1 KANAOUEN ar c’hanaouenou, pehini a zo a Zalomon.
2 RA boko d’in euz pokou he c’henou !
Rag da garantezou a zo gwelloc’h evit ar gwin.
3 Da barfumou o deuz eur c’houez vad,
Da hano a zo evel eur parfum skuliet ;
Dre ze o deuz ar merc’hed iaouank da garet.
4 Kenkas ac’hanoun, hag e redfont var da lerc’h !
Ar roue hen deuz groet d’in mont en he gamprou.
Tridal hag en em laouenai a rafomp ennout-te ;
Ni a veulo da garantezou muoc’h evit ar gwin.
An dud eeün o deuz da garet.
5 O merc’hed Jerusalem, du oun, mes kaer.
Evel tantennou Kedar oun, hag evel tinellou Salomon.
6 Na rit ket a van euz ma ez oun du,
Rag an heol hen deuz sellet ouzin ;
Bugale va mam a zo en em fuloret em enep,
Ma lakeet o deuz da ziwall ar gwiniennou.
Va gwinien, va unan, n’em euz ket e diwallet.
7 Lavar d’in eta, o te, pehini a zo karet gant va ine,
Pelec’h e veseez da dropel,
Ha pelec’h e rez dezhan diskwiza var ar c’hreisteiz ;
Rag perag e vefeen evel eur vreg reduz
En kichen tropellou da veserien ?
8 MA na ouzout ket ze, ar c’haera entouez ar merc’hed,
Kea var roujou an tropel,
Ha lak da c’havrigou da beuri
En kichen kabanennou ar veserien.
9 VA c’haret-mad, da lakaat a ran henvel
Euz va c’hazek pehini a stager euz kirri Faraon.
10 Da ziou jod a zo koant gant ho zrozro,
Ha da c’houzouk gant ar c’hollierou.
11 Ni a raio trozroiou aour,
Gant boutonou arc’hant.
12 ENPAD ma oa ar roue azezet euz taol,
Ma nard a loske he barfum.
13 Va c’haret-mad a zo d’in me evel eur voden mirr ;
Diskwiza a raio var va bruched.
Va c’haret-mad a zo d’in eun toked troen,
En gwiniennou En-gedi.
15 PEGEN kaer out, va c’haret-mad, pegen kaer out !
Da zaoulagad a zo reou eur goulm.
16 PEGEN kaer out, va c’haret-mad ; pegen dudiuz out !
17 Hon gwele a zo eur gwele a c’hlajen.
Treustou hon ziez a zo a sedr,
Hag hon lambruskou a siprez,
2 Me eo rozen Saron
Ha lis an traouniennou.
2 EVEL ma eo al lis enkreiz ar spern,
Evel se eo va c’haret-mad entouez ar merc’hed iaouank ;
3 EVEL ma eo ar wen-avalou entouez gwez ar forest,
Evel se eo va c’haret-mad entouez an dud iaouank ;
C’hoanteet em euz he skeud,
Hag oun azezet ennhan, hag he frouez a zo bet dous d’am staon.
4 Kaset hen deuz ac’hanoun en sal ar fest,
Hag ar bannier a sav varnoun, a zo : Karantez.
5 Beoa ac’hanoun gant rezin ;
Nerz ac’hanoun gant avalou,
Rag klanv oun a garantez.
6 Ra vezo he zorn kleiz dindan va fen,
Hag he du deou da bokat d’in !
7 Merc’hed Jerusalem,
Me ho ped stard dre gazellou ha girvi ar parkeier,
Na zifunet ket, na zifunet ket ar garante,
Araog ma fello dezhi.
8 Houma eo mouez va c’haret-mad ; setu e teu,