Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/579

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

LAVARIOU, 31.

32 Mar hec’h euz groet follentez, euz en em zevel da unan,
Ha mar ec’h euz sonjet en drouk laka an dorn var ar genou !
33 Rag gwaskadurez al leaz a ro an amann,
Gwaskadurez ar fri a ro ar goad,
Ha gwaskadurez ar goler, a brodu an dispac’h.

31 KOMZOU an roue Lemuel, giriou dre bere he kelennaz he vam anezhan.
2 Petra, va mab ? Petra, mab va c’haloun ?
Petra eta, mab va gwestlou ?
3 Na ro ket da nerz d’ar merc’hed,
Na da henchou d’ar re a goll ar rouane.
4 N’eo ket d’ar rouane, Lemuel, n’eo ket d’ar rouane eva ar gwin ;
Na d’ar brinsed c’hoantaat an evach mezvuz ;
5 Gant aoun na evfent ha n’ankwezfent ar pez a zo gourc’hemennet,
Ha ma zinersfent droet holl vibien an izelded.
6 Roet an evach mezvuz d’an hini a ia da goll,
Hag ar gwin da re ho deuz c’hwervder en ho ine ;
7 Ma evo, ha ma ankwezo he baourentez,
Ha ma n’hen devezo ken sonj euz be drubul.
8 Digor da c’henou evit ar mud,
Evit droet holl vibien an dilez.
9 Digor da c’henou, rent ar reizder,
Ha barn ar glac’haret hag an ezomek.

10 EUR vreg nerzus, piou he c’havo ?
He fris a zo dreist hini ar perlez.
11 Kaloun he fried en em fiz ennhi,
Ha ne vanko ket dezhan a ziwisk ;
12 Ober a ra vad dezhan, ha nan drouk,
Enpad he vuez.
13 Klask a ra gloan ha lin,
Hag he labour gant eun dorn joaus.
14 Beza ema evel listri eur marc’hadour,
A bell he laka he bara da zont.
15 Sevel a ra pa ema c’hoaz noz,
Hag he ro ar boued d’he zi,
Hag al labour d’he mitizien ;
16 Sonjal a ra en eur park, hag he pren anezhan,
Euz frouez he daouarn he planter eur winien.
17 Gouriza a ra a nerz he c’hroazellou,
Hag e starta he divrec’h ;
18 Tave a ra eo mad he zrafik ;
He lamp ne vouk ket en noz ;
19 Lakaat a ra he dorn er werzit,
Hag he bizied a zalc’h ar geid.
20 Digerria a ra he dorn d’ar glac’haret,
Hag he c’hasten he douarn d’an ezomek.
21 Ne deuz ket a aoun euz an erc’h evit he zi,
Rag he zi holl a zo gwisket a c’hloan kramoizi.
22 Ober a ra tapisou ;
He dillad a zo lin moan hag a skarlad.
23 He fried a anavezer euz dor kear,
Pa ema azezet eno gent re ansien an douar.
24 Ober a ra lin, hag e werz anezhei ;
Ha rei a ro dillad lin d’ar marc’hadour ;
25 He dillad a zo nerz ha manifisans,
Ha goab a ra euz an deiz var-lerc’h ;
26 Digerri a ra he genou gent furnez,
Hag al lezen hag ar c’hras a zo var he zeod ;
27 Evesa a ra doare he zi,
Ha na zebr ket bara an didalvoudegez.
28 He mibien a sav, hag he lavar euruz ;
He fried a veul anezhi ;
29 Meur a blac’h ho deuz labouret nerzus ;
Mes te a zo dreisthei holl !
30 Gaou eo ar goantiri ;
Mogeden eo ar gaerder!
Ar vreg a zouj an Aotrou eo an hini a vezo meulet.
31 Roet dezhi euz frouez he daouarn,
Ha ma veulo he labouriou anezhi en tal doriou kear.


————
571