a ia en eur memeuz leac'h ; pep tra a zo groet euz a boultr, ha pep tra a zistro da boultr. 21 Piou a anavez hag hen e pin spered an dud d’an neac'h, ha ma tisken spered al loen d’an traon en douar ? 22 Hag em euz gwelet penaoz n’euz netra gwelloc’h d’an den evit n’eo en em laouenaat euz he oberiou ; pa ema he lod en kement se. Rag piou hen distroio evit gwelet ar pez a vezo he c’houde ?
4 Goude ez oun en em lakeat da evesaet an holl waskerezou pere en em ra dindan an heol ; ha setu ar re wasket a zo en daerou, ha n’o deuz dic’hlac’harer ebet ; an nerz a zo euz kostez ar re o gwask ; evithei dic’hlac’har ebet. 2 Dre ze e tal d’in muoc’h ar re varo a zo dija maro evit ar re veo pere a zo en buez ; 3 hag eurusoc’h evit an eil re hag ar re all, eo an hini n’eo ket c'hoaz bet ha pehini n’euz ket gwelet an oberiou fall en em ra dindan an heol. 4 Gwelet em euz ive penaoz pep labour ha pep ijin el labour n’eo nemert jalouzi euz an eil en kenver egile. Kement se ive a zo eun avel hag eur boan spered. 5 An den diskiant a groaz he zaouarn hag en em guzum e unan ; 6 gwel eo leiz kleuz an dorn gant diskwiz, evit leiz pâl an daou dorn, gant labour ha poar spered.
7 Me zo en em lekaet da zellet euz eun avel all dindan an heol. 8 Eun hevelep den a zo e unan, ha n’euz ket a eilved ; n’hen deuz na mab, na breur, ha koulskoude, n’hen deuz ket a fin d’he holl labour ; he zaoulagad zoken n’en em walc’hont biken a binvidigez ; ne lavar ket : Evit piou eo e labouran hag e privan va ine a vadou ? Kement se ive a zo eun avel hag eul labour poaniuz. 9 Daou a dal mui evit unan ; abalamour ma zo evithei eur gobr mad euz ho labour. 10 Rag mar kwezont, an eil a hell sevel egile ; mes drougeur d’an nep a zo he unan, hag a gwez, ha n’euz den d’e adsevel. 11 Er memeuz doare mar kousk daou asamblez, e vezo tom dezhei ; mes an hini a zo e unan, penaoz e vezo tom dezhan? 12 Ha mar d’eo nep kreoc'h evit unan hepken, an daou hello herzel outhan ; hag ar gorden a deir c'hordennik na dor ket ken buhan.
13 Mui a dal eur bugel paour ha fur evit eur roue koz ha diskiant, pehini ne oar ket kemer kuzul. 14 Rag eun nep a zeu euz ar prizoun da rên ; hag er memeuz doare, eun nep roue, a zeu paour. 15 Gwelet em euz an holl re veo pere a vale dindan an heol, o troia ar bugel, an eil goude ar roue, ha pehini a ielo en he leac’h. 16 Ha ne oa ket a fin d’an holl bobl, d’ar re holl en pen pere e oa ; koulskoude ar re a zeuio he c'houde n’en em laouenafont ket divar he ben. A-dra-zur, kement se a zo ive eun avel hag eur boan spered.
5 Pa ez i en ti Doue, laka evez euz da droad, ha tosta da zelaou kentoc’h, evit da ginnig sakrifis an dud diskiant ; rag na ouzont ket an droug a reont. 2 Ne hast ket digerri da c'heno, ha na vuanai ket da galoun da ziskleria eur gir benag dirag Doue ; rag Doue a zo en envou, ha te a zo var an douar ; dre ze, uz a nebeut a gomzou. 3 Rag, evel ma c’han an huvre euz a niver a brederiou, evel se mouez ar re zot a ra he anaout dre an niver a gomzou. 4 Pa ez pezo groet eur gwestl da Zoue, na zale ket d’hen ober ; rag ne gemer ket a blijadur en dud diskiant. Peur-c'hra eta ar gwestl az pezo groet. 5 Gwel e vefe d’id na rafez gwestl ebet, evit na vefe ober ha tremen hep ober anezhan. 6 Na lez ket da c’henou d’az lakaat da bec'hi, ha na lavar ket dirag kannad Doue, eun errol eo. Perag en em fulorfe Doue euz da gomzou, hag e tistrujfe labour da zaouarn ? 7 Rag, evel ma zo avel en niver a huvreou, e zo ive kalz en niver a gomzou ; mes douj Doue.
8 Mar gwelez en eur provins ar paour mac’het, hag an eeünder hag ar wirionez violet, na vez ket souezet a ze ; rag unan a zo savet hueloc'h evit an hini a zo huel, hag a laka evez a ze, ha beza e zo reou huelloc’h evit-hei. 9 Eur gounid eo koulskoude evit eur vro eur roue enoret gant ar vro.
10 An hini a gar an arc’hant n’eo ket gwalc’het a arc’hant, hag an nep a gar eun trein braz n’int ket bevet a gement se. Kement se ive a zo eun avel. 11 El leac’h ma zo kalz a vadou, e zo kalz a dud euz hen dibri ; ha pez gounid hen deuz an hini hen dalc'h, nemert e welet gant he zaoulagad. 12 Kousk al labourer a zo dous, pe e tebr nebeut pe galz ; mes gwalc’h ar pinvidik ne lez ket da gousket.
13 Eur gwal glenved a zo pehini em euz gwelet dindan an heol : pinvidigezou miret evit he zroug-eur gant an hini o dalc’h. 14 Hag ar pinvidi-