out-te, bro, a behini eo ar roue euz a eur ras vraz, hag a behini ar brinsed a zebr pa ema ar c’houlz, evit derc’hel ho nerzou, ha nan evit en em rei d’an evach ! 18 Abalamour d’an daouarn didalvez ar planchot a izela ; hag abalamour d’an daouarn lach hen deuz an ti goutierenou. 19 Ober a reer prejou evit en em laouenaat, hag ar gwin a laouena ar vuez, hag an arc’hant a respount d’an boll. 20 Na lavar ket a zrouk euz ar roue, nan zoken en da sonj ; ha na lavar ket a zrouk euz ar pinvidik er gambr ma kouskez ; rag lapous an env a gasfe da vouez, hag ar pez hen deuz diouaskel a zisklerife da gomzou.
11 Taol da vara var c’horre an doureier rag gant an amzer to hen adkavo. 2 Gra lod da zeiz, ha da eiz zoken ; rag na ouzout ket petra drouk hell dont var an douar. 3 Pa ema leun ar goabrennou, e skuliont glao var an douar ; ha pa gwez eur wezen, er c’hreisteiz, pe en hanter-noz, el leac’h ma kwez ar wezen, e choum. 4 An hini a zell euz an avel, na hado ket ; hag an hini a sell euz ar goabrennou na vedo ket. 5 Evel ma na ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaoz en em ra an eskern en kov an hini a zo dougerez ; evel se ne anavezez ket labour Doue, pehini Hen deuz groet an holl draou. 6 Had da had adaleg ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskwiza da noz ; rag na ouzout ket ar pez a zeuo da vad, hema pe hennez, pe hag hen e vezo an daou ive mad. 7 Ar sklerijen a zo dous, hag agreabl eo d’an daoulagad gwelet an heol. 8 Ha mar bev eun den eun niver braz a vloaveziou, ra en em laouenao enpad an holl vloaziou se, ha ma hen devezo sonj euz deiziou an devalijen, pere a zo niveruz. Kement a zeu a zo avel.
9 Den iaouank, en em laouena ez oad tener, ha ra lakaio da galoun ac’hanout kontant en deiziou da iaouankiz ; ha bale evel ma kas da galoun ac’hanout, hag hervez sel da zaoulagad ; mes anavez penaoz evit an holl draou se Doue a lakaio ac’hanout da zont en barnidigez. 10 Kas ar glac’har kwit euz da galoun, ha pella ar poaniou euz da gig ; rag an oad tener hag at vugaleach n’int nemert avel.
12 Mes az pez sonj euz da Grouer enpad deiziou da iaouankiz, araog ma teuio an deiziou fall, araog ma eruo ar bloaziou a bere e lavari : Na gemeran ket ennhei a blijadur ; 2 araog ma teuo an heol, at sklerijen, al loar hag ar steed da devalaat, ha ma teuo ar goabrennou goude ar glao ; 3 pa greno gwarded an ti ; pa blego an dud krenv ; pa baouezo ar re a val, dre ma vefont nebeuteet ; pa vezo tevaleet ar re a zell dre ar prenestou ; 4 ha pa vezo daou du an nor zerret var ar ru ; pa izelaio trouz ar vilin ; pa savfer da gân al lapous, ha pa vezo holl verc’hed ar gân diskaret ; 5 ha ma vezo aoun rag ar pez a zo zavet ; pa vezo spount o vale ; pa fleurio an alamandezen ; pa zeuo ar c’hileien-raden poezuz, ha ma vanko an naon ; rag an den a ia da gaout he choumach peur-baduz, hag ar re a wel a raio tro ar ruou ; 6 araog ma teuo ar gorden arc’hant da derri, ar besel aour da frika, ar brok da derri var ar feunteun, hag ar rod da derri var ar puns ; 7 araog ma tistroio ar poultr d’an douar, evel ma oa bet, hag ar speored da zistrei da Zoue pehini Hen deuz he roet. 8 Avel an avelou, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel.
9 Ouc’hpen, evel ma eo bet fur ar Prezeger, hen deuz ive kelennet ar furnez d’ar bobl. Evesaet hen deuz, furchet hen deuz ha lakeet en urz kalz a zetansou. 10 Ar Prezeger a zo en em lakeat da gaout komzou agreabl. Ar pez a zo bet skrivet a zo skrivet gant eeünder ; komzou int a wirionee.
11 Komzou ar re fur a zo evel broudou, ha dastumet a dokadou, beza int evel tachen plantet. Ar re ma a zo bet roet dre eur pastor hepken. 12 A hend all, va mab, laka evez euz an traou ma. D’ober kalz a levriou, n’euz ket a fin, ha kement a studi n’eo nemert skwisder evit at c’horf.
13 Selaouomp ar gentel euz an holl brezegen ma : Douj Doue, ha mir he c’hourc’hemennou ; rag hennez eo holl dever an den. 14 Rag Doue a lakao da zont en barnedigez pep labour, gant kement a zo kuzet, pe vad, pe fall.