14 An den fur hen deuz he zaoulagad en he ben, hag an den diskiant a vale en devalijen ; mes anavezet em euz ive penaoz eur memeuz droug-eûr a eru ganthei holl. 15 Hag em euz lavaret em c’haloun : Eruout a raio ganen evel gant an diskiant. Perag eta ez oun bet furoc’h ? Hag em euz lavaret em c’haloun penaoz kement se ive a zo eun avel. 16 Ar sonj euz an den fur na bado ket pelloc’h evit hini an den diskiant ; pa eo gwir, en deiziou da zont, kement zo abaoe pell a vezo ankwezet. Penaoz e varv an den fur evel an den diskiant ? 17 Hag em euz kasaet ar vuez ma ; rag an traou a reer dindan an heol a zo displijet d’in ; rag kement zo a zo avel ha poan spered.
18 Hag em euz kasaet an holl labour em euz groet dindan an heol ; abalamour ma lezin anezhan d’an den a zeuo var va lerc’h. 19 Ha piou a oar pe e vezo fur pe diskiant ? Koulskoude, e vezo mestr euz an holl labour da behini ez oun en em roet, hag euz ar pez em euz groet gant furnez dindan an heol. Kement se ive a zo eun avel. 20 Dre ze oun en em lakeat da esperi netra ken euz an holl labour da behini oun en em roet dindan an heol. 21 Rag eun hevelep den hen deuz labouret gant furnez, gwiziegez ha prosperite, hag e lez holl en heritach d’an den pehini n’hen deuz ket labouret da gement se. Kement se ive a zo eun avel hag eun dra fall. 22 Petra a van gant an den, en gwirione, euz he holl labour, hag euz poan he galoun, euz ar pez a behini en em skwiz dindan an heol ? 23 Rag he holl deiziou n’int nemert glac’har, hag he labour nemert enkrouez ; memeuz en noz he galoun na ziskwiz ket. Kement se ive a zo eun avel.
24 N’eo ket gwelloc’h d’an den, dibri hag eva, ha lakaat he galoun da jouisa a vad ober, en kreiz he labour ? Gwelet em euz ive, e teue kement se a zorn Doue. 25 Piou, en gwirionez, hen deuz debret, hag a zo en em laouenaet muoc’h evidoun me ? 26 Rag Doue a ro d’an den a blij dezhan, ar furnez, ar skiant hag ar joa ; mes rei a ra d’ar pec’her ar garg da dapout ha da zastum, evit rei d’an hini pehini a zo kavet mad gant Doue. Kement se ive a zo eun avel hag eur boan spered.
3 Da bep tra he goulz, ha da bep affer dindan an envou, he amzer. 2 Beza a zo eun amzer da c’henel, hag eun amzer da vervel ; eun amzer da blanta, hag eun amzer da denna ar pez a zo plantet ; 3 eun amzer da laza, hag eun amzer da iac’haat ; eun amzer da freuza, hag eun amzer da zevel ; 4 eun amzer da wela, hag eun amzer da c’hoarzin ; eun amzer da hirvoudi, hag eun amzer da lampad a joa. 5 Eun amzer da deurel mein, hag eun amzer d’ho dastum ; eun amzer da bokat, hag eun amzer da bellaat euz ar pokou ; 6 eun amzer da glask, hag eun amzer da lezel da goll ; eun amzer da viret, hag eun amzer da deurel kwit ; 7 eun amzer da roga, hag eun amzer da vriad ; eun amzer da devel, hag eun amzer da gomz ; 8 eun amzer da garout, hag eun amzer da gasaat ; eun amzer evit ar brezel, hag eun amzer evit ar peoc’h. 9 Pez sort gounid hen deuz an hini a labour euz he boan ? 10 Gwelet em euz al labour Hen deuz Doue roet d’an dud, evit o ober. 11 Groet Hen deuz pep tra kaer en he amzer ; lakeat Hen deuz zoken ar beur-bâd en ho c’haloun hep ma hell koulskoude kent an den kompren, adaleg ar pen-kenta beteg ar fin, al labour Hen deuz Doue groet. 12 Anavezet em euz n’euz netra a vad evit an dud, nemert en em laouenai hag ober mad enpad ho buez. 13 Ha ra zebro ha ra evo zoken pep hini, ha ra jouiso euz ar mad ober en kreiz he holl labour, eun donezon a Zoue eo. 14 Anavezet em euz penaoz kement Hen deuz Doue groet, a bad da viken ; n’hen deuz netra da lakaat ennhei, na netra da lemel outhei ; ha Doue hen gra evit ma toujfer anezhan. 15 Ar pez a zo, a zo dija bet, hag ar pez a die beza a zo dija bet, ha Doue a zistro ar pez a zo tremenet.
16 Gwelet em euz c’hoaz dindan an heol, penaoz el leac’h lekeat evit barn, e zo fallentez, penaoz el leac’h lakeat evit an eeünder, e zo fallentez. 17 Hag em euz lavaret em c’haloun : Doue a varno an den gwirion hag an den fall ; rag beza e zo eno eun amzer evit pep c’hoant hag evit pep labour. 18 Lavaret em euz em c’haloun, divarben an dud, penaoz e c’hamprouvje Doue anezhei, hag e weljent o unan penaoz n’int nemert loened. 19 Rag ar gwal-eur a eru gant an dud, hag ar gwal-eur a eru gant al loened, a zo eur memeuz gwal-eur ; evel ma eo maro unan, evel se eo maro egile ; holl o deuz eur memeuz halen, hag an den n’euz gounid ebet var al loen ; rag pep tra a zo avel. Pep tra