Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/583

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EKLESIAST, 6, 7.

gezou ze a goll dre eun usach fall, ha mar d’eo tad da eur mab, n’hen devezo netra entre he zaouarn. 15 Hag, evel ma eo eet en noaz a gov he vam, e tistroio en noaz, o vont kwit evel ma eo deuet ; ha ne gaso ganthan netra a gement a helfer kemer en he zaouarn. 16 Setu ama c’hoaz eur gwal droug ; evel ma eo deuet, ez a kwit er memeuz doare ; ha pez gounid hen deuz da veza labouret evit avel ? 17 Dibri a ra ive, enpad holl deiziou he vuez, en devalijen, hag hen deuz kalz a c’hlac’har, a boan hag a hegaz.

18 Setu ar pez em euz gwelet : eun dra vad ha dudiuz eo evit an den dibri, eva ha jouisa euz ar mad ober, en kreiz an holl labour da behini en em ro dindan an heol, enpad an deiziou a vuez a ro Doue dezhan ; rag hennez eo he bartach. 19 En gwirione, ar pez a ro Doue da bep den, a binvidigez hag a vadou, ar pez var behini e laka anezhan da vestr, evit dibri ha kemer he lod outhan, hag evit en em laouenai en kreiz he labour, kement se a zo eun donezon a Zoue. 20 Rag n’hen devezo ket kalz a sonj a zeiziou he vuez, abalamour ma respont Doue dezhan gant ar joa euz he galoun.

6 Eun droug em euz gwelet dindan an heol, hag a zo komun entouez an dud ; 2 eo ma zo eun hevelep den da behini Doue a ro pinvidigezou, madou hag enoriou, ha pehini na vank d’he ine netra euz ar pez hell c’hoantaat ; mes Doue na lez ket anezhan mestr da zibri outhan, rag eun diaveziad hen debro. Kement se a zo ive eun avel hag eur gwal drouk. 3 Ha pa hen defe eun den kant bugel, bevet niver a vloaziou, ha ma vefe deiziou he vloaziou en em niveret ; ma n’hen deo ket he ine en em walc’het a vadou, ha ma n’hen defe ket zoken a vezierez, me a lavar eo gwelloc’h eur zioc’han evithan. 4 Rag deuet eo en vên, hag e za en devalijen, hag he hano a zo goloet a devalijen ; n’hen deuz ket zoken gwelet an heol ; 5 n’hen deuz anavezit netra ; muoc’h a ziskwiz hen deuz evit egile. 6 Ha pa hen defe bevet hema diou wech mil vloaz, hep jouisa a vad ebet, holl ha n’eont int ket en eur memeuz leac’h ? 7 Holl labour an den a zo evit he c’henou ha koulskoude he c’hoant n’eo biken gwalc’het. 8 Rag pez gounid hen deuz an hini fur var an hini diskiant ? Pez gounid hen deuz ar glac’haret pehini a oar en em ren entouez ar re veo ? 9 Gwell eo gwelet gant an daoulagad evit n’eo kaout c’hoantou goullo. Kement se ive a zo eun avel heg eur boan spered.

10 Ar pez a zo a zo dija bet galvet dre he hano ; hag e c’hanavezer penaoz an hini a zo den, na hell ket stourm euz an hini a zo kreoc’h evithan. 11 Pa ve kalz, e ve kalz a avel. Pez gounid hen deuz an den a ze ? 12 Rag piou a anavez ar pez a zo mad evid an den en he vuez, enpad deiziou buez he avel, ma tremen evel eur skeuden ? Ha piou a c’hell lavaret da eun den ar pez a vezo var he lerc’h dindan an heol ?

7 Eur brud mad a dal muoc’h evit ar c’houez vad ; ha deiz ar maro, muoc’h evit deiz ar c’hanedigez. 2 Gwelloc’h eo mont en eun ti a gaonv, evit mont en eun ti a fest ; rag eno ema fin pep den, hag an hini a vev a laka kement se en he galoun. 3 Gwelloc’h eo an dristidigez evit ar c’hoarz ; rag dre dristidigez ar visach ar galoun a zeu joauz. 4 Kaloun ar re fur a zo en ti a gaonv ; mes kaloun an dud diskiant a zo en ti a joa. 5 Gwelloc’h eo klevet repren eun den fur evit n’eo klevet kanaouen an dud diskiant. 6 Rag evel ma eo trouz an drein dindan ar choudouren, evel se eo c’hoarz an den diskiant. Kement se ive a zo eur vogeden. 7 A-dra-zur ar waskerez a hell lakaat an den fur da goll he sans ; hag ar prezant a hudura ar galoun. 8 Gwelloc’h eo fin eun dra evit he gommansamant ; gwel eo eur spered gortozuz evit unan rog. 9 Na hast ket da vuanaat da spered ; rag ar vuanegez a choum en bruched an dud diskiant. 10 Na lavar ket : A belec’h e teu ma oa gwelloc’h an deiziou tremenet evit ar re ma ? Rag n’eo ket dre furnez eo en em gemerez a ze. 11 Ar furnez a zo koulz hag eun heritach ; eun avantach eo evit ar re a wel an heol. 12 Rag goloet e oar dindan skeud ar furnez ha dindan skeud an arc'hant ; mes ar skiant hen deuz ar gounid ma, ma ra ar skiant beva an nep hen deuz anezhi. 13 Sell labour Doue ; rag piou a hello eeüna ar pez Hen devezo pleget ? 14 En deiz ar mad, bez joauz ; hag en deiz an dristidigez, laka evez ; evel Doue Hen deuz groet an eil evel egile, abalamour ma ne gavo an den netra euz ar pez a vezo he c’houde.

15 Gwelet em euz kement ma holl enpad deiziou ma avel. Beza e zo eun hevelep guirion pehini a varv en

575