Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/585

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EKLESIAST, 10.

fur, hag ho oberiou, a zo en dorn Doue, hag ar garante hag ar gasouni ; ha penaoz an dud ne anavezont netra euz kement a zo dirazhei. 2 Pep tra en em gav egal gant an holl ; memeuz droug-eur gant an den gwirion evel gant an den fall, evit an hini a zo mad ha pur, hag evit an hini a zo zouliet, evit an hini a sakrifi hag evit an hini na sakrifi ket ; beza ema euz an den mad evel euz ar pec’her, euz an hini a dou, evel euz an hini hen deuz aoun da douet. 3 Kement ma a zo eun drouk en kement hag en em ra dindan an heol, ma c’hoarve eur memeuz droug-eur d’an holl. Evel se kaloun an dud a zo leun a valis ; ar follentez a zo en ho c’haloun enpad ho buez ; goude ez eont da di ar re varo. 4 Rag esperans a zo evit piou-benag a zo c’hoaz unanet d’an holl re veo ; hag eur c’hi beo zoken a dal muoc’h evit eul leon maro. 5 Ar re veo, en gwirione, a oar e varvfont, mes ar re varo na ouzont netra ; n’euz gobr ebet ken evithei, rag ho envor a zo lakeet en ankouez. 6 Evel se ho c’harantez, ho c’hasouni, ho anvi a zo dija maro, ha n’ho deuz ken da viken lod ebet en kement en em ra dindan an heol.

7 Kea, debr gant joa da vara, hag ev joaus da win ; rag Doue Hen deuz dija kavet mad da oberiou. 8 Ra vezo da zillad gwen en pep amzer, ha ra na vanko ket a eol var da ben. 9 Bev laouen, holl deiziou buez da avel, gant ar vreg a gerez, pehini a zo roet d’id dindan an heol, evit holl deiziou da avel ; rag hennez eo da heritach ez puez, hag en kreiz da labour, pehini a rez dindan an heol. 10 Kement a gav da zorn da ober, gra anezhan hervez da c’hallout ; rag n’hen deuz na labour, na sonj, na skiant, na furnez er bez ma ez ez.

11 Gwelet em euz c’hoaz dindan an heol, penaoz n’eo ket ar redaden d’ar skanva, nag ar gombat d’ar re vaillanta, nag ar barn d’ar re fura, nag ar pinvidigezou d’ar re skiantek, nag ar faver d’ar re zavanta ; rag holl int lakeet dindan an amzer hag an darvoudou. 12 Rag an den na anavez ket Zoken he amzer ; evel ar pesked pere a zo kemeret er gwal roued, hag al lapoused a zo tapet el las, evel se eo an dud ereet en amzer an drougiez, pa gwez varnezhei en eun taol.

13 Gwelet em euz ive ar furnez ma dindan an heol, hag eo seblantet braz d’in. 14 Beza e oa eur gear vihan, gant nebeut a dud ennhi ; a enep dezhi e teuaz eur roue braz ; hag e troiaz anezhi, hag e savaz nerzou braz a enep dezhi. 15 Mes ennhi oa eun den paour ha fur, pehini a zelivraz kear dre he furnez. Ha den n’euz bet sonj euz an den paour ze. 16 Neuze em euz lavaret ; Ar furnez a dal muoc’h evit an nerz ; ha koulskoude furnez ar paour a zo disprijet, hag he c’hiriou n’int ket selaouet.

17 Gwelloc’h eo komzou fur selaouet en peoc’h, evit n’eo ar c’hri euz an hini a ren entouez ar re diskiant. 18 Ar furnez a dal muoc’h evit ar benfiou a vrezel, hag eur pec’her hepken a laka koll madou braz.

10 Ar c’helien maro a vrein hag a laka da drenka eol ar c’houesaer mad ; evel se e ra eun nebeut a follentez en kenver an hini a zo istimet evit he furnez hag evit he c’hloar. 2 An den fur hen deuz he galoun a zeou ; mes ar zot hen deuz he galoun a gleiz. 3 Ha pa vale zoken an den diskiant en hent, e vank he sanz dezhan : hag e lavar divarben pep hini : Setu aze eun den diskiantet. 4 Mar sav spered an hini a ren en da enep, na gwita ket da blas ; rag an douster a breven faotou bras. 5 Eun drouk a zo pehini em euz gwelet dindan an heol, evel eun errol pehini a zeu euz a eur prinz : 6 Ar zotiz a zo lakeet er renk huela, ha re binvidik a zo azezet en izelded. 7 Gwelet em euz servicherien var varc’h, ha prinsed o vont var droad evel servicherien. 8 An hini a doul eur fos a gwezo ennhan, hag eun aer a grogo en hini a raio eun toul er stoufaden. 9 An hini a finv mein a vezo bleset ganthei ; hag an hini a faout koad a vezo en riskl outhei. 10 Mar d’eo an houarn dallet, ha ma na ve ket bet lemmet he droc’h, e renko addoubla a nerz ; mes ar furnez e deuz ar gounid da rei adres. 11 Mar krog an aer, pa n’eo ket chaimet, an drouk komzer na dal ket muoc’h. 12 Komzou genou an den fur a zo leun a c’hras ; mes muzellou ar zot hen lonk. 13 Pen-kenta komzou he c’henou a zo eur follentez, ha fin he zikour eur gwal zotiz. 14 An den zot a niver he gomzou ; koulskoude an den na oar ket ar pez a c’hoarvezo ganthan ; ha piou a zisklerio dezhan ar pez a vezo e c’houde ? 15 Labour an dud diskiant o skwiz, dre ma na ouzont ket mont en kear. 16 Gwal-eur d’id, bro, a behini ar roue a zo eur bugel, hag a behini ar brinsed a zebr adaleg ar beure ! 17 Euruz

577