,
Hag he kempennont en hanv ho boued ;
26 Ar gounikled, pobl dinerz,
Hag a laka koulskoude he di er reier ;
27 Ar c’hileien-raden n’ho deuz ket a roue,
Hag a ia koulskoude er meaz holl dre vandennou ;
28 Ar genviden a groz en daou dorn,
Hag a ia en palezou ar roue.
29 Setu ama tri zra hag a zo brao en ho doare,
Ha pevar pere a zo kaer o vale :
30 Al leon, nerzus entouez al loened,
Ha pehini n’ez a ket var adren dirag netra ;
31 Ar marc’h, gant he groazellou gwisket, hag ar bouc’h ;
Hag ar roue gant pehini n’euz ket da herzel.