Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/588

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KANAOUEN AR C’HANAOUENOU, 3, 4.

O lampat var ar meneziou, hag o lampat a juntr var ar c’hrec’hiennou.
9 Va c’haret-mad a zo henvel euz ar gazel,
Pe euz hini bihan ar c’haro ;
Setu en em dalc’h endrek hon mogeriou ;
Sellet a ra dre ar prenestou,
Dont a ra araog dre ar girzier.
10 Va c’haret-mad a gomz hag a lavar d’in :
Sav-te, va c’haret-mad ; va c'hoant, ha deuz !
11 Rag setu, ar goanv a zo tremenet,
Ar glao zo paouezet, eet eo kwit ;
12 Ar bleuiou en em diskwez var an douar,
Amzer ar c’hanaouenou a zo deuet,
Ha mouez an durzunel a vez klevet var hon meaziou.
13 Ar fiezen e deuz boutet he fiez kenta,
Hag ar gwiniennou o deuz tokadou hag a losk ho c’houez vad.
Sav-te, va c’haret-mad, va c’hoant, ha deuz !
14 Va c’houlm pehini en em dalc’h en faoutou ar roc’h,
Pehini en em guz el lec’hiou distro,
Diskwez d’in da zell, ha gra d’in klevet da vouez ;
Rag da vouez a zo dous, ha da zell a zo grasiuz.
15 Kemerit deomp al lern,

AL lern bihan, a goll ar gwiniennou,
Abaoe ma o deuz hon gwiniennou tokadou.

16 VA c’haret-mad a zo d’in, ha me a zo dezhan ;
Lakat a ra he dropel entouez al lis.

17 Araog ma c’houez avel an deiz,
Ha ma tec’h ar skeudennou,
Distro, va c’haret-mad,
Evel ar gazel, pe hini bihan ar c’havr,
Var ar meneziou Beter.

3 Klasket em euz enpad an noz em gwele
An hini a gar ma ine ;
E glasket em euz,
Mes n’em euz ket he gavet.

2 Sevel a rin brema, hag e rin tro kear,
Er ruou hag er plasou ;
Klask a rin an hini a gar ma ine.
E glasket em euz ;
Mes n’em euz ket e gavet.
3 Ar gwarded a rea an dro da gear ho deuz va c’havet.
N’oc’h euz ket gwelet, em euz lavaret dezhei, an hini a gar va ine ?
4 Aboan em boa o zremenet,
Ma kaviz an hini a gar va ine ;
E gemeret em euz, ha na loskin ket anezhan,
Ken am bezo e zigaset da di va mam,
Ha da gampr an hini e deuz va c’honsevet.

5 Merc’hed Jerusalem,
Me o ped stard dre gazellou ha girvi ar parkeier,
Na zifunit ket, na zifunit ket ar garante,
Araog ma fello dezhi.

6 PIOU eo an hini a bin euz al lec’h distro
Evel peuliou moged,
Parfumet a virr hag a ezans,
Hag a bep sort poultr a c’houez vad ?

7 Setu ama gwele Salomon,
Troiet a dri-ugent den vaillant,
Euz ar vaillanta a Israel,
8 Holl o c’hoari ar c’hleze, ha doareet mad d’ar brezel ;
Pep hini a zoug he gleze var he lez,
En aoun rag ar spountou noz.
9 Ar roue Salomon hen deuz groet eul leter
Evithan gant koad al Liban.
10 Groet hen deuz ar pilierouc a arc’hant,
Hag ar c’hein a aour,
Ar gador a skarlat,
Hag en diabarz eur wiaden a garantez
Euz merc’hed Jerusalem.
11 It er meaz, merc’hed Sion, ha sellit
Euz ar roue Salomon,
Gant ar gurunen hen deuz he vam he gurunet
En deiz he zemezi,
Hag en deiz joa he galoun.

4 PEGEN kaer out, va c’haret-mad, pegen kaer out !
Da zaoulagad a zo evel reou koulmed,
Endrek da wel ;
Da vleo a zo evel eun tropel girvi
Diviliet euz meneziou Galaad.
2 Da zent a zo evel eun tropel denved touzet
Pere a bin euz ar gwalc’houer,
Pere a zo holl diou ha diou,

580