Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/584

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EKLESIAST, 8, 9.

he wirione, hag eun hevelep den fall pehini a hira he zeiziou en he fallentez. 16 Na vez ket en tu all da eeün, ha na vez ket re fur ; perag en em golfez-te ? 17 Na vez ket en tu all da fall, ha na vez ket diskiant ; perag e varvfez-te araog da amzer ? 18 Mad eo ma talc’hfez kement ma, ha ma ne lezoregfez ket kement se ; rag an nep a souj Doue, a ia kwit a bep tra.

19 Ar furnez a ro mui a nerz d’an den fur evit dek gouarner a vefe en eur gear. 20 A-dra-zur n’euz den eeün ebet var an douar, pehini a rafe ar mad ha na bec’hfe ket. 21 Evel se na ra ket evez d’an holl gomzou a lavarfer, gant aoun na glevfez da zervicher o trouk komz ac’hanout. 22 Rag da galoun hen deuz anavezet aliez a weach penaoz te ive e c’heuz drouk komzet euz ar re all.

23 Amprouvet em euz kement se holl dre ar furnez, hag em euz lavaret : Prena a rin ar furnez ; mes pelleet eo ouzin. 24 Ar pez a zo pell, ar pez a zo doun, doun, piou hell e dapout ? 25 Lakeat em euz va c’haloun da anaout, da furchal ha da glask ar furnez hag ar rezon a bep tra, ha da anaout an drougiez euz ar follentez, hag ar sotiz euz an direzon. 26 Hag em euz kavet c’hwervoc’h evit ar maro, ar vreg a behini ar galoun a zo eur pech hag eul las, hag a behini an daouarn a zo ereou ; an hini a zo kavet mad gant Doue a dec’ho diganthi ; mes ar pec’her a vezo kemeret ganthi. 27 Setu ama, eme ar Prezeger, ar pez em euz kavet, oc’h evesaat pep tra unan hag unan evil kaout ar rezon outhei. 28 Setu ama ar pez a glask c’hoaz va ine mes pehini n’em euz ket kavet. Kavet em euz eur goaz dre vii ; mes n’em euz ket kavet eur vreg en ho zouez holl. 29 Setu ama hepken ar pez em euz kavet : Doue eo Hen deuz groet an den eeün ; mes klasket o deuz kalz a ziskouriou.

8 Piou a zo evel an den fur ? Ha piou a anavez displegadurez an traou ? Furnez an den a ra lugerni he fas, ha garvder he visach a chanj a gement se. 2 Mir, me hel lavar d’id, gourc’hemen ar roue ; ha kement se, abalamour d’al le groet da Zoue. 3 Na hast ket mont kwit a zirag he fas, ha na gendalc’h ket en eun dra fall ; rag ober a ra ar pez a blij dezhan. 4 El leac’h ma gir ar roue, eno ema ar galloud ; ha piou a lavaro dezhan : Petra a rez-te ? 5 An hini a vir ar gourc’hemen na asanto da zroug ebet, ha kaloun an den fur a anavez an amzer hag ar varnidigez. 6 Rag en pep c’hoant e zo eun amzer hag eur varnidigez, pa boez ar droug-eur var an den. 7 Rag na anavez ket ar pez a gle eruout, ha piou a lavaro dezhan penaoz en em gavo kement se ? 8 An den n’eo ket mestr d’he spered, evit gallout hen derc’hel, ha n’hen deuz gallout ebet var deiz ar maro ; ha n’euz arzao ebet er brezel ze, hag an drougiez na zelivro ket ar re en pere en em gavo. 9 Gwelet em euz an holl draou ze, hag em euz lakeat ma c’haloun da bep labour pehini en em ra dindan an heol. Beza e zo eun amzer ma ren an den var an den evit ho zroug-eur.

10 Ha neuze em euz gwelet ar re fall beziet ; hag ar re ho doa groet ar mad o deuz tremenet ; eet int pell euz al leac’h santel, hag int ankouezet en kear. Kement se a zo ive eun avel. 11 Rag ar zetans a enep an oberiou fall n’en em ra ket buhan, abalamour da ze, kaloun an dud a zo leun a c’hoant d’ober fall. 12 Petra benag ma ra ar pec’her fall kant gweach, ha ma kendalc’h ennhan pell, koulskoude e c’hanavezan ive e vezo eur-vad evil ar re a souj Doue, pere a gren dirag he fas. 13 Mes na vezo ket a eur-vad evit an den fall, ha ne iraio ket he zeiou muoc’h evit ar skeuden, abalamour ma na souj ket fas Done. 14 Beza e zo eun avel pehini e deuz leac’h var an douar : tud eeün zo gant pere ec’h eru hervez oberiou ar re droug ; ha tud droug a zo gant pere ec’h eru hervez oberiou ar re eeün. Lavaret em euz eo ze ive eun avel. 15 Dre ze em euz meulet ar joa, abalamour n’euz netra gwelloc’h evit an den dindan an heol evel dibri, hag eva hag en em laouenai ; ha ze eo ar pez a vano ganthan euz he labour enpad deiziou he vuez, pere a ro Doue dezhan dindan an heol.

16 Pa em euz lakeat ma c’haloun da anaout ar furnez, ha da evesaet an traou a reer var an douar (rag an den na ro, na deiz na noz, diskwiz d’he zaoulagad), 17 gwelet em euz holl labour Doue, ha penaoz n’hell ket an den kaout rezon euz ar pez en em ra dindan an heol ; petra benag ma en em skwiz d’he c’hlask, ne gav ket anezhi ; ha ma lavar an den fur zoken e c’hanavez anezhi, na hell ket e c’haout.

9 A-dra-zur, em euz lakeat ma c’haloun da gement se, evit e sklerijenna, penaoz ar re wirion hag ar re

576